Galated : diforc'h etre ar stummoù
reizhañ kemmadurioù ha doare-skrivañ |
D reizhadennoù |
||
Linenn 6: | Linenn 6: | ||
==Krouidigezh Galatia== |
==Krouidigezh Galatia== |
||
Ul lu Kelted eus Galia a aloubas [[Makedonia]] ha [[Bro-C'hres]] goude bezañ chomet ur prantadig e Galia e-tal an [[Alpoù]] hag a dreuzas an [[Hellespontos]] goude bezañ preizhet pinvidigezhioù bras [[templ]]où [[Delfos]], ur veaj a voe graet an [[Ergerzhadeg vras]] eus outañ. Dindan urzhioù Luterios ha Leonorios e tizhjod Azia-Vihanañ pa oant bet kouviet da zont enni gant roue [[Bitinia]], [[Nikomedes Ia{{ñ}}]] evit ma lakint da ziarbenn ar roue seleukour [[Antiokios I{{añ}}]].<br> |
Ul lu Kelted eus Galia a aloubas [[Makedonia]] ha [[Bro-C'hres]] goude bezañ chomet ur prantadig e Galia e-tal an [[Alpoù]] hag a dreuzas an [[Hellespontos]] goude bezañ preizhet pinvidigezhioù bras [[templ]]où [[Delfos]], ur veaj a voe graet an [[Ergerzhadeg vras]] eus outañ. Dindan urzhioù Luterios ha Leonorios e tizhjod Azia-Vihanañ pa oant bet kouviet da zont enni gant roue [[Bitinia]], [[Nikomedes Ia{{ñ}}]] evit ma lakint da ziarbenn ar roue seleukour [[Antiokios I{{añ}}]].<br> |
||
Trec'het gantañ e yeas ar Gelted e takadoù [[menez]]iek uhelañ e Reter [[Frigia]] a voe roet anv Galatia diwarno. Ar [[prinselezh]] nevez en doa harzoù gant [[rouantelezh ar Pontos]] hag hini [[Paflagonia]] e [[Norzh]], [[Kapadokia]] e [[Reter]], [[rouantelezh Pergam]] e Su hag hini Bitinia e [[Kornôg]]. Pa oa disheñvel o [[renad]] eus hini o amezeien e veze graet ''Kumuniezh ar C'halated'' eus o zri fobl. (''Koinon Galatôn'' e [[gresianeg]] ha [[Commune Galatarum]] e [[latin]]). Graet o doa o annez e [[kastell-kreñv|kastellioù-kreñv]] nepell eus ar c' |
Trec'het gantañ e yeas ar Gelted e takadoù [[menez]]iek uhelañ e Reter [[Frigia]] a voe roet anv Galatia diwarno. Ar [[prinselezh]] nevez en doa harzoù gant [[rouantelezh ar Pontos]] hag hini [[Paflagonia]] e [[Norzh]], [[Kapadokia]] e [[Reter]], [[rouantelezh Pergam]] e Su hag hini Bitinia e [[Kornôg]]. Pa oa disheñvel o [[renad]] eus hini o amezeien e veze graet ''Kumuniezh ar C'halated'' eus o zri fobl. (''Koinon Galatôn'' e [[gresianeg]] ha [[Commune Galatarum]] e [[latin]]). Graet o doa o annez e [[kastell-kreñv|kastellioù-kreñv]] nepell eus ar c'hêrioù a oa chomet ar gresianeg yezh o annezerien. |
||
==Framm politikel ar Galated== |
==Framm politikel ar Galated== |
||
Linenn 16: | Linenn 16: | ||
==Yezh== |
==Yezh== |
||
Anv |
Anv zo en oberennoù [[klasoù|skrivagnerien klasel]] zo eus ar yezh komzet gant ar C'halated hag a seblant bezañ bet ur rann eus hini ar C'halianed, rak skrivañ a rae [[sant Yerom]] (347-420) e komze ar C'halated ar galianeg c'hoazh hag e oa heñvel o yezh ouzh hini tud [[Trier]] ([[Alamagn]] hiziv). |
||
Meur a anv galat a zo |
Meur a anv galat a zo galianek e furm, met ober a raent gant titloù gresianek pa oa meur a c'hresian o chom en o bro. War-dro 120 termen a zo bet kavet pe el lennegezh klasel pe en enskrivadurioù. An darn-vuiañ a zo anvioù-tud. |
||
==Gwelout== |
|||
* [[galateg]]. |
|||
Stumm eus an 8 Gen 2007 da 05:09
Ar C'halated a zo bet un nebeut pobloù kelt a yeas d'ober o annez e-kreiz Azia-Vihanañ en Henamzer hag o annez nevez a zo bet anvet Galatia e-pad kantvedoù betek dibenn an impalaeriezh roman. O c'hêr-benn, relijiel d'an nebeutañ, a zo bet Ankira, deuet da vezañ Ankara, kêr-benn Turkia hiziv. Evit ar C'hresianed hag ar Romaned e vezent gwelet evel Galianed.
Krouidigezh Galatia
Ul lu Kelted eus Galia a aloubas Makedonia ha Bro-C'hres goude bezañ chomet ur prantadig e Galia e-tal an Alpoù hag a dreuzas an Hellespontos goude bezañ preizhet pinvidigezhioù bras temploù Delfos, ur veaj a voe graet an Ergerzhadeg vras eus outañ. Dindan urzhioù Luterios ha Leonorios e tizhjod Azia-Vihanañ pa oant bet kouviet da zont enni gant roue Bitinia, [[Nikomedes IaPatrom:Ñ]] evit ma lakint da ziarbenn ar roue seleukour [[Antiokios Iañ]].
Trec'het gantañ e yeas ar Gelted e takadoù meneziek uhelañ e Reter Frigia a voe roet anv Galatia diwarno. Ar prinselezh nevez en doa harzoù gant rouantelezh ar Pontos hag hini Paflagonia e Norzh, Kapadokia e Reter, rouantelezh Pergam e Su hag hini Bitinia e Kornôg. Pa oa disheñvel o renad eus hini o amezeien e veze graet Kumuniezh ar C'halated eus o zri fobl. (Koinon Galatôn e gresianeg ha Commune Galatarum e latin). Graet o doa o annez e kastellioù-kreñv nepell eus ar c'hêrioù a oa chomet ar gresianeg yezh o annezerien.
Framm politikel ar Galated
An tri fobl a zo an Dektosaged o doa Ankira evel kêr-benn (Ankara hiziv), an Dolistobogied o doa teir c'heoded pennañ, Pessinos, Gordion ha Tolistotoka hag an Drokmed dezho ar c'heodedoù Tavion hag Ekkobriga. Renet e oa pep pobl gant ur pederbeli (tri fenn bras evit gwir) : ur penn (an arc'hontos), ur barner (dikastes) hag ur jeneral gant daou ofiser (stratophylax ha hypostratophylax).
Ur c'hevredad riezoù brezelour dindan ur brientinelezh milour e veze Kumuniezh ar C'halated. Hervez Strabo, ar " bederveliourien" (tetrarc'hontes) ha 300 ezel ar C'huzul en em vode en ul lec'h digor, nepell diouzh Ankara, anvet Drunemeton ("Neved an derv pe an drouized" marteze, sell Nemeton). El lec'h sakr-se, an neved, e veze dalc'het al lezvarn kastiz gant an 300 kuzulier evel barnerien hag eno e veze graet an aferioù. Tennañ e raent splet eus ar sevel-loened, met e sachent muioc'h a binvidigezhioù eus an ergerzhadegoù, ar preizhata hag arc'hant an dasprenoù . Brudet e vezent evit bezañ goprsoudarded taer ha kriz. Kemeret o deus perzh e brezelioù diehan e veze e Azia-Vihanañ ha ne voent ket plijet pa gouezhjod dindan beli [[Pharnakes Iañ]], roue ar Pontos etre -181 ha -179.
Aloubet eo bet Galatia gant Roma e - 189, lakaet dindan statud ur broviñs e - 64 ha staget ouzh an impalaeriezh roman e - 25. Asantet o deus mat bezañ enkorfet er riez roman hag e vez anavezet darn buhez an impalaer Aogust diwar enskrivadurioù war un templ nepell diouzh Ankara. E penn an hoalad kristen e vez degaset ar relijion kristen ha savet un aozadur, iliz Galatia ha Saul Tarsia, deuet da vezañ an abostol sant Paol, a skrivas dezhi ul lizher a gaver er Nevez testamant hiziv (Lizher d'ar C'halated).
Yezh
Anv zo en oberennoù skrivagnerien klasel zo eus ar yezh komzet gant ar C'halated hag a seblant bezañ bet ur rann eus hini ar C'halianed, rak skrivañ a rae sant Yerom (347-420) e komze ar C'halated ar galianeg c'hoazh hag e oa heñvel o yezh ouzh hini tud Trier (Alamagn hiziv). Meur a anv galat a zo galianek e furm, met ober a raent gant titloù gresianek pa oa meur a c'hresian o chom en o bro. War-dro 120 termen a zo bet kavet pe el lennegezh klasel pe en enskrivadurioù. An darn-vuiañ a zo anvioù-tud.
Gwelout