Kiel (Alamagn) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot kemmet: eo:Kilo (urbo)
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: gd:Kiel
Linenn 55: Linenn 55:
[[fr:Kiel]]
[[fr:Kiel]]
[[frr:Kil]]
[[frr:Kil]]
[[gd:Kiel]]
[[he:קיל]]
[[he:קיל]]
[[hr:Kiel]]
[[hr:Kiel]]

Stumm eus an 1 Kzu 2011 da 18:42

Kiel

Kiel zo ur gêr eus hanternoz Alamagn, e land (stad) Schleswig-Holstein. Ouzhpenn 230 000 a dud zo o chom enni.

Diazezet e voe en XIIIvet kantved (etre ar bloavezhioù 1233 ha 1242 moarvat). E 1283 e teuas da vezañ unan eus kêrioù Kevre an Hansa ; e 1665 e voe savet ar skol-veur ; hag e 1895 e voe toullet Kanol Kiel etre ar Mor Baltel ha Mor an Hanternoz. Bremañ ez eo Kiel ur porzh-mor modern, e goueled fjord Kiel. Abaoe 1860 ez eo Kiel ar porzh brezel pouezusañ zo en Alamagn. Liammoù stank he devez Kiel gant porzhioù bras hanternoz Europa : Oslo (Norvegia), Göteborg (Sveden), Klaipėda (Lituania), Tallinn (Estonia), Turku (Finland), Kaliningrad ha Sant Petersbourg (Rusia).

Kanol Kiel, 98 kilometr he hed, a gas eus Kiel war ribl ar Mor Baltel da v-Brunsbüttel, e genoù ar stêr Elbe, war ribl Mor an Hanternoz.

Brudet eo kevezadegoù bigi-dre-lien Kiel (Kieler Woche). Eno ivez e oa bet aozet ar c’hevezadegoù bigi evit C'hoarioù Olimpek 1936 (C’hoarioù Berlin) ha re 1972 (München).

Tud vrudet

  • an tsar Pêr III Rusia a oa bet ganet e Kiel, mab d’un noblañs eus Schleswig-Holstein ha d’ur briñsez eus Rusia (Karl Peter Ulrich von Schleswig-Holstein-Gottorf e oa e anv, a-raok dezhañ mont da impalaer Rusia).
  • Ernst von Salomon, skrivagner alaman.

Kêrioù gevellet

Gevellet eo Kiel gant kêrioù :


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.