Mithridates Eupator : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 29 Her 2011 da 13:11

Skeudenn eus ar roue Mithridates VI gant neuz Herakles. Marmor, prantad an Impalaeriezh roman (1añ kantved goude J.-K.)

Mithridates VI pe Mithridates Eupator (da lâret eo an hini en deus un tad nobl) pe Mithridates Veur (Megas) a ao ganet war-dro 132 a-raok J.-K. ha mervel a reas e 63 a-raok J.-K.. Roue rouantelezh Pontos hag Armenia-Vihanañ e oa, e norzh Anatolia (Turkia hiziv), eus 120 a-raok J.-K. da 63 a-raok J.-K. Brudet eo Mithridates evel unan eus enebourien dañjerusañ Republik Roma hag evel unan eus ar re a reas ar muiañ berzh. Brezeliañ a reas a-enep tri eus brasañ jeneraled eus diwezh Republik Roma e-pad Brezelioù Mithridates: Lucius Cornelius Silla, Lucullus ha Pompeius. Mab e oa da Vithridates V Evergetos, roue Pontos, a oa bet kevredad Roma e-pad trede brezel Kartada. Orin an anv "Mithridates" zo latin. Mithradates (Μιθραδάτης) a oa skrivet war enskrivadurioù ha pezhioù moneiz ar roue, eus an henberseg Mithradatha, "donezon eus Mithra".

E yaouankiz

Mithridates a oa bet ganet war-dro 132 a-raok J.-K. e Sinope. Muntret e voe e dad, moarvat war urzhioù e vamm, Laodike VI, war-dro 120 a-raok J.-K.. Heuliet e voe ar marv-se gant ur c'hevezherez kriz en-dro d'ar roue yaouank en doa aon evit e vuhez hag a repuas er chase hag er studi (Komz a rae, a-hervez, 22 pe 25 yezh). Reiñ a ra c'hoant an aergelcc'h-sedezhañ da anavout ar binimoù hag an enepkontammoù a veze implijjet en un doare peurvat ha da zont da vezañ dic'hloazus ouzh o efed. Hervez ar vojenn e vefe deuet a-benn da vezañ dic'hloazus dre forzh kemer polifrennoù kontamm en un doare ingal.


Ar roue alouber

Pontos war-dro -100

Kemer a reas ar galloud e 111 a-raok J.-K. o lakaat e vamm hag e vreur Mithridate C'hrestos (an hini olevet) e prizon. Aloubiñ a reas Bosforos Kimmeria e 107 a-raok J.-K. ha didronañ roue Kappadokia, Ariobarzane, e 94 a-raok J.-K. gant harp Tigranes II, roue Armenia. Goude se e rann Paflagonia gant Nikomedes IV Philopator, roue Bitinia e 94 a-raok J.-K. a-raok argas hemañ ha kemer e rouantelezh e 88 a-raok J.-K..

Ar Romaned a lakaas Ariobarzane Ier de Cappadoce war e dron en-dro e -92. Tarzhañ a reas ar brezel neuze (kentañ brezel Mithridates). E 88 kent J.-K., goude bezañ kemeret Bithynia, Mithridates a antreas e keoded Efezos ha sevel a reas holl C'hresianed Azia a-enep ar Romaned. Urzh a roas da lazhañ ar Romaned a veve en Azia-Vihanañ, hag e vije bet war-dro 80000 den lazhet. Goude se e tremenas e Bro-C'hres ma voe degemeret e letanant Arc'helaos evel un dieubaer.


Ar brezelioù a-enep ar Romaned

Kartenn eus rouantelezh Pontos, a-raok ren Mithridates VI (mouk teñval), goude e aloubadegoù (mouk), hag an douaroù gounezet goude kentañ brezel Mithridaes (roz).

Gorrekaet e oa kilstourm ar Romaed gant ar stourm kriz a rene etre Marius ha Silla. A-benn ar fin e oa kaset hemañ ziwezhañ a-enep Mithridates ha kemer a reas Aten, goude ur seziz hir, e 86 kent J.-K., a-raok trec'hiñ Arc'helaos en C'haironeia (86 kent J.-K.) ha goude en Orc'homenos (85 kent J.-K.). Mithridates a sinas neuze peocc'h Dardanos (85 kent J.-K.) a redie anezhañ da zilezel e aloubadegoù hag e listri brezel met a anaveze anezhañ e penn e rouantelezh ha leze anezhañ frank d'ober ar pezh a felle dezhañ er Mor du. Ne dermas ket a-hend-al da argas ar Romaned pa glaske ar re-se en em gemer ouzh ar broioù a oa dindan e levezon (Eil brezel Mithridates), evel Murena, ul letenant da Silla e 82 kent J.-K.. Koulskoude, war-bouez an dra-se e chomas peoc'hus an darempredoù etre 85 kent J.-K. ha 74 kent J.-K..

E 74 kent J.-K. e varvas roue Bitinia NiKomedes IV ha lezel a reas e rouantelezh d'ar Romaned dre hêrezh. Mithridates a wel bezañs ar romaned stok ouzh e harzoù evel ur gourdrouz ha disklêriañ a ra ar brezel dezhe gant skoazell Tigranes II (Trede brezel Mithridates). Trec'hiñ a ra ar c'honsul Cotta e C'halkedon ha lakaat seziz war Gizikos pa oa argaset eus Bitinia e-kichen Pontos gant un ergerzhadeg renet gant Lucullus (72 kent J.-K.-71 kent J.-K.). Faezhet e oa en Granikos, en Kizikos, hag en Lemnos. Mont a reas Mithridate dindan dec'h betek Armenia. E-pad ur pennad e oa dic'houest an eil tu pe egile da vezañ gemer an tu-kreñv mes Lucullus a voe trec'h adarre e 69 kent J.-K. ha kemer a reas Tigranakert. A-drugarez da emsavadeg al lejionoù roman a-enep o rener, e teuas Mithridates a-benn da gemer adarre Rouantelezh Pontos. Faezhet e voe da vat gant Pompeius e 66 kent J.-K. e-kichen ar sêr Eufratez ha tec'het a reas da Grimea en keoded Pantikapaion.

fin ar roue Mithridates

Pezh moneiz arc'hant gant penn Mithridates VI

Mithridates a rankas talañ ouzh emsavadeg e vab henañ Farnakes, ha mervel a reas e 63. Hervez lod e vije bet kontellet gant ur brezelour kelt en e servij. Hervez tud all en dije klasket mervel diwar kontamm met evel m'en doa graet peadra da vezañ dic'hloazus gant ar c'hontammoù e c'houlennasdigant unan eus e goprsoudarded galatat lazhañ anezhañ. Beziet e voe e Sinope, e geoded c'henidik.

Keñveriet e vez alies ouzh Hannibal abalamour d'e gasoni evit Roma. C'hwitañ a reas avat en e esae da ziskar aotrouniezh ar Romaned en Azia hag e Bro-C'hres, abalamour ma oa barrekoc'h ha kreñvoc'h o arme hag abalamour da galite o jeneraled evel Silla, Lucullus pe Pompeius.

Patrom:Link FA