Meurgan : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: war:Siday epiko
D r2.7.2+) (Robot kemmet: az:Yomax
Linenn 47: Linenn 47:
[[ar:ملحمة]]
[[ar:ملحمة]]
[[arz:ملحمه]]
[[arz:ملحمه]]
[[az:Yomak]]
[[az:Yomax]]
[[ba:Эпос]]
[[ba:Эпос]]
[[bat-smg:Eps]]
[[bat-smg:Eps]]

Stumm eus an 1 C'hwe 2012 da 10:23

Ur meurgan a zo ur varzhoneg hir-tre e gwerzennoù a zanevell da gustum kurioù hag avanturioù istorel pe mitologel sevenet gant un haroz pe gant meur a hini, hag he deus ur pouez bras evit ur sevenadurezh pe ur vroad. Implijet e vez ivez ar gerioù meurzanevell ha danevellgan evit meurgan. Albert Lord ha Milman Parry o deus diskouezet e oa ar meurganoù klasel ur stumm barzhoniezh dre gomz da gentañ. Koulskoude eo bet skrivet ar meurganoù zo chomet betek ennomp, evel oberennoù Virgilius, Dante Alighieri, ha John Milton. Kalz anezhe a vije bet kollet ma ne vijent ket bet skrivet.

Ar meurgan koshañ a c'heller lenn hiziv an deiz eo meurzanevell an haroz Gilgamech a oa savet en akkadeg er XVIIIvet ha XVIIvet kantved kent Jezuz-Krist. Kavet e oa bet e 1870 en ur furchata e-barzh dismantroù levraoueg Ninive. Etre -850 ha -750 ez eus bet savet div veurzanevell vrudetoc'h hag anavezet a-gozh e henc'hresianeg, an Ilias hag an Odisseia. Savet e oant o div gant ar barzh dall Homeros a-hervez. Kemeret eo bet an daou skrid-se, evel patromoù ar meurzanevelloù gant skrivagnerien ha studierien al lennegezh klasel.


Un nebeud meurzanevelloù anavezet-mat

Enlivadur eus Persia.

Lennadurezh

  • Marcello Sorce Keller “L’epica, fra tradizione orale e tradizione scritta”, Cenobio, LXVII(2008), no. 4, pp. 39-48. Adembannet er Bulletin – Gesellschaft für die Volksmusik in der Schweiz, 2009, pp. 107-111.