Mu'ammar al-Qaddafi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: nds:Muammar al-Gaddafi
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 76: Linenn 76:
[[nds:Muammar al-Gaddafi]]
[[nds:Muammar al-Gaddafi]]
[[nds-nl:Muammar Al-Gaddafi]]
[[nds-nl:Muammar Al-Gaddafi]]
[[ne:कर्णेल मुअम्मर गद्दाफी]]
[[nl:Moammar al-Qadhafi]]
[[nl:Moammar al-Qadhafi]]
[[nn:Muammar al-Gaddafi]]
[[nn:Muammar al-Gaddafi]]

Stumm eus an 21 Her 2011 da 19:51

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Mu'amar Al-Qadhafi

Mu'ammar Abu Minyar al Qadhafi pe Mouamar al-Kadafi (arabeg: معمر القذافي , treuzlizherennadur: Mu‘ammar al-Qaḏḏāfī ; treuskrivadur brezhonekaet: Mouamar al-Kadafi), anvet da gustum ar c'horonal Kadafi, a oa un den Stad libian, bet ganet d'an a viz Even 1942 e Sirt, ha lazhet er gêr-se d'an 20 a viz Here 2011 e-skeud an emgannoù kaset war-raok gant ar gouarnamant da c'hortoz hag an Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel evit tapout kêr.

Ofiser eus an arme e oa pa zeuas da vezañ de facto rener Libia goude un taol Stad, e 1969, a ziskaras ar vonarkiezh a oa an tiegezh al-Sanussi en he fenn neuze. Chom a reas e penn ar Stad e-pad 42 vloaz, ha sevel a reas e-doug an amzer-se un diktatouriezh a seller outi evel unan eus ar re galetañ er bed.

E 1977 e adaozas ensavadurioù politikel Libia oc'h ober eus ar vro ur Jamahiriya, renet en un doare teorikel gant ur reizhiad demokratiezh eeun. Daoust ma tilezas e garg ofisiel a benn ar Stad libian, e 1979, e chomas e penn Libia gant an titl a « Heñcher dispac'h ar Jamahiriya bras arab libian poblek ha sokialour » (pe en un doare eeunoc'h « Heñcher an dispac'h » pe « « Breur heñcher »). Skrivet eo bet gantañ e oberenn al Levr Glas ma tispleg e gelennadurezh. Ingal e savas a-enep ar berbereg, ha lavaret a rae e oa ar Verbered ur vojenn bet degaset gant trevadennourien Europa. Berz a lakas war ar berbereg en e vro.

War an dachenn etrebroadel e tifenne an hollarabouriezh hag an hollafrikanouriezh. Ne derme ket da arc'hantañ aozadurioù spontour ha luskadoù emsavidi er bed a-drugarez d'ar gounidoù degaset d'e vro gant an eoul-maen. Peurliesañ e seller outañ evel an hini a oa kiriek eus gwalldaol Lockerbie e 1988 hag eus ar gwalldaol a-enep an nij 772 UTA e 1989, ma oa lazhet 440 den. Da c'houde e reas strivoù kuit ma vefe re zigenvez e vro war an dachenn diplomatek etrebroadel, kuit da vezañ taget gant ar Stadoù-Unanet.

Adalek miz C'hwevrer 2011 e oa hejet Libia gant un emsavadeg en e enep a droas buan e brezel sivil e 2011. Goude ma oa kemeret Tripoli gant an emsavidi e miz Eost 2011 ec'h erruas ar c'huzul broadel tremen er galloud, ha Mouammar Kadafi a dec'has. Ne zeued ket a-benn da c'houzout e pelec'h edo betek an 20 a viz Here 2011 ma voe dizoloet o kuzhat e Sirt, e gêr c'henidik, hag e-lec'h ma kavas e varv. Savet e oa bet ur c'hemenn herzel etrebroadel evit torfed a-enep an denelezh a-enep dezhañ. Tud a afer libian o doa prometet un arc'hopr d'an neb a ziskuilhfe anezhañ.