Vergilius : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: af:Vergilius |
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: diq:Publiu Vergilius Maro |
||
Linenn 120: | Linenn 120: | ||
[[da:Publius Vergilius Maro]] |
[[da:Publius Vergilius Maro]] |
||
[[de:Vergil]] |
[[de:Vergil]] |
||
[[diq:Publiu Vergilius Maro]] |
|||
[[el:Βιργίλιος]] |
[[el:Βιργίλιος]] |
||
[[en:Virgil]] |
[[en:Virgil]] |
Stumm eus an 16 Kzu 2011 da 19:27
Publius Vergilius Maro (15 a viz Here 70 kent J-K - 21 a viz Gwengolo 19 kent J-K) anvet diwezhatoc'h Virgilius, a oa ur barzh roman klasel, aozour ar Bucolica, ar Georgica hag an Aeneis, ur meurgan a 12 levrenn a oa deuet da vout barzhoneg broadel an Impalaeriezh roman.
Ganet e oa e-kichen Mantova e Galia Cisalpina en amzer konsuliezh Crassus ha Pompeius, e ti bourc'hizien vihan. Konsuled e oa Crassus ha Pompeius adarre pa wiskas Vergilius toga an oad gour, c'hwezek vloaz diwezhatoc'h, e -54, en deiz en-eeun ma marvas Lucrecius. darn a wel aze un arouez, goude ma ne voe ket bras levezon oberour an De natura rerum war oberenn Vergilius e-skoaz hini Catullus, skrivagner Verona, un amezeg a anavezas moarvat, pe barzhed all a zo saludet gantañ en e v-Bucolica, evel Aemilius Macer (a c'hallfe bezañ Melibe ar Bucolica), C. Helvius Cinna, keneil da Gatullus, L. Varius Rufus, a voe embanner an Eneas, ha Q. Horatius Flaccus (Lycidas er Buc. 9 ?), a zo Horatius e vignon vras a raio animae dimidium meae, « an hanter eus ma ene » anezhañ. En yaouank ivez e skoulmas darempred gant Quintilius Varus, a vo ur skridvarnour meur (gwelout Hor. Odes, I, 24), ha Cornelius Gallus, a oa o vont da ziazezañ ar varzhoniezh a glemmganerezh e Roma.
Mervel a eure Vergilius en -19 e Brindisi. Lavaret e vez e karje bezañ devet e Aeneis.
Bucolica