Ikaros : diforc'h etre ar stummoù
D [r2.5.2] Robot ouzhpennet: be-x-old:Ікар |
D r2.7.1) (Robot kemmet: he:איקרוס |
||
Linenn 73: | Linenn 73: | ||
[[fi:Ikaros]] |
[[fi:Ikaros]] |
||
[[fr:Icare]] |
[[fr:Icare]] |
||
[[he: |
[[he:איקרוס]] |
||
[[hr:Ikar]] |
[[hr:Ikar]] |
||
[[hu:Ikarosz]] |
[[hu:Ikarosz]] |
Stumm eus an 23 Gen 2012 da 13:42
Ikaros ( Ἴκαρος /Ikaros e gregach) a oa mab d'an tisavour Dedalos ha d'ar sklavez kretat Naupacté. Anavezet eo dreist-holl abalamour m'en doa nijet re dost d'an heol.
Mojenn
Ikaros hag e dad a oa o klask tec'hout rak fulor ar roue Minos. Bac'het e oant er Milendall goude tec'h Teseüs[1]. Dedalos a felle dezhañ distreiñ da Aten, e ger c'henidik.
Hervez doare anavezetañ ar vojenn, Daidalos a savas eskell, heñvel ouzh re al evned, gant pluñv ha koar. Kenteliañ a reas e vab ha berzañ outañ tostaat d'an heol met Ikaros, trevariet e spered gant e nijadenn, a bignas re uhel. Tostaat a reas d'an heol a lakaas ar c'hoar a zalc'he e eskell en o stumm da deuziñ tamm-ha-tamm. A-benn ar fin e torrjont hag e kouezhas er mor.
Doare Pausanias
Hervez Pausanias e oa tec'het Ikaros ha Dedalos eus Kreta war vor, gant bigi bihan, hag ijinet e oa bet ar ouel gant Dedalos evit se. Ikaros avat ne oa ket ur moraer gwall ampart ha mont a reas d'ar strad nepell diouzh Samos.
Gant Herakles e voe kavet e gorf war an aod.
Displeg
E diazez mojenn Ikaros emaén an darempredoù etre tad ha mab, efedoù an alioù hag an disentiñ ha c'hoant an den da vont bepred pelloc'h daoust d'an natur.
Notennoù
- ↑ Hervez un hengoun all e oant o kuzhat en enezenn gant sikour ar rouanez
Pennadoù kar
- Daidalos
- An daolenn Lamm Ikaros gant Pieter Brueghel gozh
- Ar Milendall
Liammoù diavaez
- Daidalos hag Ikaros hervez Metamorfozoù Ovidius,testenn ha displegadennoù.