Baden (bro) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: az:Baden
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ar:بادن
Linenn 18: Linenn 18:


[[als:Baden (Land)]]
[[als:Baden (Land)]]
[[ar:بادن]]
[[az:Baden]]
[[az:Baden]]
[[be:Бадэн]]
[[be:Бадэн]]

Stumm eus an 25 Kzu 2011 da 19:38

Banniel Dugelezh-veur Baden (1891-1918)
Baden 1806–1945
Skoed-ardamez Dugelezh-veur Baden
Lec'hiadur Dugelezh-veur Baden en Impalaeriezh alaman

Baden zo ur stad istorel e mervent Alamagn, er reter d'ar stêr Roen. Emañ bremañ e land Baden-Württemberg.

Istor

Dont a reas Baden war wel en XIIvet kantved. Rannet e voe meur a wech a-hed ar c'hantvedoù hag unanet en-dro e 1771. Dont a reas da vezañ un dugelezh-veur pa voe divodet an Impalaeriezh Santel Roman alaman, e 1803-1806. Dizalc'h e chomas betek 1871, pa'z eas e-barzh an Impalaeriezh Alaman. Un dugelezh-veur e oa c'hoazh, betek dibenn ar Brezel-bed Kentañ e 1918. Neuze e teuas da vezañ ur republik, Republik Baden, e-barzh Republik Weimar, nevez-savet.

En-dro da stad Baden e oa Rouantelezh Bavaria ha dugelezh-veur Hessen en hanternoz, ar stêr Roen er c'hornôg he dispartie diouzh Elzas ha Pfalz, Suis a oa er c'hreisteiz, ha Württemberg er reter.

Goude an Eil Brezel-bed, e 1945, e voe krouet stadoù nevez gant an armeoù o doa aloubet Alamagn. Gant Bro-C'hall e voe krouet stad Baden (pe Südbaden), gant al lodenn greisteiz eus ar stad kozh, gant Freiburg im Breisgau da gêr-benn. Al lodenn hanternoz, aloubet gant arme Stadoù Unanet Amerika a voe bodet gant hanternoz Württemberg da vont d'ober stad Württemberg-Baden. Pep hini eus an div stad-se a zeuas da vezañ izili eus Republik Kevreadel Alamagn (Alamagn ar C'hornôg) pa voe savet e 1949.

E 1952 e voe unanet Baden gant Württemberg-Baden ha gant un trede stad, Württemberg-Hohenzollern (lodenn greisteiz Württemberg ha proviñs Hohenzollern), da vont d'ober stad nevez Baden-Württemberg. Bez' eo ar skouer nemeti eus un unanidigezh stadoù en istor Republik Kevreadel Alamagn.