Eienenn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.6.2) (Robot ouzhpennet: scn:Surgenti
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: sn:Chisipiti
Linenn 89: Linenn 89:
[[sk:Prameň (voda)]]
[[sk:Prameň (voda)]]
[[sl:Izvir]]
[[sl:Izvir]]
[[sn:Chisipiti]]
[[sv:Vattenkälla]]
[[sv:Vattenkälla]]
[[th:น้ำซับ]]
[[th:น้ำซับ]]

Stumm eus an 17 Her 2011 da 15:13

Un eienenn e Mackinac Island, war al Lenn Huron er Stadoù Unanet.
Un eienenn voull, hini ar Buèges
Eienenn ar Jaur, e Saint-Pons-de-Thomières.

Un eienenn a zo ul lec'h ma teu an dour e-maez an douar. Lod zo bet kempennet gant an dud ha graet e vez feunteunioù anezho.

Dont a ra dour an eien da gemer stumm ur ruzelenn peurvuiañ, pe ur wazh, a-raok mont da stêr a-wechoù. Met gallout a ra an eien bezañ er mor ivez, pe stok outañ. Gallout a ra o dour bezañ lonket en douar kenkent ha difluket e-maez.

Relijion

Er relijion pagan e veze enoret an eien, hag hervez mojennoù Hellaz kozh int leun a nimfenned.

Istor

Brudet eo bet an ergerzherien, evel Richard Burton, a glaskas war-lerc'h eienenn an Nil.

Lennegezh

Gant dodenn an eien, hag ar c'hlask anezho, eo bet awenet ar skrivagnerien, evel Marcel Pagnol, gant e romant L'Eau des collines.

Gerioù kar

  • Eien zo un anv-stroll, eienenn en unander eta;
  • Eienañ, pe eienennañ eo ar pezh a ra ur stêr pa deu e-maez an douar;
  • Eienek eo Menez Are, rak meur a eienenn zo ennañ.
  • Eienus pe eienennus eo douaroù Menez Are, kement a zour zo enne.