Arkeologiezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: yo:Ọ̀rọ̀ayéijọ́un
Linenn 136: Linenn 136:
[[war:Arkeyolohiya]]
[[war:Arkeyolohiya]]
[[yi:ארכעאלאגיע]]
[[yi:ארכעאלאגיע]]
[[yo:Ọ̀rọ̀ayéijọ́un]]
[[zh:考古学]]
[[zh:考古学]]
[[zh-yue:考古]]
[[zh-yue:考古]]

Stumm eus an 17 Her 2011 da 16:13

Archeology : arkhaios "hen" + logos "gouiañs / skiant" + iezh (arkhaiologia e gresianeg)

Termenadur

An arkeologiezh pe henoniezh a zo unan eus skiantoù an den. Klask a ra, dre ober studiennoù war an dachenn, dre studïañ danvez ha gant teknikoù skiantel, resisaat penaos e oa doare an dud gwezhall gozh, o liammoù gant o endro, an darempredoù kenetrezo, hag o c’hredennoù.
Gant an arkeologiezh e vez adaozet buhez hon hendadoù dre arverañ kement roudenn a zo chomet war o lerc'h (skridoù, rivinoù, relegeier, oustilhoù, livadurioù, podoù-pri, armoù, pezhioù moneiz, bizoù, gwiskamantoù...) a-benn kompren o modoù da vevañ. Dre-se e c'haller anavezout kalz gwelloc’h amzer dremenet ar sevenadurezhioù a-vremañ, hon broioù gwechall, hag e vez komprenet perak emañ ar bed evel m’emañ, ar perag eus an darempredoù etre ar broioù bremañ, betek kinnig martezeadennoù a-fed an amzer da zont, pe diwall da gaout diaesterioù en dazont. Rak da-lavaras un den : « ur sevenadurezh hep tremened a zo ur sevenadurezh hep dazont ».

Evezhiadennig

E brezhoneg e kaver a-wechoù ar stumm hendraoùouriezh diwar hen (kozh) + tra -où + -ouriezh (ar ouiziegezh pe ar studi). Implijet eo bet gant Frañsez Vallée ha Meven Mordiern en o levrioù war istor ar Gelted kozh pe istor ar bed.

Patrom:Liamm PuB