Gavr (loen) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
FoxBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: an:Capra aegagrus hircus
D r2.6.3) (Robot ouzhpennet: sn:Mbudzi
Linenn 136: Linenn 136:
[[sk:Koza domáca]]
[[sk:Koza domáca]]
[[sl:Domača koza]]
[[sl:Domača koza]]
[[sn:Mbudzi]]
[[so:Ri]]
[[so:Ri]]
[[sq:Dhia shtëpiake]]
[[sq:Dhia shtëpiake]]

Stumm eus an 16 Her 2011 da 11:15

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Gavr

(Capra)
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Artiodactyla
Isurzhad : Ruminantia
Kerentiad : Bovidae
Iskerentiad : Caprinae
Genad : Capra
Anv skiantel
Capra aegagrus hircus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar c'havr (Capra aegargus hircus pe Capra hircus) zo ur bronneg, ur geotdebrer hag un daskirier, renket e kerentiad an ejeneged hag en iskerentiad Caprinae.

Doñvaet eo bet al loen-se abaoe an VIIIvet kantved d'an nebeutañ evit pourchas he c'hig, he c'hroc'hen, he blev hag alies-tre evit he laezh. Meur a anv rannyezhel a ya d'envel ar c'havr : bida ha bidiez.

Ul loen bihan a-walc'h eo, gwareget he c'herniel ha mibin-tre, graet evit lammat. Kavet e vez e kazi an holl rannoù eus ar bed, er menezioù aliezik a-walc'h. Ober a reer bouc'hed eus ar pared ha menned eus ar re vihan. A-wechoù e vez kavet givri gouez, met doñvaet e vezont peurvuiañ. Givri bihan o ment a vez kemeret da loened ti a-wechoù.

Meneg anezho zo er Bibl. Da skouer, pa laka Rebekka daou venn-gavr da vezañ fardet evel ur meuz eus ar gwellañ evit ma roje Izaak e vennozh d'o mab Jakob (da laret eo asantiñ desevel anezhañ goude ma'z eo bastard ar bugel) (Gn : 27: 9).

Eus anv kêr-benn Turkia, Ankara, e teu hini ar givri angora a vez maget evit o blev hir-kenañ ha ganto e vez produet ar mohair. Gant givri eus Kachmir e vez produet ur seurt gloan d'ober stamm anvet Kachmir.

Yezh

Ar givri e Breizh

Gavr hag he menn en Australia. Bezet du, bezet gwenn Pep gavr a gar he menn. Furnezh Breizh .

Anv zo eus givri emeur a ganaouenn-bobl, diwar-benn prosezioù ma veze barnet al loened-se, lakaet alies da vezañ furoc'h eget ar varnerien.

Lavaroù ha krennlavaroù

Anv eus givri zo e meur a dro-lavar hag e meur a grennlavar:

  • Evel ma'z omp ez omp, da lavaras gavr ar Bonïeg.
  • Bezo du, bezo gwenn, Pep gavr a gar he menn.
  • E-lec'h ma vez staget ar c'havr e rank peuriñ.

Gerioù

  • Paotr ar givri, a vez laret eus ar mesaer-givri, pe an hini a ra war o zro.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger gavr er
wikeriadur, ar geriadur frank.