Eured : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: hy:Հարսանիք
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.6.4) (Robot ouzhpennet: ro:Nuntă
Linenn 90: Linenn 90:
[[pl:Ślub]]
[[pl:Ślub]]
[[pt:Boda]]
[[pt:Boda]]
[[ro:Nuntă]]
[[ru:Свадьба]]
[[ru:Свадьба]]
[[sh:Vjenčanje]]
[[sh:Vjenčanje]]

Stumm eus an 9 Kzu 2011 da 22:54

An dud nevez gant o gwalinier.

An eured (pe eureud) zo ur fest a vez graet en-dro da zimeziñ daou bried, a zo vont da vevañ er stad a briedelezh.

Disheñvel eo an euredoù hervez ar broioù, ar pobloù, ar relijionoù, ha renk an dud er gevredigezh. E broioù zo e c'hoarvez an dimeziñ hervez lezenn a-raok deiz an eured, pa vez sinet ur baperenn hervez lezenn gant an daou bried nevez.

E Breizh, hervez ar c'hiz en Europa ar c'hornôg, e vez sinet ar baperenn ofisiel en ti-kêr da zeiz an eured, ha daou dest a vez o sinañ ivez.

Ar paotr-nevez a vez graet eus ar paotr o timeziñ, ar plac'h-nevez eus danvez e wreg. An dud-nevez a vez graet eus an daou bried.

Div lodenn a vez en eured eta:

  • an dimeziñ, al lid a vez graet
    • gant ur beleg er c'hevredigezhioù pe meteier relijiel
    • gant un den diveleg a-raok, pe war-lerc'h al lid relijiel, pe en e lec'h.
  • ar pred eured (anvet friko e Kerne-Izel) hag an diduamantoù a ya da-heul.
  • Gwelout: garigell ar plac'h nevez.

Eureudiñ e brezhoneg

  • Gallout a ra ar re a c'houlenn, ma anavezont ur c'huzulier-kêr a zo brezhoneger a-walc'h, bezañ dimezet e brezhoneg, da lavarout eo klevout ur gaoz ofisiel e brezhoneg. An traoù ofisiel avat, ar paperioù, ne vezont nemet e galleg.
  • Gallout a reer eureudiñ e brezhoneg en iliz ivez, ma kaver ur beleg a oar brezhoneg, rak gwall rouez int deuet da vezañ.

Euredoù a bep seurt

  • Pa veze un intañv pe un intañvez oc'h addimeziñ e veze graet cholori gwechall.


Skeudennoù