Izelvroioù spagnol : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: lt:Ispanijos Nyderlandai
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Skeudenn:Espagnols.PNG|thumb|300px|right|An Izelvroioù ha [[Priñselezh Liège]] betek 1795<br> (al linenn ruz e-kreiz : an harzoù etre Izelvroioù ar C'hreisteiz hag ar Proviñsoù Unanet)]]
[[Skeudenn:Espagnols.PNG|thumb|300px|right|An Izelvroioù ha [[Priñselezh Liège]] betek 1795<br> (al linenn ruz e-kreiz : an harzoù etre Izelvroioù ar C'hreisteiz hag ar Proviñsoù Unanet)]]
'''Izelvroioù Spagnol''' a veze graet eus hollad ar proviñsoù a oa en em gavet e dalc'h an impalaer [[Karl V, impalaer santel|Karl V]]. War-lerc'h Karl V, impalaer Aostria ha roue Spagn, e tremenas an Izelvroioù e dalc'h e vab [[Fulup II (roue Spagn)|Fulup II]], roue Spagn. Chom a reas an Izelvroioù e dalc'h rouantelezh Spagn etre ar XVI{{vet}} hag an {{XVIIIvet kantved}}. En em ledañ a raent war ar pezh zo bremañ an [[Izelvroioù]], [[Belgia]], [[Luksembourg (bro)|Luksembourg]] ha hanternoz [[Bro-C'hall]].
'''Izelvroioù Spagnol''' a veze graet eus hollad ar proviñsoù a oa en em gavet e dalc'h an impalaer [[Karl V an Impalaeriezh Santel]]. War-lerc'h Karl V, impalaer Aostria ha roue Spagn, e tremenas an Izelvroioù e dalc'h e vab [[Fulup II (roue Spagn)|Fulup II]], [[roue Spagn]]. Chom a reas an Izelvroioù e dalc'h rouantelezh Spagn etre ar XVI{{vet}} hag an {{XVIIIvet kantved}}. En em ledañ a raent war ar pezh zo bremañ an [[Izelvroioù]], [[Belgia]], [[Luksembourg (bro)|Luksembourg]] ha hanternoz [[Bro-C'hall]].


==Istor==
==Istor==
Linenn 14: Linenn 14:
Chom a reas douaroù ar c'hreisteiz e dalc'h Spagn betek [[Emglev Utrecht]] e [[1713]]. Dre an emglev-se e tremenjont dindan ren Habsbourged Aostria. Adalek neuze e komzer eus an [[Izelvroioù aostrian]], betek [[1795]], pa voent aloubet gant [[Bro-C'hall]], gant armeoù ar [[Republik Kentañ]]. Neuze e voe graet [[Listenn departamantoù gall Belgia|departamantoù gall]] ganto.
Chom a reas douaroù ar c'hreisteiz e dalc'h Spagn betek [[Emglev Utrecht]] e [[1713]]. Dre an emglev-se e tremenjont dindan ren Habsbourged Aostria. Adalek neuze e komzer eus an [[Izelvroioù aostrian]], betek [[1795]], pa voent aloubet gant [[Bro-C'hall]], gant armeoù ar [[Republik Kentañ]]. Neuze e voe graet [[Listenn departamantoù gall Belgia|departamantoù gall]] ganto.


[[Priñselezh Liège]] ne oa ket e-barzh an Izelvroioù spagnol. E dalc'h eskob Liège e oa ha chom a reas dizalc'h betek [[1795]].
[[Priñselezh Liège]] ne oa ket e-barzh an Izelvroioù spagnol. E dalc'h eskob Liège e oa, ha chom a reas dizalc'h betek [[1795]] pa voe aloubet gant ar C'hallaoued.





Stumm eus an 29 Kzu 2011 da 16:13

An Izelvroioù ha Priñselezh Liège betek 1795
(al linenn ruz e-kreiz : an harzoù etre Izelvroioù ar C'hreisteiz hag ar Proviñsoù Unanet)

Izelvroioù Spagnol a veze graet eus hollad ar proviñsoù a oa en em gavet e dalc'h an impalaer Karl V an Impalaeriezh Santel. War-lerc'h Karl V, impalaer Aostria ha roue Spagn, e tremenas an Izelvroioù e dalc'h e vab Fulup II, roue Spagn. Chom a reas an Izelvroioù e dalc'h rouantelezh Spagn etre ar XVIvet hag an XVIIIvet kantved. En em ledañ a raent war ar pezh zo bremañ an Izelvroioù, Belgia, Luksembourg ha hanternoz Bro-C'hall.

Istor

An Izelvroioù en impalaeriezh Karl V

En Impalaeriezh Santel Roman e oa ar proviñsoù-se abaoe ur pennad dija pa zeujont da vezañ unanet dindan ren Karl V, a oa dug Bourgogn, impalaer Aostria ha roue Spagn. E Gent e oa bet ganet an impalaer e 1500. Ren a reas war ar Seitek Proviñs etre 1515 ha 1555. Mervel a reas Karl V d'ar 25 a viz Here 1555 ha d'e vab, Fulup e roas an aotrouniezh war an douaroù na oant ket en Aostria, an Izelvroioù ha Spagn en o zouez. Evel-se e teue an Izelvroioù da vezañ ur stad anezhi hec'h-unan stag ouzh kurunenn Spagn. Dre ma oa pinvidik marc'hadourien an Izelvroioù e oa bras talvoudegezh ar stad-se evit roue Spagn, brasoc'h en amzer-se eget douaroù Spagn pe Amerika !

Adalek 1531 e oa Brusel kêr-benn an Izelvroioù spagnol.

Buan a-walc'h e savas enebiezh etre an Izelvroiz ha Spagnoled, dindan ren Fuluup II. Tra ma oa Karl V un den ganet en Izelvroioù, e oa Fulup II, evit tud an Izelvroioù, un estrañjour, ganet ha desavet e Spagn. Ouzhpenn ar stourm ouzh kreizennadur Spagn e voe enebiezh ouzh katoligiezh Spagn gant ar brotestanted a oa stank e proviñsoù an hanternoz.

Kement-se a zisoc'has war Unaniezh Arras, etre proviñsoù ar c'hreisteiz, hag Unaniezh Utrechet etre proviñsoù an hanternoz, war Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz ha war dizalc'hidigezh Republik ar Seizh Izelvro Unanet, anvet ivez Proviñsoù Unanet, embannet e 1581.

Chom a reas douaroù ar c'hreisteiz e dalc'h Spagn betek Emglev Utrecht e 1713. Dre an emglev-se e tremenjont dindan ren Habsbourged Aostria. Adalek neuze e komzer eus an Izelvroioù aostrian, betek 1795, pa voent aloubet gant Bro-C'hall, gant armeoù ar Republik Kentañ. Neuze e voe graet departamantoù gall ganto.

Priñselezh Liège ne oa ket e-barzh an Izelvroioù spagnol. E dalc'h eskob Liège e oa, ha chom a reas dizalc'h betek 1795 pa voe aloubet gant ar C'hallaoued.