Azorez : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: an:Azores |
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: stq:Azoren |
||
Linenn 84: | Linenn 84: | ||
[[sq:Ishujt Azore]] |
[[sq:Ishujt Azore]] |
||
[[sr:Азорска острва]] |
[[sr:Азорска острва]] |
||
[[stq:Azoren]] |
|||
[[sv:Azorerna]] |
[[sv:Azorerna]] |
||
[[sw:Azori]] |
[[sw:Azori]] |
Stumm eus an 1 Du 2011 da 06:10
An inizi Azorez (e portugaleg Os Açores distaget [ɐˈsoɾɨʃ] pe [ɐˈsoɾʃ]) zo un enezeg portugalat e-kreiz ar Meurvor Atlantel, war-hed 1 500 km diouzh Lisbon ha 3 900 km diouzh Norzhamerika. Strewet eo an inizi (9 enezenn vras hag 8 enezenn vihanoc’h, ar Formigas) war-hed 600 km. En-dro d’an enezeg ez eus un dachennad vor ec’hon zo da Bortugal (1,1 milion km²). Menezioù-tan eo o deus krouet an inizi : an hini zo war enez Pico a dap 2.351 m uhelder ha gant se ez eo menez uhelañ Portugal. E gwirionez e c’haller lavarout ez eo an inizi Azorez menezioù uhel, eus ar re uhelañ zo war hor planedenn, pa vezont muzuliet adal strad ar mor betek o c’hribennoù. Mont a reont d’ober, abaoe 1976, Rannvro Emren an Azorez, unan eus an div rannvro emren zo e Portugal (gant Madeira). 241 763 a annezidi a oa en enezeg e 2001. Ponta Delgada eo kêr-benn ar rannvro.
Sed amañ anvioù an inizi :
- inizi ar reter : enez São Miguel, Santa Maria hag an inizi Formigas
- an inizi kreiz : enez Terceira, enez Graciosa, enez São Jorge, enez Pico hag enez Faial
- inizi ar c’hornôg : enez Flores hag enez Corvo
Amgelc’hwidenn an Azorez eo a gas amzer gaer da gornôg Europa.