Gresianeg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: kv:Эллин кыв
Linenn 175: Linenn 175:
[[sw:Kigiriki]]
[[sw:Kigiriki]]
[[szl:Grecko godka]]
[[szl:Grecko godka]]
[[ta:கிரேக்க மொழி]]
[[ta:கிரேக்கம் (மொழி)]]
[[te:గ్రీక్ భాష]]
[[te:గ్రీక్ భాష]]
[[tg:Забони юнонӣ]]
[[tg:Забони юнонӣ]]

Stumm eus an 15 Du 2011 da 13:04

Gresianeg
(Elliniká, Ελληνικά)
Perzhioù
Komzet e : Gres, Kiprenez, Albania, Turkia, Italia
Rannved :
Komzet gant : 15 000 000
Renkadur : goude 74
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Gres, Kiprenez, Unaniezh Europa
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 el
ISO 639-2 gre, ell
ISO 639-3
Kod SIL ELL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar gresianeg (Ελληνικά, gregaj ha gresim a vez implijet ivez evit envel ar yezh-se) a zo ur skourr eus ar yezhoù indezeuropek en-e-unan. Studiet eo bet e istor diwar teulioù skrivet 3 500 bloaz zo hag ez int lod ar roudoù skrivet koshañ a c'heller kavout evit ur yezh indezeuropat. Komzet e vez gant 15 milion a dud, an darn vuiañ e Bro-C'hres ha e Kiprenez, met gant kumuniezhioù Gresianed divroet ivez.

Skrivet e vez ar gresianeg gant al lizherenneg c'hresianek, al lizherenneg wir kentañ zo bet er bed hag eo tad d'al latin ha d'al lizherenneg kirillek.

Istor

Komzet ez eus bet gresianeg e Ledenez ar Balkanoù adalek an eil milved kent Jezuz-Krist evel m'eo bet lakaet war wel pa oa bet diskoachet tablezennoù al Linenneg B eus 1500 kent Jezuz-Krist. Koulskoude n'eus ket liamm ebet etre al Linneneg B hag al lizherenneg c'hresian hag hemañ a zeu eus al lizherenneg fenikian, doare-skrivañ an abjad (war-dro 1000 kent Jezuz-Krist). N'eus ket bet kalz a cheñchamant abaoe.

Dre voaz e vez rannet istor ar gresianeg etre ar mareoù-mañ :

  • Gresianeg mikenat, yezh ar sevenadur mikenat a weler skrivet gant al Linennek B
  • Henc'hresianeg da gentañ ar gresianeg kozh-bras ha goude e teu ar gresianeg klasel. Hemañ a zo bet studiet koulz gant tud ouiziek ar bed muzulmat ha gant re Europa abaoe ar Grennamzer.
  • Gresianeg hellenistel (gresianeg ar c'hoine pe ar c'hoine a vez graet anezhañ ivez - koine = "boutin"). Ur yezh c'hresianek boutin hag etrebroadel, an hini kentañ a zo bet, hag a zo deuet eus teuziadur an atikeg, rannyezh Aten gant rannyezhoù all. Deroù ar yezh voutin a c'heller adkavout diwar heñchadurioù armeoù Aleksandr Veur hag emdroadur an tiriadoù en deus aloubet. Pa renas ar sevenadur hellenistel en rn niver brasoc'h a vroioù e veze komzet ar c'hoine eus an Egipt betek harzoù an Indez.
  • Goude trec'h ar Romaned war Vro-C'hres e renas an divyezhegezh e Roma hag e meur a diriadoù an Impalaeriezh roman. Ar gresianeg boutin a zeuas da vezañ un eil yezh nann-ofisiel a gomze meur a zen, uhel pe izel, pe evel yezh kentañ pe evel eil yezh. Liammet eo ar gresianeg boutin gant deroù ar Gristeniezh peogwir eo bet skrivet an Testamant nevez gantañ hag e seblant e prezege an Abostoled e gresianeg , darn anezho gant un anv gresianeg (Kephas (Pêr), Mazias, Taddeos). Anvioù all a vez roet d'ar yezh hellenistel : rannyezh Aleksandria, gresianeg goude-klasel ha gresianeg an Testamant nevez ivez.
  • Gresianeg ar Grennamzer

ur c'hendalc'h d'ar c'hoine eo bet ar yezh ofisiel ha vernakular a veze komzet en Impalaeriezh Bizantion e-pad ar Grennamzer. Anvet e vez gresianeg Bizantion ivez.

  • Gresianeg modern: Emdroad ar gresianeg modern diwar ar gresianeg boutin a c'hell bezañ adkavet adalek deroù ar Grennamzer.

Da vezañ kendalc'het

Patrom:Liamm PuB