Gnassingbé Eyadéma : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: az:Qnassingbe Eyadema
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: eu:Étienne Gnassingbé Eyadema
Linenn 25: Linenn 25:
[[en:Gnassingbé Eyadéma]]
[[en:Gnassingbé Eyadéma]]
[[es:Gnassingbé Eyadéma]]
[[es:Gnassingbé Eyadéma]]
[[eu:Étienne Gnassingbé Eyadema]]
[[fi:Gnassingbé Eyadéma]]
[[fi:Gnassingbé Eyadéma]]
[[fr:Gnassingbé Eyadema]]
[[fr:Gnassingbé Eyadema]]

Stumm eus an 29 Kzu 2011 da 17:06

Gnassingbé Eyadéma (ganet Étienne Eyadéma e 1935 pe 1937, marvet d'ar 5 a viz C'hwevrer 2005) a oa ur soudard ha prezidant Togo adalek 1967 betek e varv.

Soudard e voe Eyadéma en arme gall e-pad 10 vloaz ha kemer a reas perzh e brezel Indochina hag e brezel Aljeria. Distreiñ a reas da Dogo e 1962 ha kemer perzh e taolioù-Stad 1963 (a-enep Sylvanus Olympio) ha 1967 (a-enep Nicolas Grunitzky). En em lakaat a reas da brezidant Togo d'ar 14 a viz Ebrel 1967. E 1969 e krouas an RPT (Rassemblement du Peuple Togolais), strollad politikel nemetañ ar vro. Addilennet e voe neuze e 1972, 1979 ha 1986. Meur a irienn a voe savet eneptañ e-korf e ren, en aner.

E penn kentañ ar bloavezhioù 1990, goude manifestadegoù a voe kaoz eus kantadoù a varvioù, e voe rediet da aotren strolladoù politikel all da ginnig tud en dilennadegoù. E 1993 hag e 1998 e voe addilennet adarre daoust ma oa amreizh an dilennadegoù. Goude bezañ cheñchet ar Vonreizh e c'hellas lakaat e anv adarre ha gounit dilennadegoù 2003. Mervel a reas d'ar 5 a viz C'hwevrer 2005 er c'harr-nij a gase anezhañ da Europa evit bezañ ospitalizet. E vab, Faure Gnassingbé, a voe lakaet e penn ar vro neuze.

Tamallet e voe dezhañ gwallgas Gwirioù Mab-Den gant meur a aozadur etrebroadel. Daoust da se e oa deuet mat gant holl brezidanted Bro-C'hall adalek de Gaulle betek Jacques Chirac.