Friederike Dorothea von Baden : diforc'h etre ar stummoù

Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
No edit summary
 
[[Image:Gustav IV Adolf of Sweden and Frederica of Baden.png|thumb|Gustav IV ha Friederike ]]
'''Friederike Dorothea Baden''', pe ''Friederike Dorothea von Baden''' en alamaneg ([[1781]]-[[1826]]), a oa ur briñsez alaman deuet da vezañ [[rouanez Sveden]] ha Finland, eus 1797 da 1809.
 
==He buhez==
Ganet e oa e [[Karlsruhe]] d'an [[12 a viz Meurzh]] 1781. Merc'h e oa da [[Charles Louis von Baden]] ha da [[Amalie von Hessen-Darmstadt]], ha c'hoar da [[Louise Augusta von Baden]], pried d'an [[tsar]] [[Alesant Iañ Rusia]].
 
Eurediñ a reas d'an 31 a viz Here 1797, e [[Stockholm]], da [[Gustav IV Adolf]] , roue Sveden ha [[Finland]]. Aozet e oa bet an eured gant he fried, dre ma oa c'hoar da impalaerez Rusia, peogwir e kave dezhañ e oa un doare emglev gant Rusia, petra bennak ma en devoa nac'het dimeziñ a-raok d'an dugez-veur [[Alexandra Pavlovna Rusia]] na falveze ket dezhi kemmañ he relijion, ha d'an dugez [[Louise-Charlotte von Mecklemburg-Schwerin]], ha ne oa ket gwall vrav, hervez a oa bet kontet dezhañ. <br />
15 221

edit

Lañser merdeiñ