Hannover (bro) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 31: Linenn 31:


En 1636 e voe kaset kêr-benn [[Priñselezh Calenberg]] eus [[Pattensen]] da [[Hannover]], hag abaoe ez eo anavet evel [[Priñselezh Hannover]].
En 1636 e voe kaset kêr-benn [[Priñselezh Calenberg]] eus [[Pattensen]] da [[Hannover]], hag abaoe ez eo anavet evel [[Priñselezh Hannover]].
E 1692 e voe roet an titl a ''briñs-dilenner'' [[Braunschweig-Lüneburg]] d'an dug [[Ernst August von Hannover (1629-1698)|Ernst August]]. Anavezet e oa ar briñselezh evel ''' Priñselezh Dilenner Brunswick-Lüneburg''' pe '''Priñselezh Dilenner Hannover'''. <br />
E 1692 e voe roet an titl a ''briñs-dilenner'' [[Braunschweig-Lüneburg]] d'an dug [[Ernst August von Hannover (1629-1698)|Ernst August]]. Anavezet e oa ar briñselezh evel ''' Priñselezh Dilenner Braunschwieig-Lüneburg''' pe '''Priñselezh Dilenner Hannover'''. <br />


===Rouantelezh===
===Rouantelezh===

Stumm eus an 26 Her 2011 da 17:16

Hannover (Hanover e saozneg, Hanovre e galleg) pe Priñselezh Hannover, zo ur vro gozh eus Alamagn.

Istor

Hannover
Banniel Hannover
(Banniel sivil Hannover) (Ardamezioù roueel)
Kêr-benn Hannover
Penn ar stad Roue Hannover

Kêr Hannover eo ar gêr-benn.

Priñselezh

Da gentañ e oa bet anvet Priñselezh Calenberg, ur rann eus dugelezh Braunschweig und Lüneburg, a voe anezhi eus-talek 1432 betek 1803. Hannover e oa he c'hêr-benn.
Dugelezh Braunschweig und Lüneburg, unan eus stadoù an Impalaeriezh Santel Roman, a voe rannet meur a wech etre meur a briñselezh, hag un dug e penn pep hini.
Unan anezho e oa priñselezh Calenberg a'n em zistagas diouzh Priñselezh Braunschweig e 1432. Degouezhout a reas e Priñselezh Wolfenbüttel e 1584. E 1635 e voe dispartiet diouzh Wolfenbüttel adarre, war un dro gant Priñselezh Göttingen, a chomas stag outi avat.

En 1636 e voe kaset kêr-benn Priñselezh Calenberg eus Pattensen da Hannover, hag abaoe ez eo anavet evel Priñselezh Hannover. E 1692 e voe roet an titl a briñs-dilenner Braunschweig-Lüneburg d'an dug Ernst August. Anavezet e oa ar briñselezh evel Priñselezh Dilenner Braunschwieig-Lüneburg pe Priñselezh Dilenner Hannover.

Rouantelezh

E 1714 e teuas Dilennourien Hannover da vout Rouaned Breizh-Veur (gwelout Tiegezh Hannover). Kreskiñ a reas o levezon en Alamagn diwar neuze. E 1715 e tegouezhas dezho Priñselezh Lüneburg, hag ivez arc'heskopti Bremen a oa da Sveden betek neuze, hag eskopti Verden e 1719. E 1803 e voe aloubet ar vro gant armeoù gall Napoleon a chomas eno betek 1813. E 1807 e voe staget Hannover ouzh Rouantelezh Westphalia. E 1813 e voe adsavet ar briñselezh, hag e miz Here 1814 e teuas da vout Rouantelezh Hannover e Kendalc'h Vienna, evit lakaat ar roue saoz George III davout a-renk gant roue Württemberg. E Kendalc'h Vienna e voe aozet un eskemm douaroù etre Hannover ha Prusia, ha gant-se e c'hallas Hannover kreskiñ un tamm mat. Hanover a dapas Eskopti Hildesheim, Frizia ar Reter, the Kontelezh Izel Lingen, ha hanternoz eskopti Münster. It lost those parts of the Duchy of Lauenburg e lez dehoù an Elbe, and several small exclaves in the east.

An unaniezh personel gant ar Rouantelezh Unanet a voe lakaet da fin e 1837 pa voe anvet Victoria da rouanez, rak abalamour d'al lezenn salek a dalveze en Hanover n'halle ket ur vaouez ren ma oa paotred vev en tiegezh (in the United Kingdom, a male only took precedence of his own sisters). In the Austro-Prussian War of 1866 e voe staget Hannover ouzh Rouantelezh Prusia hag e teuas da vout Proviñs Hannover.

Ardamezioù

Coat of Arms
Flag

Goude dibenn an unaniezh personel gant Breizh-Veur e 1837 e voe miret ardamezioù ar rouaned saoz gant Hannover.

Duked Brunswick-Lüneburg, 1635–1692

Tiegezh Welf, Eil tiegezh Braunschweig

split off from Wolfenbüttel

reunited with Wolfenbüttel in 1473; split off again from Wolfenbüttel in 1495

inherited by Wolfenbüttel -->

Tiegezh Welf, Tiegezh Hannover

Priñselezh Hannover

Duged Braunschweig ha Lüneburg, Priñsed Calenberg, ha Dilennourien an Impalaeriezh Santel Roman, 1692–1803

Ernst August a voe roet dezhañ an titl a briñs-dilenner e 1692. Dilennerien Hannover e oa anvet ar briñsed-se betek 1814.


Rouaned Hannover, 1814–1866

Rouantelezh Hannover

Liammoù diavaez