Krater : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4: Linenn 4:
Ur '''c'hrater''' pe ur '''c'hrater stokadenn''' zo ur gleuzenn don pe donoc'h e stumm ur c'helc'h a zo bet stummet war-lerc'h stokadenn un draez a oa bras a-walc'h da chom hep bezañ distrujet penn-da-benn gant ar stokadenn. Implijout a reer ar ger-se e [[steredoniezh]] peurgetket d'ober anv eus disoc'h stokadur ar c'horfoù-oabl (un [[asteroidenn]] pe ur [[steredenn-lostek]] kouezhet war-c'horre ur blanedenn da skouer).
Ur '''c'hrater''' pe ur '''c'hrater stokadenn''' zo ur gleuzenn don pe donoc'h e stumm ur c'helc'h a zo bet stummet war-lerc'h stokadenn un draez a oa bras a-walc'h da chom hep bezañ distrujet penn-da-benn gant ar stokadenn. Implijout a reer ar ger-se e [[steredoniezh]] peurgetket d'ober anv eus disoc'h stokadur ar c'horfoù-oabl (un [[asteroidenn]] pe ur [[steredenn-lostek]] kouezhet war-c'horre ur blanedenn da skouer).


Dre vras e komzer eus astrokudenn d'ober anv eus holl zilerc'hioù ar stokadenn. n'eo ar c'hrater nemet ul lodenn eus an dilerc'hioù.
Dre vras e komzer eus astrokudenn d'ober anv eus holl zilerc'hioù ar stokadenn. N'eo ar c'hrater nemet ul lodenn eus an dilerc'hioù.


== Kraterioù an Douar ==
== Kraterioù an Douar ==

Stumm eus an 27 Gwe 2011 da 14:32


Ar c'hrater stokadenn anvet Tycho war-c'horre al Loar.
Stok ur maen-kurun bras hervez un arzour

Ur c'hrater pe ur c'hrater stokadenn zo ur gleuzenn don pe donoc'h e stumm ur c'helc'h a zo bet stummet war-lerc'h stokadenn un draez a oa bras a-walc'h da chom hep bezañ distrujet penn-da-benn gant ar stokadenn. Implijout a reer ar ger-se e steredoniezh peurgetket d'ober anv eus disoc'h stokadur ar c'horfoù-oabl (un asteroidenn pe ur steredenn-lostek kouezhet war-c'horre ur blanedenn da skouer).

Dre vras e komzer eus astrokudenn d'ober anv eus holl zilerc'hioù ar stokadenn. N'eo ar c'hrater nemet ul lodenn eus an dilerc'hioù.

Kraterioù an Douar

Pennad eus 1905

War c'horre an Douar e vez diaes anavezout ar c'hraterioù peurliesañ. Betek ar bloavezhioù tri-ugent, deroù « oadvezh an egor », e vezent lakaet war gont ar menezioù-tan peurliesañ. A-drugarez d'ar gwellaennoù degaset gant studioù an egor, diorroadur ar skeudennoù douarouriezh, dre loarel pe ar geofizik, o deus gellet an douarourien reishañ tamm-ha-tamm ar meskajoù kozh hag ober dizoloadennoù nevez.

Koulskoude e teu ar c'hraterioù da vezañ labezet buan abalamour d'an endro a gaver war an Douar :

  • Aergelc'h ar blanedenn a warez anezhi mat-tre, hag ar pep brasañ eus ar maen-kurun bihanoc'h evit 10 m treuzkiz ne dizhont ket gorre ar blanedenn. Ar re zo brasoc'h (betek 20 m) a darzh e-pad o nijadenn en aergelc'h ha re c'horrek eo o zammoù n'o deus ket energiezh a-walc'h ken da gleuzañ kraterioù bras.
  • Krignet eo gorre an Douar gant an dour o redek, ha gant an avelioù.
  • Ar vuhez, un anadenn he deus war an Douar ur pouez hep he far e Koskoriad an Heol, a vuana kalz tizh ar gouelezennadur en dour. War-c'horre an Douar e laka gwiskadoù plantel da c'holeiñ ar c'hraterioù.
  • Labourat a ra tektonik ar plakennoù c'hoazh. Ul lodenn vras eus gorre an Douar a vez nevesaet ingal a-vuzul ma'z a un all da get.
  • 70 % eus gorre an Douar zo goloet gant dour a zigresk efed ar stokadennoù.

Miret he deus al Loar, e lec'h ma n'eus na dour (pe hogozik), nag aergelc'h, na buhez, ar roudoù lezet gant holl ar stokadennoù zo bet war he gorre abaoe ma oa sonnet he zektonik. Reiñ a ra ur soñj mat eus an niver a gorfoù zo stoket ouzh an Douar.

Ar stokadennoù o deus lezet kraterioù bras (en tu all da gant kilometr treuzkiz) o deus pouezet moarvat war emdroadur ar spesadoù bev. Ar stokadenn he deus savet Krater Chicxulub, da skouer, he deus bet ur roll bras er steuziadur spesadoù a-vloc'h c'hoarvezet e diwezh ar C'hretase, a lakaas ar pep brasañ eus an dinosaored da vont da get.

Lod eus ar gweleadoù metal zo liammet ouzh ar stokadennoù-se evel ar gweleadoù aour ha platin zo e Sudbury e Kanada.

Liammoù diavaez