Sandhi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: jv:Sandhi
Linenn 50: Linenn 50:
[[fr:Sandhi]]
[[fr:Sandhi]]
[[gl:Sandhi]]
[[gl:Sandhi]]
[[hi:सन्धि (व्याकरण)]]
[[hi:संधि (व्याकरण)]]
[[id:Sandhi]]
[[id:Sandhi]]
[[ja:連音]]
[[ja:連音]]

Stumm eus an 26 Du 2011 da 05:57

Graet e vez sandhi (diwar ar sañskriteg संधि 'saṃdhi'; "liamm") gant ar yezhadurourien (da heul re India) eus kemmadurioù fonetikel a c'hoarvez gant ar soniadoù e degouezhioù 'zo. Arabat kemmeskañ ar c'hemmadurioù a c'hoarvez e brezhoneg hag e yezhoù all diwar abegoù yezhadurel hag ar sandhioù a c'hoarvez diwar abegoù fonetikel.

Pa c'hoarvez ar sandhioù e penn kentañ pe e dibenn ar gerioù e vez graet diavaez anezho ha pa c'hoarvezont e diabarzh ar gerioù e vez graet diabarzh anezho.

Sandhioù sañskritek

Renablet ha studiet pizh e oa bet ar sandhioù sañskritek hag ar reolennoù a ren anezho abaoe ouzhpenn 2500 vloaz 'zo e yezhadur Pānini (astādhyāyī). Lod anezho a zo heñvel e brezhoneg hag e sañskriteg.

Sandhioù brezhonek

Sandhioù diavaez

  • Pa vez heuliet kensonenn dibenn ur ger gant ur vogalenn e teu, dre vras, ar gensonenn-se da vezañ mouezhiet:
    • "Ramp eo" a vez distaget "ramb eo";
    • "Mat eo" a vez distaget "Mad eo";
    • "Plijus eo" a vez distaget "Plijuz eo".

Nemedennoù:

  • Ar gerioù a echu gant "s" + kensonenn a chom divouezh:
    • "Prest eo" a vez distaget prest eo
    • "Fresk int" a vez disgaet fresk int.


  • E degouezhioù 'zo e c'hell div gensonenn kichen-ha-kichen kaletaat (dont da vezañ divouezh):
    • "Pemp bloaz" a vez distaget "Pemp ploaz";
    • "dek gwenneg" a vez distaget "dek kwennek".
    • "ed-du" a vez distaget "etu".
    • "Me gav din" a vez distaget "Me gaf tin".

Sandhioù diabarzh

Gallout a reer kavout sandhioù diabarzh e brezhoneg pa vez savet gerioù diwar meur a elfenn, ur rakger hag ur wrizienn da skouer.
Skouerioù:

Sandh tonennel

Sandhioù a c'hell c'hoarvezout gant tonennoù daou c'her kichen-ha-kichen. Graet e vez sandhioù tonennel anezho.

Gwelit ivez: