Yaou (deiz) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.2) (Robot kemmet: ilo:Huebes
Linenn 92: Linenn 92:
[[ia:Jovedi]]
[[ia:Jovedi]]
[[id:Kamis]]
[[id:Kamis]]
[[ilo:Hueves]]
[[ilo:Huebes]]
[[io:Jovdio]]
[[io:Jovdio]]
[[is:Fimmtudagur]]
[[is:Fimmtudagur]]

Stumm eus an 23 Gen 2012 da 08:40

An doue Thor, an hini en deus roet e anv d'ar Yaou e saozneg, zo livet amañ gant Mårten Eskil Winge, 1872

Ar Yaou eo an deiz etre ar Merc'her hag ar Gwener. Hervez ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant al Lun, ha homañ eo ar reizhiad erbedet gant ISO 8601, ez eo eta ar pevare deiz eus ar sizhun. Gant ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant ar Sul, hengounel e meur a vro eus kornaoueg Europa, hag a-orin yuzev-kristen, ez eo ar pempet deiz. Dont a ra an anv eus hini an doue roman Yaou, Jovis (jwis) e latin, doue ar c'hurun, an taran, hervez tud zo. Gouez da dud all e teu eus anv ar blanedenn Yaou, anvet diwar-lerc'h anv an doue Yaou.

Krennlavarioù

E Breizh e veze heuliet ar boaz da lakaat ar sizhun da gregiñ gant ar Sul, setu perak e kaver ar c'hrennlavar-mañ:

  • Ar Yaou / An deiz diwezhañ nemet daou.

Krennlavar all:

  • War-lerc'h ar Merc'her emañ ar Yaou / Paket ar sizhun er c'hraou.

Lennegezh

  • Sweet Thursday, ur romant gant John Steinbeck, a zeu war-lerc'h Cannery Row, a zeue war-lerc'h Tortilla Flat.

Lennadurezh

  • Paul COUDERC : Le Calendrier. Que sais je ? , n° 203. PUF. 1946 - 1993.
Deizioù ar sizhun
LunMeurzhMerc'herYaouGwenerSadornSul

Liammoù diavaez

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Yaou er
wikeriadur, ar geriadur frank.