Amalie von Hessen-Darmstadt : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Skeudenn :Amalie von Hessen-Darmstadt.png|thumb| Amalie von Hessen-Darmstadt]]
[[Skeudenn :Amalie von Hessen-Darmstadt.png|thumb| Amalie von Hessen-Darmstadt]]
[[Skeudenn:Musée historique de Strasbourg-Louis IX de Hesse-Darmstadt.jpg|thumb|He fried, [[Ludwig IX]].]]
[[Skeudenn:Musée historique de Strasbourg-Louis IX de Hesse-Darmstadt.jpg|thumb|He zad, [[Ludwig IX von Hessen-Darmstadt]].]]



Friederike '''Amalie von Hessen-Darmstadt''' ([[1754]] – [[1832]]) a oa pedervet merc'h [[Ludwig IX von Hessen-Darmstadt]] .
Friederike '''Amalie von Hessen-Darmstadt''' ([[1754]] – [[1832]]) a oa pedervet merc'h [[Ludwig IX von Hessen-Darmstadt]] .

Stumm eus an 2 Du 2011 da 14:00

Amalie von Hessen-Darmstadt
He zad, Ludwig IX von Hessen-Darmstadt.

Friederike Amalie von Hessen-Darmstadt (17541832) a oa pedervet merc'h Ludwig IX von Hessen-Darmstadt .

He buhez

Ganet e oa en Prenzlau, e Brandenburg. He zad, Ludwig IX von Hessen-Darmstadt (1719–1790) a oa landgraf Hessen-Darmstadt hag he mamm, ar gontez Henriette Karoline (1721–1774), a oa merc'h d'an dug Christian III von Zweibrücken-Birkenfeld.
Amalie a voe degaset da Sant Petersburg gant he mamm e 1772 da weladenniñ lez Rusia, rak unan eus danvez-priedoù ar priñs Paul e oa, met tro wenn a reas-hi rak hennezh a gavas gwell dimeziñ d'he c'hoar Wilhelmina Luisa von Hessen-Darmstadt.

Dimeziñ ha bugale

Amalie a zimezas d'he c'henderv Karl Ludwig von Baden e miz Gouhere 1775. Hennezh a oa mab da Karl Friedrich, Dug-meur Baden ha goude marv e dad e 1806 e teuas da vout kentañ Dug-meur Baden, ha da Karoline Luise von Hessen-Darmstadt, a oa merc'h d'al landgraf Ludwig VIII von Hessen-Darmstadt.

He bugale

Eizh bugel he doe, daou vab ha c'hwec'h merc'h dimezet mat e lezioù Europa, ma veze graet mamm-gaer Europa anezhi. :

He buhez


A-hed he friedelezh e klemmas diwar-benn pegen yen outi e oa he zad-kaer Karl Friedrich ha pegen bugelel e wreg.
E 1801 ez eas gant he ziegezh da welout he merc'h, deuet da vout impalaerez Rusia, hag alese da-gaout he eil merc'h, rouanez Sveden. Hervez deizlevr ar briñsez Hedvig Elisabeth Charlotta e oa ur plac'h a spered hag a benn, ha sentus outi e oa he fried.[1]


Lennadurezh

  • Anna Schiener, Markgräfin Amalie von Baden (1754-1832). Verlag Friedrich Pustet, Regensburg 2007
  • Günther Schiwy: Eichendorff S. 242
  • Edelgard Spaude: Eigenwillige Frauen in Baden, Rombach, 1999

Notennoù

  1. Cecilia af Klercker (1936). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok VII 1800-1806 (The diaries of Hedvig Elizabeth Charlotte VIII 1800-1806) (in Swedish). P.A. Norstedt & Söners förlag Stockholm. 140 p. ISBN 362103. 

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.