Bernabò Visconti : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
D r2.6.4) (Robot ouzhpennet: he:ברנבאו ויסקונטי |
||
Linenn 121: | Linenn 121: | ||
[[et:Bernabò Visconti]] |
[[et:Bernabò Visconti]] |
||
[[fr:Barnabé Visconti]] |
[[fr:Barnabé Visconti]] |
||
[[he:ברנבאו ויסקונטי]] |
|||
[[id:Bernabò Visconti]] |
[[id:Bernabò Visconti]] |
||
[[it:Bernabò Visconti]] |
[[it:Bernabò Visconti]] |
Stumm eus an 1 Kzu 2011 da 02:00
Bernabò Visconti, ganet e Milano e 1323 ha marvet e 1385 e Trezzo sull'Adda, a voe Aotrou Milano eus 1354 da 1385.
Un tirant kriz ha didrugar. Pan ae droug ennañ ne c'halle den tostaat dezhañ nemet e wreg, Beatrice Regina. Enebour d'an Iliz e oa ha ne felle ket dezhañ plegañ da aotrouniezh ar bibien. Difenn a reas ouzh hini ebet eus tud Milano kaout afer ouzh Curia Roma, gouarnamant ar bibien. Kemer a reas kêr Bologna digant an Iliz. Eskumunuget e voe en arbenn da se en 1363 gant ar pab Urban V a aozas ur brezel a-enep dezhañ.
E vuhez
Bernabò Visconti a oa trede mab Stefano Visconti ha Valentina Doria (1290-1359).
E dad, Stefano, a oa pempvet mab an aotrou Matteo Iañ Visconti. An tri breur, Matteo II Visconti, Galeazzo II Visconti ha Bernabò, a en em gavas, goude marvioù o eontr Galeazzo Iañ Visconti, o c'henderv Azzon, hag o daou eontr all Luchino Visconti ha Giovanni Visconti, o devoa renet o-daou e Milano, bezañ an diskennidi diwezhañ eus an tiegezh.
E miz Gouhere 1340 e kemeras perzh gant e vreudeur en irienn Francesco Pusterla hag uhelidi all, a-enep e eontred Giovanni Visconti ha Luchino Visconti a oa o paouez kemer lec'h o c'henderv Azzon Visconti. Disklêriet e voe an irienn, Luchino a gastizas an iriennerien, hag a lezas e nized.
En 1343 e c'hanas e serc'h Beltramola Grassi e vab kentañ, Ambroggio Visconti (1343-1373), ar c'hentañ bugel eus un aridennad hir, etre 28 ha 35 bugel a-hervez, da lavarout eo etre 13 hag 20 gant serc'hed, hag ar peurrest gant e wreg Beatrice della Scala. [1].
En 1346, goude un irienn all e rankas mont d'an harlu war un dro gant e vreudeur. Ha Bernabò kuit eus Milano da veajiñ dre Savoia, Flandrez, hag en Gall, ma voe ostizet e lez ar roue Fulup VI en 1348.
E miz Meurzh 1349, goude marv Luchiano Visconti, e voe galvet ar vreudeur gant o eontr an arc'heskob Giovanni Visconti, vikel an impalaer santel, hag en doa kemeret ar stur goude e vreur Luchiano Visconti, abalamour dezho da gemer perzh er gouarnamant, ha da gemer ar stur war e lerc'h.
D'ar 27 a viz Gwengolo 1350, e timezas e Verona da Reine della Scala (1331-1384), merc'h da Mastino II della Scala, aotrou Verona ha Vicence, ha Taddea.
D'ar 5 a viz Here 1354 e varvas Giovanni Visconti (arc'heskob) Giovanni Visconti ma teuas e dri niz Matteo II, Galeazzo II ha Bernabò da vezañ kenaotrouien kêr Milano goude rannañ etrezo an aotrouniezhioù e dalc'h kêr :
- da Vatteo II Piacenza, Lodi, Parma, Bologna, Pontremoli, Monza ha San Donnino[2].
- da C'haleazzo II Pavia, Como, Novara, Verceil, Asti, Alba, Tortona, Alessandria ha Vigevano.
- da Vernabò Bergamo, Brescia, Cremona, Soncino, Lonato ha Val Camonica.
Bernabò a lakaas kregiñ da sevel gwikadell Bergamo. D'ar 26 a viz Gwengolo 1355 e varvas Matteo II Visconti[3] ha Bernabò a gemeras gwikadelloù Lodi, Parma, Bologna, ha Pontremoli.
Goude dichekadennoù graet d'an impalaer santel Karl IV gant ar baotred Visconti e teuas Markward von Raudeck, vikel an impalaer, gant un arme dirak kêr Milano d'ar 4 a viz Here 1356. D'an 12 a viz Du e voe prizoniet vikel an impalaer gant soudarded Bernabò a oa renet gant Lodrisio Visconti, un niz da Mateo Iañ Visconti .
Bernabò a greñvaas ar palez San Giovanni in Conca hag a gaeraas an iliz heñvelanvet, [4]: en-dro dezhi e oa bet astennet palez an duged, ma servije da chapel gant ar re Visconti. Distrujet e voe e 1949.
En 1359 e klaskas Bernabò adkemer Bologna, a oa bet roet gant Giovanni Visconti d'Oleggio d'ar pab Inosant VI. Ha droug er pab, ma tamallas da Vernabo bout disivouder en Eost 1360. Bloaz goude eo an impalaer Karl IV a reas d'e vikel embann kondaonidigezh Bernabo.
E miz Gouhere 1361 e voe trec'het arme Bernabò e San Ruffillo[5] gant soudarded ar pab kaset gant Galeotto Malatesta. Un taol fall e voe: 700 den lazhet, 200 gloazet, 1300 prizoniad. [6] ha kollet teñzor an arme.
Bloaz goude, d'ar 14 a viz Here 1362, e voe lazhet Ugolino, mab da Guido Mantova, aotrou kêr Mantova, ha pried Catarina, merc'h da Matteo II Visconti, gant ar vreudeur. Diwar se e savas bec'h etre Mantova ha Bernabò .
Bec'h warnañ a bep tu, poent e oa da Bernabò cheñch penn d'ar vazh, ha setu eñ, e miz Kerzu 1362, da gas kannaded da-gaout ar pab da zibunañ kudenn Bologna gant skoazell ar roue gall.
E varv
Er vac'h e varvas Bernabò d'an 19 a viz Kerzu 1385, kontammet gant Gian Galeazzo , en devoa gortozet c'hwec'h vloaz evit kastizañ e eontr war-lerc'h e zichekadennoù kozh.
E vugale
Pemzek bugel en doe gant Regina della Scala :
- Taddea (war-dro 1351-1381) a zimezas , en 1364, da Étienne III Bavaria, Dug Bavaria-Ingolstadt
- Verde (war-dro 1352-war-dro 1414) a zimezas, en 1365, da Leopold III Habsbourg, dug Stiria
- Marco (1353-1382) a voe aotrou Parma a zimezas en 1367 da Isabella, merc'h da Frederig Bavaria-Landshut
- Ludovico (NC-1404), gouarnour Lodi, a zimezas en 1381 d'e geniterv Yolande, merc'h da Galeazzo II Visconti
- Rodolfo (1358-1388), aotrou Parma
- Carlo (1359-1403) aotrou Parma, a zimezas en 1382 da v-Béatrix, merc'h da Yann II an Tort , kont Armagnac ha da Jeanne de Périgord
- Antonia (1360-1405) a zimezas en 1380 da Eberhard III Wurtemberg
- Caterina (1360-1404) a zimezas en 1380 d'he c'henderv Gian Galeazzo Visconti a renas war-lerc'h Bernabò, hag a voe rejantez he mab Gian Maria Visconti eus 1402 da 1404, hag a varvas gant ar c'hontamm
- Valentina Visconti (1361-1393), pe Valenza (ca 1361-1393), a zimezas en 1378 da Pierre II de Lusignan, roue Kiprenez
- Agnese (war-dro 1362-1391) a zimezas en 1380 da Francesco Iañ Mantova, aotrou Mantova, a lakaas he dibennañ en 1391,
- Maddalena (1366-1404) a zimezas en 1381 da Friedrich von Bayern-Landshut
- Gianmastino (1370-1405) a voe aotrou Bergamo a zimezas en 1385 da g-Cleofe, merc'h da Antonio Iañ della Scala, aotrou Verona,
- Lucia (1372-1424) a zimezas en 1407 da Edmund Holand, 4e kont Kent,
- Elisabetta (war-dro 1374-1432) a zimezas en 1395 da Ernst Iañ Bavaria, dug Bavaria
- Anglesia (NC-1439) a zimezas en 1400 da Janus Lusignan, roue Kiprenez, hag a gasas anezhi kuit war-dro 1407, dre ma ne c'hane bugel ebet.
Gant maouezed all, serc'hed pe nann, [7] hag a-raok e eured da Beatrice Regina en doe etre 13 hag 20 bugel bastard a voe anavezet gantañ. Darn anezho a voe brudet, evel :
- Ambroise (1343-1373) a voe gouarnour Pavia ha condottiero evit e dad
- Estorre (1346-1413) a gemeras ar galloud e Milano, e Mae 1412, pa varvas an dug Gian Maria Visconti hag a voe distroadet, peder sizhun goude, e Mezheven, jugant Filippo Maria Visconti
- Sagramoro (NC-1385) a voe aotrou Brignano, hendad tiegezhioù konted Sezze (echuet en 1716), markizien San Giorgio (echuet en 1724), des seigneurs de Brignano (extinction en 1764), konted Saliceto (echuet en 1924) ha markizien Borgoratto (echuet en 1787).
Liammoù
Notennoù
- ↑ ((it) Storia di Milano et (en) Foundation for Medieval Genealogy)
- ↑ "San Donnino" zo ur c'harter hiziv e mervent Modena (Emilia-Romagna).
- ↑ En he zestamant e skrivo Valentina Doria, mamm an tri c'henaotrou, eo sur e voe lazhet Matteo gant e vreudeur. ((it) Storia di Milano)
- ↑ Distrujet e voe an iliz en 1162 gant Frédéric Barberousse hag adsavet en XIIIvet kantved.
- ↑ Hiziv eo deuet San Ruffillo da vezañ ur c'harter eus gevred kêr Bologna (e rannvro Emilia-Romagna), hogen neuze e oa ur c'hreñvlec'h eno.
- ↑ Source : (it) Buhezioù condottiere Italia etre 1330 ha 1550.
- ↑ E-touez serc'hed Bernabò e oa Beltramola Grassi, Beltameda Cassa, Montanina de Lazzari, Giovanolla Montebretto, Donnina Porro ha Caterina di Cremona.