Elesbed Aostria (1554-1592) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
*''Ur pennad [[Elesbed Aostria]] zo ivez''.
*''Ur pennad [[Elesbed Aostria]] zo ivez''.
[[Image:Elisabeth of Austria France1.jpg|thumb|right|220px|Elesbed Aostria, pried ar roue gall [[Charlez IX]]. <small>Poltred gant [[François Clouet]] (1571)</small>.]]
[[Image:Elisabeth of Austria France1.jpg|thumb|right|220px|Elesbed Aostria, pried ar roue gall [[Charlez IX (Bro-C'hall)‎|Charlez IX]]. <small>Poltred gant [[François Clouet]] (1571)</small>.]]


'''Elesbed Aostria''' (1554–1592), ganet ha marvet e [[Vienna]], a oa ur briñsez aostrian hag a zeuas da vout [[rouanez Bro-C'hall]] goude dimeziñ d'ar roue gall [[Charlez IX]].
'''Elesbed Aostria''' (1554–1592), ganet ha marvet e [[Vienna]], a oa ur briñsez aostrian hag a zeuas da vout [[rouanez Bro-C'hall]] goude dimeziñ d'ar roue gall [[Charlez IX]].

Stumm eus an 26 Gwe 2011 da 01:53

Elesbed Aostria, pried ar roue gall Charlez IX. Poltred gant François Clouet (1571).

Elesbed Aostria (1554–1592), ganet ha marvet e Vienna, a oa ur briñsez aostrian hag a zeuas da vout rouanez Bro-C'hall goude dimeziñ d'ar roue gall Charlez IX.

Merc'h e oa d'an impalaer Masimilian II ha da Maria Spagn e bried.

He buhez

E 1570, da 16 vloaz, e timezas d'ar roue gall Charlez IX en iliz Mézières. E 1571 e voe kurunennet e Sant-Denez ha degemeret war an ton bras goude e kêr Bariz. Goude-se ne voe ket anv anezhi nemeur. Meur a yezh a gomze, nemet galleg ne rae ket.

E 1572 he doe ur verc'h, Marie-Élisabeth (1572-1578), hogen mab ebet.E-keit-se e talc'he he fried da zremprediñ e serc'h Marie Touchet, hag ur mab en doe, Charles de Valois-Auvergne, dug Angoulême, en 1573). Ne chomas nemet tri bloaz el lez c'hall. Klañvidik e oa he gwaz, ha mervel a reas e 1574. E 1576 e tistroas Elesbed da Aostria, he bro c'henidik, hep he merc'h, a oa priñsez a Vro-C'hall, hag a varvas e 1578 da 6 vloaz.



Lennegezh

Jean Antoine de Baïf en devoa dediet e Antigone dezhi e 1573, ma skrive:

O Reine, quand le ciel vous mena dans la France,
Comme un astre bénin répandant tout bonheur,
Paix vous accompagnait, et l'ancien honneur
Revint à la vertu par si bonne alliance.
Les Muses, qui gisaient sous l'obscure oubliance, (5)
Se montrèrent au jour, en nouvelle vigueur [...].