Skinoù X : diforc'h etre ar stummoù
D r2.6.4) (Robot kemmet: et:Röntgenkiirgus |
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: zh-min-nan:X siā-soàⁿ |
||
Linenn 89: | Linenn 89: | ||
[[yi:רענטגען שטראלן]] |
[[yi:רענטגען שטראלן]] |
||
[[zh:X射线]] |
[[zh:X射线]] |
||
[[zh-min-nan:X siā-soàⁿ]] |
Stumm eus an 2 C'hwe 2012 da 02:53
Ar skinoù X zo ur stumm skin tredanwarellek, dezhe ur stankter uhel zo e hirder gwagennn etre 5 pikometr ha 10 nanometr tamm-pe-damm. Energiezh ar foton a ya eus un nebeud eV (electron-volt), da meur a zegad MeV. Ar skinoù ionekaerien-se a vez implijet evit kalz traoù, en o zouez ar skeudennerezh mezegiezh hag ar gristalografiezh.
Dizoloet e oa bet ar skinoù X e 1895 gant ar fizikour alaman Wilhelm Röntgen, a resevas ar c'hentañ Priz Nobel Fizik evit kement-mañ. Envel a reas anezhe evel se abalamour ma oa dianav o natur (al lizherenn x a vez implijet evit an dra dianav er matematikoù).
Ar c'hemm a raer etre ar skinoù X hag ar skinoù gamma (zo heñvel o natur hag o energiezh) a zeu eus an doare ma vezont krouet. Ar skinoù X zo foton produet gant elektron an atom tra ma vez produet ar skinoù gamma gant derc'han an atom.