Gizah : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: vi:Giza
D r2.5.4) (Robot kemmet: lv:Gīza
Linenn 83: Linenn 83:
[[la:Giza]]
[[la:Giza]]
[[lt:Giza]]
[[lt:Giza]]
[[lv:Giza]]
[[lv:Gīza]]
[[ms:Giza]]
[[ms:Giza]]
[[nds-nl:Piramides van Giza]]
[[nds-nl:Piramides van Giza]]

Stumm eus an 21 Gwe 2011 da 03:16

Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt
Lec'hioù
Nomoù / Kêrioù
Monumantoù / Temploù
Takadoù bro
Goueled Egipt / Kreiz Egipt
Gorre Egipt / Nubia
Lec'hiadur
Gizah
Coordonnées géographiques : 29°59'N, 31°08'E


Gizah, en arabeg الجيزة (al-Gizah en Egipt, al-Jizah e lec'h all), a reer eus ur gêr eus Egipt lec'hiet war glann gleiz an Nil adal da gêr kozh Kaero. Brudet eo Gizah er bed a-bezh abalamour da biramidennoù bras, C'houfou[1], C'hefren ha Mikerinos, hag eus Sfiñs, testenioù eus sevenadurezh Henegipt, war ur bladenn, un nebeud kilometradoù diouzh kêr.


E-harz ar piramidennoù an hini en dije distaget Napoleon Bonaparte ar bommm brudet : "Soudarded, ho pezet soñj ez eus daou-ugent kantved o sellet ouzoc'h, diwar lein ar piramidennoù-se".[2], e-pad ergerzhadenn Egipt, d'an 21 a viz Even 1798, a-raok un emgann a-bouez,


Gizah hiziv

Restr:Gizah gwelet eus an oabl.jpg
Gizah gwelet eus an oabl

Hiziv ez eo Gizah pennlec'h ur broviñs, enni war-dro 2 500 000 annezad[3]. Deuet eo bremañ da vezañ ul lodenn eus meugêr Kaero.


Bered-veur Gizah

Taolenn eus strollad piramidennoù Gizah.

Sellet ouzh ar pennad Gizah

Emañ Bered-veur Gizah war ur bladenn, er gouelec'h, 8 km diouzh kreiskêr ha 25 km diouzh Kaero. Eno emañ Piramidenn C'houfou (Anavezet ivez evel ar "Biramidenn vras" ha "Piramidenn C'houfou"); [[Piramidenn C'hefren), un tamm bihanoc'h ; Piramidenn Menkaoura (pe Mikerinos), krenn a-walc'h he ment, asambles gant un niver a savadurioù bihanoc'h anvet "piramidennoù rouanez"; ha Sfiñs Gizah.

Diwar an deir vrasañ, hini C'hefren hepken he deus miret ul lodenn eus he gwiskad orin e maen-raz levnet, tost d'hec'h apex. Seblantout a ra brasoc'h ar biramidenn-se evit hini C'houfou zo en he c'hichen abalamour ma oa bet savet en ul lec'h uheloc'h, ha dre ma'z eo sershoc'h speurennoù ar savadur. E gwirionez ez eo bihanoc'h koulz e-keñver he ment hag he zolzennad.

Bered-Veur Gizah zo bet darempredet abaoe an Henamzer gant beajerien ha touristed, ha brudet e oa er marevezh in Hellenadek pa oa lakaet ar Biramidenn vras war roll seizh marzh ar bed gant Antipater Sidon. Hiziv an deiz ez eo an hini nemetañ eus holl ar marzhoù-se a chom.




Notennoù

  1. Khéops e galleg
  2. "Soldats, songez que du haut de ces pyramides, quarante siècles vous contemplent."
  3. 1 883 189 annezad e niveradeg 1986, 2 221 868 annezad e niveradeg 1996, 2 491 991 annezad a vefe e niveradeg 2007.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg