Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: zh-classical:世界人權宣言
Linenn 111: Linenn 111:
[[mr:मानवाधिकाराचे वैश्विक घोषणापत्र]]
[[mr:मानवाधिकाराचे वैश्विक घोषणापत्र]]
[[ms:Perisytiharan Hak Asasi Manusia Sejagat]]
[[ms:Perisytiharan Hak Asasi Manusia Sejagat]]
[[mwl:Declaraçon de ls Dreitos de la Criança]]
[[mwl:Declaraçon Ounibersal de ls Dreitos Houmanos]]
[[my:အပြည်ပြည်ဆိုင်ရာ လူ့အခွင့်အရေး ကြေငြာစာတမ်း]]
[[my:အပြည်ပြည်ဆိုင်ရာ လူ့အခွင့်အရေး ကြေငြာစာတမ်း]]
[[new:मानवअधिकार सम्बन्धि राष्ट्रसंघया विश्वव्यापी घोषणा]]
[[new:मानवअधिकार सम्बन्धि राष्ट्रसंघया विश्वव्यापी घोषणा]]

Stumm eus an 24 Du 2011 da 17:47

Eleanor Roosevelt o tiskouez Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den e spagnoleg.

Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den zo un disklêriadur degemeret gant Emvod-meur ar Broadoù Unanet d'an 10 a viz Kerzu 1948 e Pariz. Gwirioù mab-den diazez a zo anavezet gantañ. John Peters Humphrey, Eleanor Roosevelt ha René Cassin a voe e bennoberourien.

Disklêriañ a ra an destenn-mañ gwirioù diazez an den, o anaoudegezh hag o douj gant al lezenn. N'eus redi gwirel ebet ennañ avat, n'eo nemet un embann gwirioù.

Koulskoude e voe degemeret gant 48 stad diwar 56. N'eus stad ebet he doa disklêriet e oa a-enep, hag eizh deusouto o doa abstenet. En o zouez Suafrika an apartheid a nac'has anavezout gwir ar c'hevatalder hep derc'hel kont eus ar ganidigezh pe ar ouenn. Arabia Saoudat a nagennas ar c'hevatalder etre paotred ha merc'hed. Absteniñ a reas Polonia, Tchekoslovakia, Yougoslavia ha Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (Rusia, Ukraina, Belarus) ablamour ne oant ket a-du gant termenadur pennreolenn an hollvedelezh er mellad 2 dilinennad 1. Kavout a reer ivez stadoù Yemen ha Honduras.

Kavet e oa abeg en disklêriadur-mañ gant Jeane Kirkpatrick. Ur stourmerez amerikan evit ar gwirioù keodedel e oa. Diskuliañ a reas pilpouzerezh ar bolitikourien ha keñveriañ a reas disklêriadur hollvedell gwirioù-mab-den d'al lizher da zad Nedeleg.

Testennoù all evit klokaat anezhañ

Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den ne dalv redi ebet. Fellet eo bet da emvod-meur an ABU eta sevel ur Garta ar gwirioù mab-den a vije redius. Krouet e oa ur bobad ar gwirioù mab-den evit skrivañ homañ, da vare ar brezel yen. Div destenn a zeuas war-wel : ar Feur-emglev etrebroadel war ar gwirioù armerzhel, sokial ha sevenadurel hag ar Feur-emglev etrebroadel war ar gwirioù keodedel ha politikel.

60vet deiz-ha-bloaz e 2008

Da geñver 60vet deiz-ha-bloaz an disklêriadur e oa bet divizet gant stadoù european zo oberiañ ur pezh 2 euro.

Un eilad eus an disklêriadur a oa bet kaset d'an Egorlec'h Etrebroadel d'an 14 a viz Du 2008, en Arnodva European Columbus.

Gwelet ivez

Daveoù

Liammoù diavaez