Bernabò Visconti : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 76: Linenn 76:
#Ludovico (NC-1404), gouarnour [[Lodi]], a zimezas en 1381 d'e geniterv [[Yolande Visconti|Yolande]], merc'h da [[Galeazzo II Visconti]]
#Ludovico (NC-1404), gouarnour [[Lodi]], a zimezas en 1381 d'e geniterv [[Yolande Visconti|Yolande]], merc'h da [[Galeazzo II Visconti]]
#Rodolfo (1358-1388), aotrou Parma
#Rodolfo (1358-1388), aotrou Parma
#Carlo (1359-1403) aotrou Parma, a zimezas en 1382 da v-Béatrix, merc'h da [[Jean II d'Armagnac|Jean II '' an Tort '']], [[Liste des comtes d'Armagnac|comte d'Armagnac]] ha da Jeanne de Périgord
#Carlo (1359-1403) aotrou Parma, a zimezas en 1382 da v-Béatrix, merc'h da [[Yann II Armagnac|Yann II '' an Tort '']], [[kont Armagnac]] ha da Jeanne de Périgord
#Antonia (1360-1405) a zimezas en 1380 da [[Eberhard III Wurtemberg]]
#Antonia (1360-1405) a zimezas en 1380 da [[Eberhard III Wurtemberg]]
#[[Caterina Visconti (1362-1404)|Caterina]] (1360-1404) a zimezas en 1380 d'he c'henderv [[Gian Galeazzo Visconti]] a renas war-lerc'h Bernabò hag a voe rejantez he mab [[Gian Maria Visconti]] eus 1402 da 1404 hag a varvas gant ar c'hontamm
#[[Caterina Visconti (1362-1404)|Caterina]] (1360-1404) a zimezas en 1380 d'he c'henderv [[Gian Galeazzo Visconti]] a renas war-lerc'h Bernabò, hag a voe rejantez he mab [[Gian Maria Visconti]] eus 1402 da 1404, hag a varvas gant ar c'hontamm
#[[Valentina Visconti (1361-1393)]], pe Valenza (ca 1361-1393), a zimezas en 1378 da [[Pierre II de Chypre|Pierre II de Lusignan]], [[roue Kiprenez]]
#[[Valentina Visconti (1361-1393)]], pe ''Valenza'' (ca 1361-1393), a zimezas en 1378 da [[Pierre II de Chypre|Pierre II de Lusignan]], [[roue Kiprenez]]
#[[Agnese Visconti|Agnese]] (war-dro 1362-1391) a zimezas en 1380 da [[Francesco Iañ Mantova]], [[aotrou Mantova]], a lakaas he dibennañ en 1391
#[[Agnese Visconti|Agnese]] (war-dro 1362-1391) a zimezas en 1380 da [[Francesco Iañ Mantova]], [[aotrou Mantova]], a lakaas he dibennañ en 1391,
#Maddalena (1366-1404) a zimezas en 1381 da [[Frédéric de Bavière|Frédéric de Bavière-Landshut]]
#''Maddalena'' (1366-1404) a zimezas en 1381 da [[Friedrich von Bayern-Landshut]]
#Gianmastino (1370-1405) a voe aotrou [[Bergamo]] a zimezas en 1385 da g-Cleofe, merc'h da [[Antonio Iañ della Scala]], aotrou [[Verona]],
#''Gianmastino'' (1370-1405) a voe aotrou [[Bergamo]] a zimezas en 1385 da g-Cleofe, merc'h da [[Antonio Iañ della Scala]], aotrou [[Verona]],
#Lucia (1372-1424) a zimezas en 1407 da Edmund Holand, 4<sup>e</sup> kont Kent,
#Lucia (1372-1424) a zimezas en 1407 da Edmund Holand, 4<sup>e</sup> kont Kent,
#Elisabetta (war-dro 1374-1432) a zimezas en 1395 da [[Ernst Iañ Bavaria]], [[dug Bavaria]]
#Elisabetta (war-dro 1374-1432) a zimezas en 1395 da [[Ernst Iañ Bavaria]], [[dug Bavaria]]
Linenn 90: Linenn 90:


*[[Ambroggio Visconti|Ambroise]] (1343-1373) a voe gouarnour [[Pavia]] ha [[condottiero]] evit e dad
*[[Ambroggio Visconti|Ambroise]] (1343-1373) a voe gouarnour [[Pavia]] ha [[condottiero]] evit e dad
*Estorre (1346-1413) a gemeras ar galloud e Milano, e Mae 1412, pa varvas an dug [[Gian Maria Visconti]] hag a voe distroadet, peder sizhun goude, e Mezheven, jugant [[Filippo Maria Visconti]]
*''Estorre'' (1346-1413) a gemeras ar galloud e Milano, e Mae 1412, pa varvas an dug [[Gian Maria Visconti]] hag a voe distroadet, peder sizhun goude, e Mezheven, jugant [[Filippo Maria Visconti]]
*Sagramoro (NC-1385) a voe aotrou [[Brignano Gera d'Adda|Brignano]], hendad tiegezhioù konted [[Sezze]] (echuet en 1716), markizien [[San Giorgio di Lomellina|San Giorgio]] (echuet en 1724), des seigneurs de [[Brignano Gera d'Adda|Brignano]] (extinction en 1764), konted [[Saliceto (Italia)|Saliceto]] (echuet en 1924) ha markizien [[Borgoratto Mormorolo|Borgoratto]] (echuet en 1787).
*''Sagramoro'' (NC-1385) a voe aotrou [[Brignano Gera d'Adda|Brignano]], hendad tiegezhioù konted [[Sezze]] (echuet en 1716), markizien [[San Giorgio di Lomellina|San Giorgio]] (echuet en 1724), des seigneurs de [[Brignano Gera d'Adda|Brignano]] (extinction en 1764), konted [[Saliceto (Italia)|Saliceto]] (echuet en 1924) ha markizien [[Borgoratto Mormorolo|Borgoratto]] (echuet en 1787).


== Liammoù==
== Liammoù==

Stumm eus an 30 Gwe 2011 da 07:14

Bernabò Visconti
( skeudenn dizanv eus an XVIIIvet kantved)

Bernabò Visconti, ganet e Milano e 1323 ha marvet e 1385 e Trezzo sull'Adda, a voe Aotrou Milano eus 1354 da 1385.

E vuhez

Bernabò Visconti a oa trede mab Stefano Visconti ha Valentina Doria (1290-1359).

E dad, Stefano, a oa pempvet mab an aotrou Matteo Iañ Visconti. An tri breur, Matteo II Visconti, Galeazzo II Visconti ha Bernabò, a en em gavas, goude marvioù o eontr Galeazzo Iañ Visconti, o c'henderv Azzon, hag o daou eontr all Luchino Visconti ha Giovanni Visconti, o devoa renet o-daou e Milano, bezañ an diskennidi diwezhañ eus an tiegezh.
E miz Gouhere 1340 e kemeras perzh gant e vreudeur en irienn Francesco Pusterla hag uhelidi all, a-enep e eontred Giovanni Visconti ha Luchino Visconti a oa o paouez kemer lec'h o c'henderv Azzon Visconti. Disklêriet e voe an irienn, Luchino a gastizas an iriennerien, hag a lezas e nized.

En 1343 e c'hanas e serc'h Beltramola Grassi e vab kentañ, Ambroggio Visconti (1343-1373), ar c'hentañ bugel eus un aridennad hir, etre 28 ha 35 bugel a-hervez, da lavarout eo etre 13 hag 20 gant serc'hed, hag ar peurrest gant e wreg Reine della Scala. [1].

Bernabò Visconti hag e bried Beatrice Regina Della Scala

En 1346, goude un irienn all e rankas mont d'an harlu war un dro gant e vreudeur. Ha Bernabò kuit eus Milano da veajiñ dre Savoia, Flandrez, hag en Gall, ma voe ostizet e lez ar roue Fulup VI en 1348.
E miz Meurzh 1349, goude marv Luchiano Visconti, e voe galvet ar vreudeur gant o eontr an arc'heskob Giovanni Visconti, vikel an impalaer santel, hag en doa kemeret ar stur goude e vreur Luchiano Visconti, abalamour dezho da gemer perzh er gouarnamant, ha da gemer ar stur war e lerc'h.

D'ar 27 a viz Gwengolo 1350, e timezas e Verona da Reine della Scala (1331-1384), merc'h da Mastino II della Scala, aotrou Verona ha Vicence, ha Taddea.

Skoed an tiegezh Visconti.

D'ar 5 a viz Here 1354 e varvas Giovanni Visconti (arc'heskob) Giovanni Visconti ma teuas e dri niz Matteo II, Galeazzo II ha Bernabò da vezañ kenaotrouien kêr Milano goude rannañ etrezo an aotrouniezhioù e dalc'h kêr :

Bernabò a lakaas kregiñ da sevel gwikadell Bergamo. D'ar 26 a viz Gwengolo 1355 e varvas Matteo II Visconti[3] ha Bernabò a gemeras gwikadelloù Lodi, Parma, Bologna, ha Pontremoli. Goude dichekadennoù graet d'an impalaer santel Karl IV gant ar baotred Visconti e teuas Markward von Raudeck, vikel an impalaer, gant un arme dirak kêr Milano d'ar 4 a viz Here 1356. D'an 12 a viz Du e voe prizoniet vikel an impalaer gant soudarded Bernabò a oa renet gant Lodrisio Visconti, un niz da Mateo Iañ Visconti .

Bernabò a greñvaas ar palez San Giovanni in Conca hag a gaeraas an iliz heñvelanvet, [4]: en-dro dezhi e oa bet astennet palez an duged, ma servije da chapel gant ar re Visconti. Distrujet e voe e 1949.

En 1359 e klaskas Bernabò adkemer Bologna, a oa bet roet gant Giovanni Visconti d'Oleggio d'ar pab Inosant VI. Ha droug er pab, ma tamallas da Vernabo bout disivouder en Eost 1360. Bloaz goude eo an impalaer Karl IV a reas d'e vikel embann kondaonidigezh Bernabo.

E miz Gouhere 1361 e voe trec'het arme Bernabò e San Ruffillo[5] gant soudarded ar pab kaset gant Galeotto Malatesta. Un taol fall e voe: 700 den lazhet, 200 gloazet, 1300 prizoniad. [6] ha kollet teñzor an arme.
Bloaz goude, d'ar 14 a viz Here 1362, e voe lazhet Ugolino, mab da Guido Mantova, aotrou kêr Mantova, ha pried Catarina, merc'h da Matteo II Visconti, gant ar vreudeur. Diwar se e savas bec'h etre Mantova ha Bernabò .



E varv

Bez Barnabé ha Béatrice Reine Visconti,
delwenn gant Bonino da Campione, Castello Sforzesco.

Er vac'h e varvas Bernabò d'an 19 a viz Kerzu 1385, kontammet gant Gian Galeazzo , en devoa gortozet c'hwec'h vloaz evit kastizañ e eontr war-lerc'h e zichekadennoù kozh.

E vugale

Restr:Bernabò e Beatrice Visconti.jpg.jpg
Bernabò hag e bried, Beatrice

Pemzek bugel en doe gant Regina della Scala :

  1. Taddea (war-dro 1351-1381) a zimezas , en 1364, da Étienne III Bavaria, Dug Bavaria-Ingolstadt
  2. Verde (war-dro 1352-war-dro 1414) a zimezas, en 1365, da Leopold III Habsbourg, dug Stiria
  3. Marco (1353-1382) a voe aotrou Parma a zimezas en 1367 da Isabella, merc'h da Frederig Bavaria-Landshut
  4. Ludovico (NC-1404), gouarnour Lodi, a zimezas en 1381 d'e geniterv Yolande, merc'h da Galeazzo II Visconti
  5. Rodolfo (1358-1388), aotrou Parma
  6. Carlo (1359-1403) aotrou Parma, a zimezas en 1382 da v-Béatrix, merc'h da Yann II an Tort , kont Armagnac ha da Jeanne de Périgord
  7. Antonia (1360-1405) a zimezas en 1380 da Eberhard III Wurtemberg
  8. Caterina (1360-1404) a zimezas en 1380 d'he c'henderv Gian Galeazzo Visconti a renas war-lerc'h Bernabò, hag a voe rejantez he mab Gian Maria Visconti eus 1402 da 1404, hag a varvas gant ar c'hontamm
  9. Valentina Visconti (1361-1393), pe Valenza (ca 1361-1393), a zimezas en 1378 da Pierre II de Lusignan, roue Kiprenez
  10. Agnese (war-dro 1362-1391) a zimezas en 1380 da Francesco Iañ Mantova, aotrou Mantova, a lakaas he dibennañ en 1391,
  11. Maddalena (1366-1404) a zimezas en 1381 da Friedrich von Bayern-Landshut
  12. Gianmastino (1370-1405) a voe aotrou Bergamo a zimezas en 1385 da g-Cleofe, merc'h da Antonio Iañ della Scala, aotrou Verona,
  13. Lucia (1372-1424) a zimezas en 1407 da Edmund Holand, 4e kont Kent,
  14. Elisabetta (war-dro 1374-1432) a zimezas en 1395 da Ernst Iañ Bavaria, dug Bavaria
  15. Anglesia (NC-1439) a zimezas en 1400 da Janus Lusignan, roue Kiprenez, hag a gasas anezhi kuit war-dro 1407, dre ma ne c'hane bugel ebet.

Gant maouezed all, serc'hed pe nann, [7] hag a-raok e eured da Beatrice Regina en doe etre 13 hag 20 bugel bastard a voe anavezet gantañ. Darn anezho a voe brudet, evel :

Liammoù


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. ((it) Storia di Milano et (en) Foundation for Medieval Genealogy)
  2. "San Donnino" zo ur c'harter hiziv e mervent Modena (Emilia-Romagna).
  3. En he zestamant e skrivo Valentina Doria, mamm an tri c'henaotrou, eo sur e voe lazhet Matteo gant e vreudeur. ((it) Storia di Milano)
  4. Distrujet e voe an iliz en 1162 gant Frédéric Barberousse hag adsavet en XIIIvet kantved.
  5. Hiziv eo deuet San Ruffillo da vezañ ur c'harter eus gevred kêr Bologna (e rannvro Emilia-Romagna), hogen neuze e oa ur c'hreñvlec'h eno.
  6. Source : (it) Buhezioù condottiere Italia etre 1330 ha 1550.
  7. E-touez serc'hed Bernabò e oa Beltramola Grassi, Beltameda Cassa, Montanina de Lazzari, Giovanolla Montebretto, Donnina Porro ha Caterina di Cremona.

Pennadoù kar