Kloerdi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6: Linenn 6:

*ur ''c'hloerdi bihan'' a zo ur skol eil derez (skolaj, lise) ma roer deskadurezh d'ar yaouankiz, en sell da gas anezhe d'ar c'hloerdi bras goude
*ur ''c'hloerdi bihan'' a zo ur skol eil derez (skolaj, lise) ma roer deskadurezh d'ar yaouankiz, en sell da gas anezhe d'ar c'hloerdi bras goude
*ur ''c'hloerdi bras'' a zo ur skol-uhel ma vez desket ar vicher a veleg
*ur ''c'hloerdi bras'' a zo ur skol-uhel ma vez desket ar vicher a veleg.

Ar c'hloerdioù zo deuet war wel adal ar 17vet kantved, da heul un dekred statudet gant Sened-Meur an Iliz roman dalc'het e Trento (1545-1563). Betek neuze, e veze stummet an dañvez-beleien er skolioù-meur, e-giz ar vedisined hag an dud a lezenn (an holl aotrouien o saeoù du). Padal, deuet e oa ar skolioù-meur da vezañ kontammet gant ar menoioù nevez oc'h elbikat ouzh beli Rom.

Betek er bloavezhioù 1970 e oa ur c'hloerdi bihan da vihanañ e pep eskopti, hag ur c'hloerdi bras ivez. An urzhioù relijiel dre vras o doa o c'hloerdioù ivez, gant anvioù disheñvel : e gallek, ''juvénat'' (kloerdi bihan) ha ''noviciat'' (kloerdi bras) ; e brezhonek ne vez klevet nemet "novisiad".

Stumm eus an 24 Gen 2012 da 13:52

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Brest, dor ar c'hloerdi, XVIIvet kantved.

Ur c'hloerdi zo ur skol ma vez desket an danvez-beleien gatolik, anvet ivez kloareged pe kloer. Daou seurt a zo:

  • ur c'hloerdi bihan a zo ur skol eil derez (skolaj, lise) ma roer deskadurezh d'ar yaouankiz, en sell da gas anezhe d'ar c'hloerdi bras goude
  • ur c'hloerdi bras a zo ur skol-uhel ma vez desket ar vicher a veleg.

Ar c'hloerdioù zo deuet war wel adal ar 17vet kantved, da heul un dekred statudet gant Sened-Meur an Iliz roman dalc'het e Trento (1545-1563). Betek neuze, e veze stummet an dañvez-beleien er skolioù-meur, e-giz ar vedisined hag an dud a lezenn (an holl aotrouien o saeoù du). Padal, deuet e oa ar skolioù-meur da vezañ kontammet gant ar menoioù nevez oc'h elbikat ouzh beli Rom.

Betek er bloavezhioù 1970 e oa ur c'hloerdi bihan da vihanañ e pep eskopti, hag ur c'hloerdi bras ivez. An urzhioù relijiel dre vras o doa o c'hloerdioù ivez, gant anvioù disheñvel : e gallek, juvénat (kloerdi bihan) ha noviciat (kloerdi bras) ; e brezhonek ne vez klevet nemet "novisiad".

Abaoe ar bloavezhioù 1980 n'eus ket a gloerdioù bihan ken, ha ne vez nemet ur c'hloerdi bras e pep arc'heskopti.

Kloerdioù

Kloerdioù Breizh

Dol, chapel ar c'hloerdi bras

Da heul lezenn an disparti etre ar Stad hag an Iliz e 1905, daou gloerdi a vez kavet e pep kêr gant un eskopti : ar c'hloerdi kozh, bet piaouet gant ar Stad hag ur c'hloerdi nevez, savet en hanterad kentañ an 20vet kantved hag alies a-walc'h dilezet ha gwerzhet e penn diwezhañ ar c'hantved. E Roazhon, da skouer, ar c'hloerdi kozh, o skeiñ war ar blasenn Hoche, a roas bod da Gevrenn al Lizhiri ha Skiantoù Mabden ar Skol Veur betek 1967 ha, da c'houde, da Gevrenn ar Skiantoù Ekonomek eus Skol Veur Roazhon I.

Skeudennoù

Liammoù diavaez