Kloerdi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15: Linenn 15:
==Kloerdioù all==
==Kloerdioù all==
An urzhioù relijiel dre vras o doa o c'hloerdioù ivez, gant anvioù disheñvel : e galleg, ''juvénat'' (kloerdi bihan) ha ''noviciat'' (kloerdi bras) ; e brezhonek ne vez klevet nemet "novisiad".
An urzhioù relijiel dre vras o doa o c'hloerdioù ivez, gant anvioù disheñvel : e galleg, ''juvénat'' (kloerdi bihan) ha ''noviciat'' (kloerdi bras) ; e brezhonek ne vez klevet nemet "novisiad".
*E Kastellin e oa ''kloerdi bihan'' Urzh ar Venezianed, savet gant ar Malaouad [[Jean-Marie de La Mennais]].
*E Kastellin e oa kloerdi bihan (''juvénat'') Urzh Frered Ploermel, savet gant ar Malaouad [[Jean-Marie de La Mennais]].





Stumm eus an 26 Gen 2012 da 14:23

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Brest, dor ar c'hloerdi, XVIIvet kantved.

Ur c'hloerdi zo ur skol ma vez desket an danvez-beleien gatolik, anvet ivez kloareged pe kloer. Daou seurt a zo:

  • ur c'hloerdi bihan a zo ur skol eil derez (skolaj, lise) ma roer deskadurezh d'ar yaouankiz, en sell da gas anezhe d'ar c'hloerdi bras goude
  • ur c'hloerdi bras a zo ur skol-uhel ma vez desket ar vicher a veleg.

Ar c'hloerdioù zo deuet war wel adal ar 17vet kantved, da heul un dekred statudet gant Sened-Meur an Iliz katolik roman dalc'het e Trento (1545-1563). Betek neuze, e veze stummet an dañvez-beleien er skolioù-meur, e-giz ar vedisined hag an dud a lezenn (an holl aotrouien o saeoù du). Padal, deuet e oa ar skolioù-meur da vezañ kontammet gant ar menoioù nevez oc'h elbikat ouzh beli Rom. Sant Charlez Borrome (1538-1584) an hini oa a grouas ar c'hloerdi kentañ en e eskopti a v/Milan (Milano).

Betek er bloavezhioù 1970 e oa ur c'hloerdi bihan da vihanañ e pep eskopti, hag ur c'hloerdi bras ivez. Abaoe ar bloavezhioù 1980 n'eus ket a gloerdioù bihan ken, ha ne vez nemet ur c'hloerdi bras e pep arc'heskopti.

Kloerdioù all

An urzhioù relijiel dre vras o doa o c'hloerdioù ivez, gant anvioù disheñvel : e galleg, juvénat (kloerdi bihan) ha noviciat (kloerdi bras) ; e brezhonek ne vez klevet nemet "novisiad".



Kloerdioù

Kloerdioù Breizh

Dol, chapel ar c'hloerdi bras

Da heul lezenn an disparti etre ar Stad hag an Iliz e 1905, daou gloerdi a vez kavet e pep kêr gant un eskopti : ar c'hloerdi kozh, bet piaouet gant ar Stad hag ur c'hloerdi nevez, savet en hanterad kentañ an 20vet kantved hag alies a-walc'h dilezet ha gwerzhet e penn diwezhañ ar c'hantved. E Roazhon, da skouer, ar c'hloerdi kozh, o skeiñ war ar blasenn Hoche, a roas bod da Gevrenn al Lizhiri ha Skiantoù Mabden ar Skol Veur betek 1967 ha, da c'houde, da Gevrenn ar Skiantoù Ekonomek eus Skol Veur Roazhon I.












Skeudennoù

Liammoù diavaez

  1. topic-topos.com, Le Télégramme 20/09/2009