Pêr Even : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 36: Linenn 36:
[[Rummad:Emsaverien Breizh]]
[[Rummad:Emsaverien Breizh]]
[[Rummad:Yezhoniourien Breizh]]
[[Rummad:Yezhoniourien Breizh]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1919]]

Stumm eus an 2 Her 2011 da 18:10

Ganet e oa bet Pêr Even (Jil Ewan e anv-pluenn) e Bro-Oueloù e 1919, e Goudelin, etre Gwengamp ha Lanvolon. Dont a rae Pêr Even enta eus un tiegezh brezhonegerion gristen diwar ar maez war harzoù ar brezhonegva. Bez'e oa anezhañ enta ur brezhoneger a vihanik. Skoliet e oa bet e kelenndi ar Salezidi e Koad-an-Hoc'h, etre Kastellaodren ha Gwengamp, gant ar Salezidi, a blede eno gant ur skolaj vicherel. Alese e oa bet dilennet gant e vistri da genderc'hel gant e studi e neveziadti ar Salezidi e Kadva e Normandi. O tont alese, echu gantañ e studioù eil derez, e teuas tre e Kloerdi bras Sant-Brieg. Pêr Even en doa dilezet hent ar velegiezh a-benn neuze, un nebeut mizioù goude bezañ deuet tre er c'hloerdi bras, hogen eno emichañs e oa deuet da vezañ ur broadelour, evel meur a gloareg all, evel Per ar Meur, Armans Ar C'halvez,Loeiz ar Floc'h, Marsel Klerg, Per Bourdellez, Gwilherm Dubourg ha re all yaouankoc'h c'hoazh.

Pleustriñ a rae e Gwengamp metoù ar vroadelourion, da skouer ar "Framm keltiek" diazezet gant Roparz Hemon e-pad ar brezel ; e Gwengamp, dres, e oa bet roet bod da Gendalc'h an aozadur e 1943. D'ar mare-se e oa Loeiz ar Floc'h, kure er barrez hag eno, moarvat, en doa graet Per Even anaoudegezh gant ar skrivagner.

O tont er-maez eus ar c'hloerdi en doa kavet Per Even fred e studi un noter e Lannlon en e gorn-bro. Eno, moarvat, en doa bet tro da bleustriñ war ar gwir, pezh a roas an tu dezhañ da gavout ur gourc'hwel en isprefedti Gwengamp, hag a viras c'hwec'h vloaz. Alese e oa deuet da vezañ sekretour-maerdi e ti-kêr Wengamp pa oa Edouard Olivro o kadoriañ ar C'huzul-kêr ; hag eno e peurc'hreas e redad-amaezh, a echuas e dibenn ar bloavezhioù eikont.

Diaes e vije bet da unan ren ur vuhez eeunoc'h ha plaenoc'h eget a reas ar stourmer brezhon-mañ a renas e vuhez penn-a-benn en e gorn-bro c'henidik o kavout ennañ e zanvez-pried, ma timezas ganti e miz Eost 1948, hag hi brezhonegerez a-vihanik evel he gwaz. Er prantad-hont e oa Youenn Olier e vignon bras troet d'ur boudedeo o c'haloupat betek harzoù Alamagn da c'hounit e vara evel nouspet re all en Emsav.

Pêr Even a veze klevet o fougasiñ gant ar brient - mar geller lavarout - e oa ur brezhoneger a-vihanik pa veze pismiget yezh e skridoù dre ma oa "chimik", evel ma lavared. E gwirionez ne venne nemet harpañ ar stourmerion o doa sammet warno ar gefredi da ober eus ar brezhoneg ur yezh arnevez (se a lavare e-unan bepred) ha kement-se adal an deroù, e penn kentañ ar bloavezhioù hanter-kant pa ne oa ket anv a SADED nag a strollad ebet a seurt-se. Aes eo kompren neuze e voe deuet mat dezhañ diouzhtu mennad ar re a grouas an aozadur-kelenn eil-derez dre lizher e 1962, rak kroget en doa seulabred da studiañ ar yezh e Skol-veur Roazhon e-lec'h en doa tizhet an "Diplôme Supérieur d'Etudes Celtiques".

Adal 1959 e-barzh "Preder" ez embannas eta pennadoù ha studiadennoù diwar-benn prederouriezh, bredoniezh ha jedoniezh.

A-ziwar ar bloavezh 1974 avat, adal ma voe roet un tuadur nevez d'ar gelaouenn Imbourc'h, deuet da vezañ kristen, e kemeras perzh an den en emvodoù Kristenion Breizh hag e vennas Pêr Even fiziout e Youenn Olier e skridoù da embann betek dibenn e vuhez, e 2003.


Oberennoù

Dindan e anv-pluenn Jil Ewan en deus sinet Pêr Even an darn vrasañ eus e oberennoù.

  • adal kreiz ar bloavezhioù '60 en doa pourchaset d'ar gelaouenn "Preder", e yezh "SADED", un droidigezh eus "Le Discours de la Méthode" gant René Descartes, "An Displeg war an Hentenn".
  • "En Donvor da Vreizh", deuet er-maez e 1975, adembannet e 2004, o-daou gant Imbourc'h. En oberenn-se e plaenae Pêr Even pennañ tezennoù ar gelennadurezh politikel ma rae anezhi ar "gevangevreadelouriezh", en ur ober addisplegoù da istor an Emsav e deroù ar bloavezhioù '70, da heul droukziwezh an FLB kentañ a strafuilhas speredoù ar vrogarourion e Breizh er prantad-hont. Ul lodenn anezhi a zo gouestlet d'an nevezc'herioù en em ziskoueze evit ar wech kentañ en oberenn-se
  • "Confessiones" sant Eosten, e hanterenn gentañ ar bloavezhioù '90, a voe kaset da benn gantañ aketus-tre, un oberenn a c'hwec'h kant pajenn bennak, ma klaskas ar skrivagner enni tennañ ampled eus an destenn latin savet gant an aozer evit diorren ar brezhoneg arnevez ar muiañ ma c'helle. Embannet e teir levrenn gant Imbourc'h.
  • A-c'houdevezh e kasas Pêr Even, reoliek tre, pennadoù a feizoniezh kristen, peadra da gempenn un dornlevr a gelennadurezh kristen, a zo bet, an darn-vuiañ anezho, dastumet hag adembannet dindan an talbenn Ar Feiz dre ar Meiz gant Imbourc'h. .
  • daou c'heriadur arnevez e dibenn ar bloavezhioù '90, al "Lexique complémentaire français-breton" hag al "Lexique complémentaire breton-français", tost da 350 pajenn e pep hini anezho, a voe embannet gant Imbourc'h. er bloaz e 1996 hag er bloaz 2000.