Caroline von Brandenburg-Ansbach : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 2 Du 2011 da 01:07

Caroline von Brandenburg-Ansbach, gwreg George II, roue Breizh-Veur
Ar roue George II he fried


Caroline von Brandenburg-Ansbach (1683–1737) a oa ur briñsez alaman ganet en Ansbach, e Bavaria, dimezet da George II, roue Breizh-Veur.

Hec'h anv

Ne seblant ket hec'h anv-badez bezañ bet anavezet en istor araozi, met berzh a ray diwar neuze, hag el lezioù alaman dreist-holl.

He buhez

Margravez e oa Caroline von Brandenburg-Ansbach. Merc'h e oa da John Frederick, Margrav Brandenburg-Ansbach, ha d'e eil pried, Eleonore Erdmuthe Sachsen-Eisenach.
Emzivadez e voe abred. Speredek e oa, desket ha savet mat, un toullad gwazed a glaskas dimeziñ dezhi.

Dimeziñ

Goulennet e voe gant an Impalaer Santel Charles VI, met nac'h a reas dre ma ne felle ket dezhi dont da vout katolikez.
Prestik goude e timezas da George August, mab da Dilenner Hannover, a voe goude danvez-roue Breizh-Veur ha roue evel George II. E Hannover e voe graet an eured d'an 22 a viz Eost 1705, ha genel a reas o mab kentañ, ar Priñs Frederick, d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1707.


He bugale