Max Stirner : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ar:ماكس ستيرنر
D r2.7.1) (Robot kemmet: ar:ماكس شتيرنر
Linenn 60: Linenn 60:
[[Rummad:Marvioù 1856]]
[[Rummad:Marvioù 1856]]


[[ar:ماكس ستيرنر]]
[[ar:ماكس شتيرنر]]
[[bg:Макс Щирнер]]
[[bg:Макс Щирнер]]
[[ca:Max Stirner]]
[[ca:Max Stirner]]

Stumm eus an 3 Gen 2012 da 19:11

Max Stirner (1806-1856)

Poltred Max Stirner

« N’hall ket an hinienn gouzañv bezañ kemeret evel ur gevrenn diouzh ar gevredigezh, dre ma ‘z eo muioc’h evit-se : en em sevel a ra e unaniezh a enep an talvoud-se hag a zispriz hag a ziskar anezhi.»

“Ar pezh az peus an nerzh da vezañ, ez peus ar gwir da vezañ.“

Stirner a zo ur prederour pouezus hag en eus diazezet an diveliouriezh emgar. N’eo ket dedennus buhez an den met puilh eo e oberenn hag he deus bet ul levezon bras war skrivagnerien rusian an XIX vet (Tourgeniev, Dostoievski) ha skrivagnerien c'hall an XX vet kantved (Gide, Breton). Ganet eo Max Stirner, Johann Kaspar Schmidt eus e wir anv, e Bayreuth en Alamagn e 1806. Eus 1826 da 1828, e heul kentelioù prederouriezh gant Friedrich Schleiermacher hag Hegel. Ne vo ket ur studier dispar ha ne dap ket an holl diplomoù a vefe bet ret dezhañ kaout. Kelenner e vo neuze en ur skol evit ar bourc’hizezed yaouank. E Berlin, e kej gant tud eus an tu-kleiz levezonet gant mennozhioù Hegel en o zouezh Friedrich Engels. Embann a ra pennadoù e kazetenn Marx : Kazetenn ar Raen. E oberenn pennañ Der Einzige und sein Eigentum, a zo embannet e 1844. Berzh a ra an destenn met buan eo ankouezhet gant an holl, evit pell. Preder Stirner: Awenet eo Stirner gant preder Hegel ha Feuerbach. Stirner a zo hiniennelour da vat, diazezañ a ra ur breder kreizennet en-dro d’an den, an hinienn a zo ar stumm bezañ nemeti, an den a zo mestr warnañ e unan. Pep tra a tle neuze bezañ stummet hervez c’hoant an den. Ar moral a teu da vezañ emgar, n’eus redi ebet, urzh ebet roet, al lezenn, ar garantez, ar wirionez a zo gerioù toull evit Stirner, talvoudegezh an traoù a zo diouzh an implij a raer diouto, ha diouzh ar pezh a gasont. Nac’hañ a ra Stirner belioù an ensavadurioù evel reoù ar Stad hag an Iliz.

Der Einzige und sein Eigentum : Ar veizadoù endalc’het el levr Der Einzige und sein Eigentum o deus levezonet kalz ar spered diveliour, daoust ma ne adkaver ket nag ar spered dispac’hel nag an uhelvenoioù denelour a zo boutin d’an diveliouriezh. Al levr a zo div lodenn ennañ. Al lodenn gentañ a zo displeget enni an holl perzhioù hag a vir ouzh an den bezañ dieub, an holl gwaskoù hag an holl belioù. En eil lodenn e adtap pep termenadenn implijet el lodenn gentañ a-benn diskouezh petra eo frankiz peurvoud mab-den.


Preder Stirner

Gwerzidigezhioù :

Ar Stad setu ar werzidigezh gentañ, an hini a vez kaoz ar muiañ diouti gant Stirner. Diskouezh a ra deomp ez eo kement stumm eus ar Stad ur gwask, bevenniñ a reont an den, zoken p’eo diskleriet, evel er Stad frankizour, evel ur gwarez da frankiz ha da levenez an den. Stirner a dag dreist-holl ar Stad demokratel ha frankizour hag a zo diazezet war kemer perzh ar bobl: ar geodedouriezh eo. Ar geodedouriezh a lakaa ar Stad dreist pep tra, ar Stad-se a zo skeudenn an den. Met ar Stad demokratel-se daoust ma tiskler kaout evel pal nemetañ frankiz an den a bevenn ar frankiz-se en ur grouiñ deverioù keodedel : " servijout a zo bezañ dieub, ar ar servijour sentus setu an hini dieub! Ha setu kaozioù toull, diotachoù." Ne dalv ket ar boan hunvreal, uhelveno ar Stad n’eo ket frankiz mab-den, n’eo ket e levenez met, met e lezel en un live izel evit ma vefe ar muiañ a dud par, pal ar stad a zo neuze ur gevredigezh stabil, un urzh gwirion, ur frankiz bevennet enebet eo diouzh an anarkiezh, diouzh ar rouestlder, diouzh an hinnielouriezh. Evel-se er stad liberal e ren ar « ratio » ha n’eus plas ebet evit an hinienn. Ar pep grevusañ n’eo ket ar sujidigezh a-enep diouti ez eus tu stourm atav, met an aotrouniezh skañv, en ur stad demokratel ez eo pilpous ha skoachet. En em silañ a ra ha gwakañ a ra an dud. An aotrouniezh a zo endalc’het enni : an archer, ar soudard, paotr an tailhoù, ar servij soudard… Stirner a lak war wel ar pezh eo ar velestradurezh : ur mekanik da ziskar an hinienn ha mezhekaa anezhi. Ar velestradureh a zo ar sitem e lec’h m’eo ar gwashañ ar hierakiezh, an implijidi a zo mezhekaet gant o renerien hag en em veñjiñ reont war an dud all. Pa ‘z eus ur gudenn ez eo atav dre fazi ar rener er burev e-kichenn pe ar sekretourezh.

Frankizouriezh sokial :

Bevañ a ra mab-den en ur gevrezdigezh, remerket en deus Stirner ar fed-se, met diskouezh a ra pegent gwaskus eo ar gevredigezh, zoken pa’z eo frankizour. Da gentañ penn e tiskouezh ez eo dalc’het eo an dud an eil gant egile. Klozañ a ra en ur ziskouez ez eo al labour talvoud pennañ ar gevredigezh, pinvidigezh al labour-se az a diwar-wel a dont a ra al labour-se da vezañ ur sujidigez. El levr Der Einzige und sein Eigentum ez eo skrivet : Ma vezez anveet breur gant ar c’homunour, ez eo peogwir eo e doare dezhañ da welet ar sul… m’az out lezirek ne vi ket un den ken evitañ, gwelout a raio ennout un den lezirek da vezañ tennet e leziregezh digantañ, da vezañ degaset da feiz gwirion al labour, a dre-se d’an tonkadur den. Endalc’het eo pep tra er gevredigezh, reoliañ ra al labour, perc’henn eo hi war pep-tra, renet eo pep tra ganti e keñver ezhommoù an dud. Klask ar frankiz en ur gevredigezh kreizennet start a gas d’ur beli nevez, hini ar gevredigezh, dre ma zleomp pep tra dezhi. Ar gevredigezh-mañ, a zo ur mestr nevez, ur spes nevez, un dreistzen nevez hag a c’houl diganeomp dever ha servij. An div werzhidigezh-se, ar stad frankizour hag ar gevredigezh frankizour a zo grevus-tre dre ma teuont eus ur youl araokour, diouzh ur soñj denelour ha dengarour, ar werzhigigezhioù gwashañ a guzh a drek ar ger frankizour.

Frankizouriezh denelour :

An denelouriezh a zo he fal degas an den d’e live uhelañ e keñver preder, sevenadur, lusk-buhez, ober a ra war-dro an den dre vras. Ur wech aet ar relijion diwar-wel ez eo krouet gant an denelouriezh un doue nevez hag a zo an den peurvad. Tagañ a ra Stirner an doare-se da welet, evitañ ez eo sujidigezh an hinienn d’an den peurvad, dreistkaeraet ; personelezh pep den a zo diverket a-benn tennañ d’ar skeudenn a savomp diouzh an den peurvad. " An denelour ne lez perzh prevez pe arbennik ebet d’an hinienn, n’en deus ket na soñj na sotoni prevez ken, lezet eo noazh. Magañ a ra an denelour kasoni diouzh kement perzh prevez a zo, hogen pep perzh prevez a zo un diazez d’an den." Evitañ : " An denelour hag a lak an den a-is d’ur skeudenn resis a nac’h perzhioù dibar an hinienn." Prouiñ a ra Stirner kement-mañ, gwasket eo an hinienn, sujet eo da gwerzhidigezhioù niverus : ar stad, ar gevredigezh, an denelouriezh. Hogen ne nac’h ket ar gevredigezh en he fezh, ezhomm a zo diouti, hervezañ a-benn d’an den kaout ur bod plijus.

Adperc’henniñ :

Diskouezet eo bet gant Stirner ez eo ar stad, e-pep stumm e vefe, ur gwasker. Hogen ar vuhez kevredigezhel a zo stumm naturel an den hag ez eo ret kavout un aozadur hag a lezfe d’an den ur frankiz divevenn. Ar pal da dizhout n’eo ket ur stad all (demokratel da skouer), met ur gevrat, un unaniezh atav distabil ha kemmet. Evit ma chomfe un hinienn dieub en un aozadur e c’houlenn Stirner ur stumm aozañ e lec’h m’eo emyoul pep perzhiad hag e lec’h m’en emgouestlont peogwir o deus ar c’hoant hag an ezhomm d’en ober ; an aozadur-se a vefe atav kemmus ha gwelaus evit pep hinienn hervez e interestoù. An aozadur a zo ivez un elfenn unaniñ, un doare da gejañ gant ar reoù all, evit Stirner ez eo ar stumm kevregigezhel gwelañ. Dre ma’z eo an eskemmoù etre an dud diazezet war gounidoù pep hini : N’eus etrezomp nemet un darempred, hini implij an ar profit, an interest… Ma’z an d’az kwelet gant un dremm seder evit da lakaat da vousc’hoarzin ez eo peogwir em eus gounid eus da vousc’hoarz hag ez eo va dremm o servijout va interestoù. Ar gevredigezh talvoudus nemeti a zo an hini a lezo an den mestr warnañ e unan, dieub e pep keñver, d’ober ar pezh en eus c’hoant hervez e barregezhioù. Bez en n’o an den an tu da choaz, kiriek e vo diouzh e oberennoù, e teufe a-benn pe ne teufe ket e afer eo! Pep tra zo keñveriet d’an hinienn evit m’en defe e blijadur gant ar pezh zo tro dro dezhañ.

Me va unan !

Adkemer a ra Stirner ar preder denelour ha dengarour evit displegañ e soñj diouzh an den ha diouzh ar Frankiz. Da gentañ-penn ez a a-enep d’ar preder denelour hag a sell ouzh dazont an den, evit Stirner an hinienn a tle bezañ eñ e unan : an den gwirion n’eo ket evitañ en dazont met en amzer vremañ, n’eo ket ur pal, un uhelveno a vez klasket e dizhout met, un boud, ur bezañs. Atav ez on me ME, e vefen klañv pe yac’h, kozh pe yaouank e vin atav ME ; rak me eo an den gwirion. Neuze ez eo dibar an den gant e varregezhioù hiniennel, hag alak anezhañ da vezañ eñ e unan. "An dud a zo evel ma dleont bezañ hag evel ma c’hellont bezañ ... An den n’eo ket e ment gant pep tra hogen ez on ar ment-se." E lodenn diwezhañ e oberenn e tizh Stirner penn pellañ e spered, tenet en eus an den diouzh ar fank denelour, prouet en deus dibarded an hinienn, e talvoudegezh gwirion en ur frankiz divevenn. Echuiñ a ra al levr gant ur bozenn pouezus a zo dav he brederiañ : En Unan e tistro an dalc’her d’ar c’hof krouer m’eo aet er maez dioutañ. Ar galv treuzwisket-se d’al lenner n’eo ket da gemer en un doare strizh met da geñveriañ, ha da brederiañ en hon keñver. Ni zo holl Unan, dibar dav eo adskrivañ ar frazenn-se, pep hini evitañ e unan. Ar stad n’en deus nemet ur pal : doñvaat, bevenniñ, sujañ an hinienn, he is-urzhiañ d’un dra hollek; n’hall dreistvevañ nemet keit ma n’eo ket an hinienn pep tra. Ar stad a zo ar brouenn da harzoù frankiz mab-den, d’e sklaverezh, d’e sujidigezh. Ne ginnig biskoaz ur stad reiñ ur frankiz klok d’an hinienn, e pal a zo atav e gounidoù. Ar pezh a zo liammetn d’e donkad. N’en em laopskomp ket touellet gant ar stad ; gwelomp ennañ ur spes, ur grouadur diouzh ar ME. Na c’houlomp ket digantañ gwirioù hag a zo deomp hepken. Tapomp harp war hor galloud ni. Ne c’houlennan ket a wir, neuze n’anavezan hini ebet anezho. Tapout a ran ar pezh on gouest da dapout, ar pezh ne dapan ket n’eo ket din n’eo ket em wir, n’on na lorc’hus na mezhus diouzh ma wir diwerzhus. En aozadur e c’hellez talvoudekaat da varregezhioù, ar gevredigezh avat a c’houl diganit, laeret e vez diganit da nerzh labour, enni e vevez evel unan emgar. En aozadur e vevez evel un den. An aozadur a vez diouti evidout ha drezout padal ez eo ar gevredigezh perc’henn warnout, ha ne ra vann diouzhit dre ma’z eu diouti hepdout. N’eo nemet adal ar mare ma’z on mestr warnon va unan ne glaskan ket war va lec’h ken, adal ar mare-mañ ez o da vat va berc’henniezh din me. Perc’henn on warnon neuze e implijan ac’hanon hag em eus plijadur diouzhin. Er c’hontrol n’hallan ket kaout plijadur diouzhin ma’z eo ret din kavout atav piv on ha lezel ar C’hrist a n’eo ket me mestr warnon, pe ur Me speredel all. Ni zo on daou ar stad ha me, enebourien. Pep stad a zo un diranelezh, e vefe tiranelezh unan pe meur a hini. Na glaskit ket e nac’hidigezh o fersonelezh ur frankiz hag a denno pep tra diouzhoc’h, klakit ac’hanoc’h o unan, o personelezh. Ra vefe pep hini diouzoc’h ur ME hollc’halloudus. An draoù nemeto n’hallan ket ober a zo ar re ne ran ket anezho gant ur spered dieub. Et sans doute une des plus Ar gwir az peus da vezañ ar pezh e c’hellez bezañ.

sellout ouzh

Roll ar brederourien alamanek