Kleopatra VII : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 284: Linenn 284:
[[Rummad:Tierniezh Ptolemaek]]
[[Rummad:Tierniezh Ptolemaek]]
[[Rummad:Ganedigezhioù ar Iañ kantved kent J.-K.]]
[[Rummad:Ganedigezhioù ar Iañ kantved kent J.-K.]]
[[Rummad:Marvioù ar Iañ kantved kent J.-K.]]


[[ar:كليوباترا السابعة]]
[[ar:كليوباترا السابعة]]

Stumm eus an 29 Her 2011 da 13:56

Pezh moneiz en anv Kleopatra VII, gant he foltred.
Delwennig da Gleopatra VII, Berlin.

Kleopatra VII Thea Philopator , Κλεοπάτρα Φιλοπάτωρ en henc'hresianeg (69 kent JK[1] – 12 a viz Eost 30 kent JK), anvet peurliesañ Kleopatra hepken, a oa faraonez diwezhañ Henegipt.

Diwezhañ ezel eus tierniezh ar Btolemeed e oa, ur familh a orin gresian-ha-makedonian[2] a renas Henegipt goude marv Aleksandr Veur e-pad ar prantad hellenistek. Kleopatra a renas da gentañ war un dro gant he zad Ptolemaios XII Auletes ha diwezhatoc'h gant he breudeur, Ptolemaios XIII ha Ptolemaios XIV, a euredas ganti diouzh giz Henegiptiz, met dont a reas en diwezh da vezañ ar riegez nemeti. n'he doa bugel ebet eus ar priedoù-se. Dont a reas da vezañ serc'h Julius Caesar, ar pezh a greñvaas he zron. Diwezhatoc'h e lakaas ar mab he doa bet gant Julius Caesar, Caesarion, da genren ganti.

Goude drouklazh Julius Caesar e 44 kent JK, e enebas gant Marcus Antonius ouzh hêr Caesar diouzh al lezenn, Gaius Julius Caesar Octavianus (anvet diwezhatoc'h Augustus). Bet he doe gevelled gant Marcus Antonius, Kleopatra Selene II hag Aleksandr Helios, hag ur mab all, Ptolemaios Filadelfos. Goude bezañ bet trec'het en emgann Actium gant armeoù Octavianus, Marcus Antonius en em lazhas. Kleopatra en em bersekutas ivez war e lerc'h, flemmet gant un naer hervez an hengoun, d'an 12 a viz Eost 30 kent JK.[3] He mab Caesarion, a oa anvet faraon war lerc'h he marv gant e harperien, met drouklazhet e oa war urzh Octavianus. He rouantelezh a zeuas da vezañ proviñs roman Egipt.

Notennoù

  1. Walker, p. 129.
  2. The Oxford Encyclopedia of Ancient Egypt. “,Kleopatra VII a oa merc'h Ptolemaios XII Auletes (80–57 kent JK, faraon etre 55 ha 51 kent JK) ha kleopatra, gresianed-ha-Makedoniz o-daou."
  3. "Who Was Cleopatra?", p 2, Smithsonian Magazine
En he raok
Ptolemaios XIII
Kleopatra VII
Tierniezh Ptolemaek
adalek -51 betek -30
War he lerc'h
Impalaeriezh roman