Inizi Maluku : diforc'h etre ar stummoù
D r2.6.4) (Robot kemmet: es:Islas Molucas |
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: be:Малукскія астравы |
||
Linenn 16: | Linenn 16: | ||
[[ace:Pulo-pulo Maluku]] |
[[ace:Pulo-pulo Maluku]] |
||
[[ar:جزر الملوك]] |
[[ar:جزر الملوك]] |
||
[[be:Малукскія астравы]] |
|||
[[bg:Молукски острови]] |
[[bg:Молукски острови]] |
||
[[bs:Molučka ostrva]] |
[[bs:Molučka ostrva]] |
Stumm eus an 22 Du 2011 da 07:51
An inizi Maluku (pe Molukez) zo inizi en Indonezia, e reter an enezeg. Emaint er reter da Sulawesi, er c'hornôg da C'hinea Nevez hag en norzh da enez Timor.
Enezennoù bihan eo an darn vrasañ anezho ; gorread an hollad anezho zo war-dro 74 505 km² hag annezet e oant gant 1 895 000 a dud e 2000. War ul lodenn vat eus an enezennoù ez eus menezioù-tan ha lod anezho o tarzhañ ur wech an amzer.
Istor
E-pad kantvedoù e voe an inizi Maluku ul lodenn eus Indez Nederlandat ar Reter, en Impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù. Lesanvet e oant "Inizi ar Spisoù" en amzer-hont, dre ma veze tennet kalz a graoñ-muskadez anezho.
Er bloavezhioù 1950, pa oa deuet Indonezia da vezañ dizalc'h diouzh an Izelvroioù e voe un emsav a c'houlenne dizalc'hiezh inizi Maluku ar Su diouzh Indonezia. Evit tec'hout diouzh an emgannoù etre an dizalc'herien hag arme Indonezia ez eas tud da repuañ d'an Izelvroioù ha niverus a-walc'h eo o diskennidi er vro-se.
Etre 1950 ha 1999 e oa eus an enezeg ur rannvro eus Indonezia, met e 1999 e voe rannet etre div rannvro : Maluku, en-dro da enez Ambon, ha Norzh Maluku, en-dro da enez Halmahera. Etre 1999 ha 2002 e voe, meur a wech, emgannoù kalet etre kristenien ha muzulmiz en enezeg. Abaoe e seblant an traoù bezañ siouloc'h.