Savielly Tartakower : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: uk:Ксавери Тартаковер |
D r2.6.4) (Robot kemmet: uk:Ксаверій Тартаковер |
||
Linenn 71: | Linenn 71: | ||
[[sk:Savielly Tartakower]] |
[[sk:Savielly Tartakower]] |
||
[[sv:Ksawery Tartakower]] |
[[sv:Ksawery Tartakower]] |
||
[[uk: |
[[uk:Ксаверій Тартаковер]] |
Stumm eus an 28 Her 2011 da 09:25
Savielly (Xavier) Grigoryevitch Tartakower a zo bet ganet d'an 22 a viz C'hwevrer 1887 e Rostov-war-Don en un tiegezh aostrian-poloniat ha marvet d'ar 4 a viz C'hwevrer 1956 e Pariz (Bro-C'hall).
E dud, yuzev, a voe drouklazhet dirazañ e-doug ur pogrom pa oa 12 vloaz.
Kemer a reas perzh er Brezel bed kentañ en armeoù aostro-hungariat. Dont a reas goude da Vro-C'hall. Dibab a reas neuze bout keodedour poloniat, daoust dezhañ bout divarrek war ar poloneg. E-pad an Eil Brezel Bed e kemeras perzh er Rezistañs dindan an anv-brezel Cartier. Goude an Eil Brezel Bed, ne faotas ket dezhañ distreiñ da Bolonia, deut da vout komunour. Broadet e voe Gall.
Meurc'hoarier echedoù gall-poloniat. Kelenn a reas da Miguel Najdorf. Kemer a reas perzh en ur bern tournamantoù etrebroadel gant disoc'hoù a-zoare, da skwer e Vienna (1923), e Londrez (1927) hag e Hastings (1946).
Skrivet e voe gantañ ur yoc'h pennadoù er c'hazetennoù arbennik ha kalz a levrioù ivez.
Un digoradur
Ijinet oa bet gantañ an digoradur-mañ, diwar an Digoradur Holandat:
1.d4 f5
2.e4 fe
3.Mc3 Mf6
4.g4
Oberennoù skrivet
- Savielly Tartakower, La partie d'échecs hypomoderne;
- Savielly Tartakower, The Tree of Chess Knowledge;
- Xavier Tartacover, Tartakover vous parle, Petite Bibliothèque Payot, Embannadurioù Payot, Pariz.
- Savielly Tartakower ha Julius du Mont , 500 Master Games of Chess, Dover Publications, June 1, 1975, ISBN 0-486-23208-5. (bet embannet a-raok e div levrenn gant G. Bell & Sons, 1952.)
- Xavier Tartacover, Bréviaire des échecs, Livre de Poche, ISBN 2253046205, unan eus ar gwellañ levrioù kinnig e galleg.
- Savielly Tartakower, My Best Games of Chess 1905-1954, Dover Publications, 1985, ISBN 0-486-24807-0. Klok-kenañ eo al levr-mañ.
- Xavier Tartakover , a gevred-gant Maurice Beaucaire, Pierre Vincent, ha Fred Lazard, Pour apprendre à jouer aux échecs, Embannadurioù Bornemann, Pariz, 1976.