Jaber Al-Ahmad Al-Jaber Al-Sabah : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Add image from http://tools.wikimedia.de/~emijrp/imagesforbio/
D r2.7.2) (Robot kemmet: fr:Jaber al-Ahmad al-Sabah
Linenn 37: Linenn 37:
[[fa:جابر احمد الصباح]]
[[fa:جابر احمد الصباح]]
[[fi:Jabir al-Ahmad al-Jabir al-Sabah]]
[[fi:Jabir al-Ahmad al-Jabir al-Sabah]]
[[fr:Jaber Al-Ahmad Al-Sabah]]
[[fr:Jaber al-Ahmad al-Sabah]]
[[gl:Jaber Al Ahmad Al Jaber Al Sabah]]
[[gl:Jaber Al Ahmad Al Jaber Al Sabah]]
[[he:ג'אבר אל-אחמד אל-ג'אבר א-סבאח]]
[[he:ג'אבר אל-אחמד אל-ג'אבר א-סבאח]]

Stumm eus an 6 Kzu 2011 da 03:10

Jaber Al-Ahmad Al-Jaber Al-Sabah

D'an 29 Mezheven 1926 e oa ganet Cheic'h Jaber III al-Ahmad al-Jaber al-Sabah (جابر الأحمد الجابر الصباح). D'ar 15 Genver 2006 e varvas goude 28 vloaz e penn Koweit.

Un den lakaet yaouank e penn ar vro

E 1947 e oa bet fiziet kargoù uhel ennañ dija pa oa e penn ar surentez publik el lodenn eus ar vro emañ ar muiañ a eoul-maen enni.

E 1965 ez eas da gentañ Ministr hag e 1966 e voe priñs-hêr.

Prientiñ an dazont hep eoul-maen

E 1977 ez eas da benn ar vro. Klaset en deus adreizhañ ar vro war an dachenn ekonomikel dreist-holl (ha p'en defe klasket degas elfennoù bihan a zemokratelezh ivez evel krouiñ ur Parlamant, dister e c'halloudoù avat). Gantañ e voe divizet krouiñ ur Fond evit ar rummadoù da zont. 10% eus ar gounidoù deuet diwar an eoul-maen a yae d'e voueta bep bloaz. Rak-se ez eas kalz a arc'hant eus Koweit da Europa er bloavezhioù 80, e bed ar greanterezh dreist-holl.

Troc'h brezel Irak

Pouezus-kenañ e voe an arc'hant-mañ pa voe aloubet ar vro gant lu Irak d'ar 1añ Eost 1990. Cheic'h Jaber Al-Ahmed Al-Sabah a yeas en harlu gant an arc'hant a voe implijet evit arc'hantaouiñ donedigezh lu Stadoù-Unanet. Talvoudusoc'h c'hoazh e voe postet en arc'hant evit adsevel ar 700 puñs eoul-maen bet distrujet gant lu Saddam Hussein.


D'ar 14 Meurzh 1991 e tistroas er vro goude 7 mizvezh en harlu. N'en doa ket meizet penaos e oa en em zispaket nerzhioù politikel all e-keit-se (strolladoù lik hag islamek). E guzulier Cheic'h Sabah Al-Ahmed Al-Sabah koulz hag ar gwask lakaet gant Bill Clinton a zo kaoz ez eus deuet un nebeud adreizhadennoù demokratel (ar gwir evit ar maouezed da vont war ar renk ha da zilenn kannaded), war an diwezhat avat.


E 2001 e voe gwall baket gant un diwadenn-empenn.