Miltiades : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: en:Miltiades the Younger; Kemm dister
D Robot ouzhpennet: be:Мільтыяд
Linenn 24: Linenn 24:
[[Rummad:Ateniz an Henamzer]]
[[Rummad:Ateniz an Henamzer]]


[[be:Мільтыяд]]
[[bg:Милтиад Младши]]
[[bg:Милтиад Младши]]
[[ca:Milcíades el Jove]]
[[ca:Milcíades el Jove]]

Stumm eus an 20 Gen 2012 da 08:09


Miltiades ar yaouankañ.
"Tokarn Miltiades". Profet e oa an tokarn da templ Zeus en Olimpia gant Miltiades, a oa bet e penn an Ateniz a drec'has ar Bersed en Emgann Marathon. Enskrivadur war an tokarn : ΜΙLTIAΔES. Mirdi arkeologiezh Olimpia.

Miltiades pe Miltiades ar Yaouankañ (henc'hresianeg Μιλτιάδης ὁ Νεώτερος, Miltiades o Neotepos), ganet war-dro 550 a-raok J.-K. ha marvet e 489 a-raok J.-K.) a oa niz Miltiades an henañ. Dont a reas tirant trevadennoù gresian C'hersonesos Trakia war-dro 516 a-raok J.-K., goude kemer ar galloud dre nerzh ha lakaat e gevezerien e prizon. Eurediñ a reas Hegesipile, merc'h ar roue Olorus Trakia. E vab Kimon a voe unan eus tud pennañ Aten er bloavezioù 470 ha 460 a-raok J.-K. E penn brezelourien Aten e oa Miltiades pa oa trec'het ar Bersed en emgann Marathon.