Mu'ammar al-Qaddafi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
{{LabourAChom}}
{{LabourAChom}}
[[Skeudenn:Muammar al-Gaddafi-09122003.jpg|thumb|right|Mu'amar Al-Qadhafi]]
[[Skeudenn:Muammar al-Gaddafi-09122003.jpg|thumb|right|Mu'amar Al-Qadhafi]]
'''Mu'ammar Abu Minyar al Qadhafi''' ([[arabeg]]: '''{{Audio|Ar-Muammar al-Qaddafi.ogg|معمر القذافي}}''', [[Treuzlizherennadur arabek|treuzlizherennadur]]: ''Mu‘ammar al-Qaḏḏāfī'' ; treuskrivadur brezhonekaet: Mouamar al-Kadafi), bet ganet e [[1942]].
'''Mu'ammar Abu Minyar al Qadhafi''' pe '''Mouamar al-Kadafi''' ([[arabeg]]: '''{{Audio|Ar-Muammar al-Qaddafi.ogg|معمر القذافي}}''', [[Treuzlizherennadur arabek|treuzlizherennadur]]: ''Mu‘ammar al-Qaḏḏāfī'' ; treuskrivadur brezhonekaet: Mouamar al-Kadafi), anvet da gustum '''ar c'horonal Kadafi''', zo un [[den Stad]] [[libia]]n, bet ganet d'an 19 a viz Even 1942 e Sirt.


Ofiser eus an arme e oa pa zeuas da vezañ ''[[de facto]]'' rener Libia goude un [[taol Stad]], e [[1969]], a ziskaras renad monarkiezh an tiegezh al-Sanussi a oa e penn ar vro neuze. Chom a reas e penn ar Stad e-pad 42 vloaz, ha sevel a reas e-doug an amzer-se un diktatouriezh a seller outi evel unan eus ar re galetañ er bed.
Milour, politikour hag e penn Stad [[Libia]] eo.


E [[1977]] e adaozas ensavadurioù politikel Libia oc'h ober eus ar vro ur ''[[Jamahiriya]]'', renet en un doare teorikel gant ur reizhiad [[demokratiezh eeun]]. Daoust ma tilezas e garg ofisiel a benn ar Stad libian, e [[1979]], e chomas e penn Libia gant an titl a « Heñcher dispac'h ar ''Jamahiriya'' bras arab libian poblek ha sokialour » (pe en un doare eeunoc'h « Heñcher an dispac'h » pe « « Breur heñcher »). Skrivet eo bet gantañ e oberenn al [[Levr Glas]] ma tispleg e gelennadurezh. Ingal e sav a-enep ar [[berbereg]], ha lavaret a rae e oa ar [[berbered|Verbered]] ur vojenn bet degaset gant trevadennourien Europa. Berz a lakas war ar berbereg en e vro.
Skrivet eo bet gantañ e oberenn al [[Levr Glas]].

War an dachenn etrebroadel e tifenne an [[hollarabouriezh]] hag an [[hollafrikanouriezh]]. Ne derme ket da arc'hantañ [[spontouriezh|aozadurioù spontour]] ha luskadoù emsavidi er bed a-drugarez d'ar gounidoù degaset gant an eoul-maen. Peurliesañ e seller outañ evel an hini a oa kiriek eus [[gwalldaol Lockerbie]] e [[1988]] hag eus ar [[Vol 772 UTA|gwalldaol a-enep an nij 772 UTA]] e [[1989]], ma oa lazhet 440 den. Da c'houde e reas strivoù kuit ma vefe re digenvez e vro war an dachenn diplomatek etrebroadel, kuit da vezañ taget gant ar Stadoù-Unanet.

Adalek miz C'hwevrer 2011 e oa hejet Libia gant un emsavadeg en e enep a droas buan e [[brezel sivil]] e 2011. Goude ma oa kemeret [[Tripoli (Libia)|Tripoli]] gant an emsavidi e miz Eost 2011 e erruas ar [[kuzul broadel tremen|c'huzul broadel tremen]] er galloud, ha Mouammar Kadafi a dec'has. Ne zeuer ket a-benn da c'houzout e pelec'h emañ hiziv an deiz. Savet zo bet ur [[Kemenn herzel etrebroadel|c'hemenn herzel etrebroadel]] evit [[torfed a-enepan denelezh]]. Tud a afer libian o deus prometet un arc'hopr d'an neb a ziskulio anezhañ.


Ingal e sav a-enep ar [[berbereg]], ha lavaret a ra ez eo ar Verbered ur vojenn bet degaset gant an drevadennourien eus Europa. Berz a laka war ar berbereg en e vro.


{{DEFAULTSORT:Qadhafi, Muamar Al}}
{{DEFAULTSORT:Qadhafi, Muamar Al}}

Stumm eus an 16 Gwe 2011 da 20:24

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Mu'amar Al-Qadhafi

Mu'ammar Abu Minyar al Qadhafi pe Mouamar al-Kadafi (arabeg: معمر القذافي , treuzlizherennadur: Mu‘ammar al-Qaḏḏāfī ; treuskrivadur brezhonekaet: Mouamar al-Kadafi), anvet da gustum ar c'horonal Kadafi, zo un den Stad libian, bet ganet d'an 19 a viz Even 1942 e Sirt.

Ofiser eus an arme e oa pa zeuas da vezañ de facto rener Libia goude un taol Stad, e 1969, a ziskaras renad monarkiezh an tiegezh al-Sanussi a oa e penn ar vro neuze. Chom a reas e penn ar Stad e-pad 42 vloaz, ha sevel a reas e-doug an amzer-se un diktatouriezh a seller outi evel unan eus ar re galetañ er bed.

E 1977 e adaozas ensavadurioù politikel Libia oc'h ober eus ar vro ur Jamahiriya, renet en un doare teorikel gant ur reizhiad demokratiezh eeun. Daoust ma tilezas e garg ofisiel a benn ar Stad libian, e 1979, e chomas e penn Libia gant an titl a « Heñcher dispac'h ar Jamahiriya bras arab libian poblek ha sokialour » (pe en un doare eeunoc'h « Heñcher an dispac'h » pe « « Breur heñcher »). Skrivet eo bet gantañ e oberenn al Levr Glas ma tispleg e gelennadurezh. Ingal e sav a-enep ar berbereg, ha lavaret a rae e oa ar Verbered ur vojenn bet degaset gant trevadennourien Europa. Berz a lakas war ar berbereg en e vro.

War an dachenn etrebroadel e tifenne an hollarabouriezh hag an hollafrikanouriezh. Ne derme ket da arc'hantañ aozadurioù spontour ha luskadoù emsavidi er bed a-drugarez d'ar gounidoù degaset gant an eoul-maen. Peurliesañ e seller outañ evel an hini a oa kiriek eus gwalldaol Lockerbie e 1988 hag eus ar gwalldaol a-enep an nij 772 UTA e 1989, ma oa lazhet 440 den. Da c'houde e reas strivoù kuit ma vefe re digenvez e vro war an dachenn diplomatek etrebroadel, kuit da vezañ taget gant ar Stadoù-Unanet.

Adalek miz C'hwevrer 2011 e oa hejet Libia gant un emsavadeg en e enep a droas buan e brezel sivil e 2011. Goude ma oa kemeret Tripoli gant an emsavidi e miz Eost 2011 e erruas ar c'huzul broadel tremen er galloud, ha Mouammar Kadafi a dec'has. Ne zeuer ket a-benn da c'houzout e pelec'h emañ hiziv an deiz. Savet zo bet ur c'hemenn herzel etrebroadel evit torfed a-enepan denelezh. Tud a afer libian o deus prometet un arc'hopr d'an neb a ziskulio anezhañ.