Deheubarth : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 29: Linenn 29:
Evel ar rouantelezhioù kembreat arall e padas betek aloudabeg an [[Normaned]], petra bennak ma ne oa ket dizalc'h a-hed ar wech.
Evel ar rouantelezhioù kembreat arall e padas betek aloudabeg an [[Normaned]], petra bennak ma ne oa ket dizalc'h a-hed ar wech.


Gant [[Llywelyn ap Seisyll]] eus [[kontelezh Gwynedd|Gwynedd]] e oa staget e 1018 ha gant [[Rhydderch ab Iestyn]] eus [[Morgannwg]] e 1023. [[Gruffydd ap Llywelyn]] a stagas ar vro adarre met goude e faezhidigezh ha varvelezh e [[Hereford]] e adkavas renziad [[Dinefwr]] e c'halloud.
Gant [[Llywelyn ap Seisyll]] eus [[Rouantelezh Gwynedd|Gwynedd]] e oa staget e 1018 ha gant [[Rhydderch ab Iestyn]] eus [[Morgannwg]] e 1023. [[Gruffydd ap Llywelyn]] a stagas ar vro adarre met goude e faezhidigezh ha varvelezh e [[Hereford]] e adkavas renziad [[Dinefwr]] e c'halloud.


=== Aloudabeg an Normaned ha diskar ar rouantelezh ===
=== Aloudabeg an Normaned ha diskar ar rouantelezh ===

Stumm eus an 3 Gwe 2011 da 13:08


Deheubarth
Deheubarth

904 – 1283
Location of Rouantelezh Deheubarth
Location of Rouantelezh Deheubarth
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Unvaniezh Dyfed ha Seisyllwg 904
 - Aloudabeg gant Bro-Saoz 1283
Banniel Deheubarth

Deheubarth (pe Dehoubarzh hervez doare ar brezhoneg a vremañ) a oa ur rouantelezh e mervent Kembre (deheu, dehou a dalv kement ha "kreisteiz").

Istor

Deheubarth kent an aloudabeg norman

Krouet e voe Deheubarth gant Hywel Dda war-dro 904 pa gemeras broioù Seisyllwg ha Dyfed. En amzer-se en em astenne war Dyfed, Ceredigion hag Ystrad Tywi. E gêrbenn a oa Dinefwr

Evel ar rouantelezhioù kembreat arall e padas betek aloudabeg an Normaned, petra bennak ma ne oa ket dizalc'h a-hed ar wech.

Gant Llywelyn ap Seisyll eus Gwynedd e oa staget e 1018 ha gant Rhydderch ab Iestyn eus Morgannwg e 1023. Gruffydd ap Llywelyn a stagas ar vro adarre met goude e faezhidigezh ha varvelezh e Hereford e adkavas renziad Dinefwr e c'halloud.

Aloudabeg an Normaned ha diskar ar rouantelezh

Eus 1078 da 1093 e renas Rhys ap Tewdur. Dont a reas a-benn da ziarbenn meur a daol-arnod d'e zidronañ ha brasaat a reas galloud e rouantelezh. Gourdrouzet e oa gant an Normaned-saoz ha ganto e voe lazhet e 1093 en ur zifenn Brycheinog. Goude e varv e voe aloubet an darn vrasañ eus e rouantelezh gant an Normaned-saoz. E-pad un amzer e voe kaset e vap, Gruffydd ap Rhys, d'un tec'hour. Adkemer ul lodenn vihan eus e rouantelezh, war dro Cantref Mawr, a deuas a-benn d'ober, met ar peurrest a oa bet kemeret gant aotrounez norman.

Un emsavadeg vras a oa a-enep an Normaned-saoz e 1136 ha kevreañ a reas Gruffydd ap Rhys gant Gwynedd. Asambles gant Owain Gwynedd ha Cadwaladr ap Gruffydd eus Gwynedd e trac'has an Normaned-saoz en Emgann Crug Mawr e-kichen Kardigan. Frankizañ a rejont Ceredigion a oaun darn istorel eus Deheubarth. Staget e oa gant Gwynedd, avat, ha Gruffydd ap Rhys a varvas er bloaz war-lec'h e plegennoù dianav.

Goude e vavelezh e dremenas ar rouantelez d'e vibien Anarawd, Cadell, Maredudd and Rhys ap Gruffydd. Er c'hontrol ar pezh a c'hoarvezhe alies ne vrezeljont ket evit an tron met ren a rejont an eil goude an egile. An hini yaouankañ,Rhys ap Gruffydd a renas eus 1155 da 1197 ha adaloubiñ a reas un darn vras eus rouantelezh e dad.

Goude e varv, avat, e oa rannet Deheubarth etre e vibien. Ar re-mañ a yeas da wizion Llelewyn Meur Gwynedd. Da get ez eas rouantelezh Deheubarth da vat e 1234, goude ma voe aotreet gourvibien d'ar roueed kozh da ren war Cantref Mawr hag Ystrad Towi betek 1283.

Tud brudet ganet e Deheubarth

Sulien eus Llanbadarn (g. 1030) a yeas da eskob e 1073. Skrivañ a reas kalz sagaioù. E servij an Iliz e heulias e vibien (ne oa ket difennet ouzh ar veleien dimeziñ c'hoazh). Rhygyfarch eus Llanbadarn a skrivas ur buhezskrid, "Buhez Sant-David".

Rouaned Deheubarth

Priñsed Deheubarth

E 1093 e krog aloubidigezh Deheubarth gant an Normaned-saoz.

Goude 1234 ne renas priñsed Deheubarth nemet war Cantref Mawr hag edo o galloud o vont war zisteraat.