Maouez : diforc'h etre ar stummoù
→Ar benvegad engehentiñ: Restr:Scheme_female_reproductive_system-br.svg |
D →Ar benvegad engehentiñ: liammoù |
||
Linenn 10: | Linenn 10: | ||
Er benvegad-engehentiñ emañ: |
Er benvegad-engehentiñ emañ: |
||
* ar [[ |
* ar [[forzh]] (ferzhier el liester), ennañ ar [[muzelloù (reizh)]]-traoñ, an [[ellig]], hag ar [[kan-troazhañ|c'han-troazhañ]]); |
||
* ar [[gouhin]], zo benveg ar [[parañ]] |
* ar [[gouhin]], zo benveg ar [[parañ]]; |
||
* ar [[mammog]], zo un benvegad a ziwall ar [[krouell|grouell]], ha war un dro ur [[kigenn|gigenn]] a labour da vountañ ar bugel e-maez korf e vamm da vare ar [[gwilioud]] |
* ar [[mammog]], zo un benvegad a ziwall ar [[krouell|grouell]], ha war un dro ur [[kigenn|gigenn]] a labour da vountañ ar bugel e-maez korf e vamm da vare ar [[gwilioud]]; |
||
* ar [[viell]]où, a daol [[hormon]]où, ha [[gamet]]où (anvet [[vi]]où) a ya da veskañ gant gametoù ar baotred ([[sper]]) a-benn [[engehentañ]]... |
* ar [[viell]]où, a daol [[hormon]]où, ha [[gamet]]où (anvet [[vi]]où) a ya da veskañ gant gametoù ar baotred ([[sper]]) a-benn [[engehentañ]]... |
||
Stumm eus an 14 Du 2011 da 18:33
Ar maouezed (pe merc'hed) eo ar rann eus gouenn an dud a c'hall dougen bugale, hag a zo brasoc'h o niver eget hini ar rann all, ar wazed (pe ar baotred), war an douar.
Pa vez yaouankoc'h e vez graet plac'h pe merc'h eus ur vaouez peurvuiañ. Pa vez koshoc'h e vez lavaret gwrac'h a-wechoù. Pa gomzer outi e vo lavaret pe dimezell pe itron.
Ar benvegad engehentiñ
Er benvegad-engehentiñ emañ:
- ar forzh (ferzhier el liester), ennañ ar muzelloù (reizh)-traoñ, an ellig, hag ar c'han-troazhañ);
- ar gouhin, zo benveg ar parañ;
- ar mammog, zo un benvegad a ziwall ar grouell, ha war un dro ur gigenn a labour da vountañ ar bugel e-maez korf e vamm da vare ar gwilioud;
- ar vielloù, a daol hormonoù, ha gametoù (anvet vioù) a ya da veskañ gant gametoù ar baotred (sper) a-benn engehentañ...
Korfadurezh
Ar par eo ar paotr, pe ar gwaz, ar barez eo ar verc'h, pe ar vaouez.
- Bihanoc'h e vez ar merc'hed eget ar baotred peurvuiañ, ha n'eo ket ken kreñv o c'higennoù. Dre-se e vezont skañvoc'h.
- Nebeutoc'h a vlev zo war o dremm hag o c'horf.
- Uheloc'h eo mouezh ar merc'hed eget hini ar baotred.
- D'ar verc'h ez eus daou gromozom XX, d'ar paotr daou gromozom XY. Disheñvel eo hormonoù ar verc'h diouzh re ar paotr. Progesteronoù hag oestrogenoù eo hormonoù ar vaouez.
- Disheñvel eo benvegad engehentiñ ar verc'h diouzh hini ar paotr, evel evit ar bevien all.
- D'an oad kaezour e teu disheñvelderioù all: ment ar bronnoù, ledander an divlez.
Ar merc'hed er gevredigezh
Abaoe ar ragistor ez eo bet lakaet ar merc'hed, evel ar baotred, en ul lec'h resis er gevredigezh.
E kevredigezhioù chaseourien eo ar merc'hed a zastume al louzeier ha frouezh tra ma oa labour ar baotred degas kig, ma kred hiriv da lod eo gant ar merc'hed eo deuet al labour-douar.
Bruderezh
Gant tud ar bruderezh e vez implijet ar maouezed da vrudañ marc'hadourezh. Korf ar maouezed a vez implijet alies da werzhañ dilhad, met ivez kirri-tan d'ar wazed.
Gerioù all
A-wezhoù e vez implijet an termen dismegañsus "gwrac'h" evit komz eus maouezed kozh, dreist-holl evit ober goap gant paotred.
Ar ger gwrac'h n'eo ket dismegañsus dre natur, nemet e pennoù tud zo.
Da lenn
- Olympe de Gouges Déclaration des droits de la femme et de la citoyenne
- Jean-Jacques Rousseau, Sophie ou La Femme
- Voltaire, Femmes, soyez soumises à vos maris
- Diderot, Sur les femmes
- Goethe, Les Bonnes Femmes
- John Stuart Mill, De l'assujettissement des femmes
- Simone de Beauvoir, Le Deuxième Sexe
Skeudennoù
-
Div vaouez en Egipt