Pêr ar Rouz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Skeudenn:Johnniesww.jpg|thumb| Johniged]]
[[Skeudenn:carte-appellation-chc3aane-en-breton.jpg|thumb| ALBB]]


'''Pêr ar Rouz''', pe ''Pierre Le Roux'' hervez e anv gallek ofisiel, a oa ur yezhoniour hag ur c'helenner brezhoneg eus skol-veur [[Roazhon]]. Ganet e oa bet d'ar [[27 a viz C'hwevrer]] [[1874]] e [[Ploueg-Pontrev]] ([[Bro-Dreger]]) hag aet da Anaon d'an [[3 a viz Gwengolo]] [[1975]] e [[Parame]].
'''Pêr ar Rouz''', pe ''Pierre Le Roux'' hervez e anv gallek ofisiel, a oa ur yezhoniour hag ur c'helenner brezhoneg eus skol-veur [[Roazhon]]. Ganet e oa bet d'ar [[27 a viz C'hwevrer]] [[1874]] e [[Ploueg-Pontrev]] ([[Bro-Dreger]]) hag aet da Anaon d'an [[3 a viz Gwengolo]] [[1975]] e [[Parame]].

Stumm eus an 2 Her 2011 da 10:27

ALBB

Pêr ar Rouz, pe Pierre Le Roux hervez e anv gallek ofisiel, a oa ur yezhoniour hag ur c'helenner brezhoneg eus skol-veur Roazhon. Ganet e oa bet d'ar 27 a viz C'hwevrer 1874 e Ploueg-Pontrev (Bro-Dreger) hag aet da Anaon d'an 3 a viz Gwengolo 1975 e Parame.

Anaout a rae mat brezhoneg e vro c'henidik da gentañ ha hini Mêl-Karaez ivez. Heuliañ a reas kentelioù Henri Gaidoz war ar yezhoù keltiek e Pariz ha re Henri d'Arbois de Jubainville. Kemer a reas kador ar yezhoù keltiek e skol-veur Roazhon war-lerc'h Joseph Loth e 1911.

Brudet eo dreist-holl evit an oberenn en deus savet, diwar an enklaskoù renet gantañ etre 1911 ha 1920, e 77 lec'h eus Breizh-Izel, l'Atlas linguistique de la Basse-Bretagne, anavet ivez evel an ALBB. Mont a ra 6 levrenn ha 600 kartenn d'ober an oberenn-mañ. Pep kartenn a ro troidigezhioù ur ger gallek hag an distagadur anezho, ha hini an deveradoù a-wezhioù. Embannet e oa al levrennoù diwezhañ dindan renerezh Fransez Falc'hun.

Kontañ a reer e reas an enklaskoù war varc'h-houarn.

Dielfennet e vo an oberenn-mañ goude gant Kenneth Jackson, Fransez Falc'hun, ha re all.

Levrlennadur

An Atlas

Adembannet e voe an ALBB gant ar gelaouenn STUDI, e CRDP Roazhon er bloavezhioù 1980.

Un ALBB all (Nouvel Atlas linguistique de la Basse-Bretagne) zo bet savet gant Jean Le Dû.

Oberennoù all

  • Le verbe breton.



Liammoù diavaez