Deheubarth : diforc'h etre ar stummoù
D →Deheubarth kent an aloudabeg norman: disambiguation |
→Aloudabeg an Normaned ha diskar ar rouantelezh: disambiguation |
||
Linenn 35: | Linenn 35: | ||
Eus 1078 da 1093 e renas [[Rhys ap Tewdur]]. Dont a reas a-benn da ziarbenn meur a daol-arnod d'e zidronañ ha brasaat a reas galloud e rouantelezh. Gourdrouzet e oa gant an [[Normaned-saoz]] ha ganto e voe lazhet e 1093 en ur zifenn [[Brycheinog]]. Goude e varv e voe aloubet an darn vrasañ eus e rouantelezh gant an [[Normaned-saoz]]. E-pad un amzer e voe kaset e vap, [[Gruffydd ap Rhys]], d'un tec'hour. Adkemer ul lodenn vihan eus e rouantelezh, war dro [[Cantref Mawr]], a deuas a-benn d'ober, met ar peurrest a oa bet kemeret gant aotrounez norman. |
Eus 1078 da 1093 e renas [[Rhys ap Tewdur]]. Dont a reas a-benn da ziarbenn meur a daol-arnod d'e zidronañ ha brasaat a reas galloud e rouantelezh. Gourdrouzet e oa gant an [[Normaned-saoz]] ha ganto e voe lazhet e 1093 en ur zifenn [[Brycheinog]]. Goude e varv e voe aloubet an darn vrasañ eus e rouantelezh gant an [[Normaned-saoz]]. E-pad un amzer e voe kaset e vap, [[Gruffydd ap Rhys]], d'un tec'hour. Adkemer ul lodenn vihan eus e rouantelezh, war dro [[Cantref Mawr]], a deuas a-benn d'ober, met ar peurrest a oa bet kemeret gant aotrounez norman. |
||
Un emsavadeg vras a oa a-enep an [[Normaned-saoz]] e 1136 ha kevreañ a reas [[Gruffydd ap Rhys]] gant [[Gwynedd]]. Asambles gant [[Owain Gwynedd]] ha [[Cadwaladr ap Gruffydd]] eus Gwynedd e trac'has an [[Normaned-saoz]] en [[Emgann Crug Mawr]] e-kichen [[Kardigan]]. Frankizañ a rejont [[Ceredigion]] a oaun darn istorel eus Deheubarth. Staget e oa gant Gwynedd, avat, ha [[Gruffydd ap Rhys]] a varvas er bloaz war-lec'h e plegennoù dianav. |
Un emsavadeg vras a oa a-enep an [[Normaned-saoz]] e 1136 ha kevreañ a reas [[Gruffydd ap Rhys]] gant [[Rouantelezh Gwynedd|Gwynedd]]. Asambles gant [[Owain Gwynedd]] ha [[Cadwaladr ap Gruffydd]] eus Gwynedd e trac'has an [[Normaned-saoz]] en [[Emgann Crug Mawr]] e-kichen [[Kardigan]]. Frankizañ a rejont [[Ceredigion]] a oaun darn istorel eus Deheubarth. Staget e oa gant Gwynedd, avat, ha [[Gruffydd ap Rhys]] a varvas er bloaz war-lec'h e plegennoù dianav. |
||
Goude e vavelezh e dremenas ar rouantelez d'e vibien [[Anarawd ap Gruffyd|Anarawd]], [[Cadell ap Gruffyd|Cadell]], [[Maredudd ap Guffyd|Maredudd]] and [[Rhys ap Gruffydd]]. Er c'hontrol ar pezh a c'hoarvezhe alies ne vrezeljont ket evit an tron met ren a rejont an eil goude an egile. An hini yaouankañ,[[Rhys ap Gruffydd]] a renas eus 1155 da 1197 ha adaloubiñ a reas un darn vras eus rouantelezh e dad. |
Goude e vavelezh e dremenas ar rouantelez d'e vibien [[Anarawd ap Gruffyd|Anarawd]], [[Cadell ap Gruffyd|Cadell]], [[Maredudd ap Guffyd|Maredudd]] and [[Rhys ap Gruffydd]]. Er c'hontrol ar pezh a c'hoarvezhe alies ne vrezeljont ket evit an tron met ren a rejont an eil goude an egile. An hini yaouankañ,[[Rhys ap Gruffydd]] a renas eus 1155 da 1197 ha adaloubiñ a reas un darn vras eus rouantelezh e dad. |
||
Goude e varv, avat, e oa rannet Deheubarth etre e vibien. Ar re-mañ a yeas da wizion [[Llelewyn Meur]] [[Gwynedd]]. Da get ez eas rouantelezh ''Deheubarth'' da vat e 1234, goude ma voe aotreet gourvibien d'ar roueed kozh da ren war [[Cantref Mawr]] hag [[Ystrad Towi]] betek 1283. |
Goude e varv, avat, e oa rannet Deheubarth etre e vibien. Ar re-mañ a yeas da wizion [[Llelewyn Meur]] [[Rouantelezh Gwynedd|Gwynedd]]. Da get ez eas rouantelezh ''Deheubarth'' da vat e 1234, goude ma voe aotreet gourvibien d'ar roueed kozh da ren war [[Cantref Mawr]] hag [[Ystrad Towi]] betek 1283. |
||
== Tud brudet ganet e Deheubarth == |
== Tud brudet ganet e Deheubarth == |
Stumm eus an 3 Gwe 2011 da 13:07
Deheubarth Deheubarth | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Unvaniezh Dyfed ha Seisyllwg | 904 | |||
- Aloudabeg gant Bro-Saoz | 1283 |
Deheubarth (pe Dehoubarzh hervez doare ar brezhoneg a vremañ) a oa ur rouantelezh e mervent Kembre (deheu, dehou a dalv kement ha "kreisteiz").
Istor
Deheubarth kent an aloudabeg norman
Krouet e voe Deheubarth gant Hywel Dda war-dro 904 pa gemeras broioù Seisyllwg ha Dyfed. En amzer-se en em astenne war Dyfed, Ceredigion hag Ystrad Tywi. E gêrbenn a oa Dinefwr
Evel ar rouantelezhioù kembreat arall e padas betek aloudabeg an Normaned, petra bennak ma ne oa ket dizalc'h a-hed ar wech.
Gant Llywelyn ap Seisyll eus Gwynedd e oa staget e 1018 ha gant Rhydderch ab Iestyn eus Morgannwg e 1023. Gruffydd ap Llywelyn a stagas ar vro adarre met goude e faezhidigezh ha varvelezh e Hereford e adkavas renziad Dinefwr e c'halloud.
Aloudabeg an Normaned ha diskar ar rouantelezh
Eus 1078 da 1093 e renas Rhys ap Tewdur. Dont a reas a-benn da ziarbenn meur a daol-arnod d'e zidronañ ha brasaat a reas galloud e rouantelezh. Gourdrouzet e oa gant an Normaned-saoz ha ganto e voe lazhet e 1093 en ur zifenn Brycheinog. Goude e varv e voe aloubet an darn vrasañ eus e rouantelezh gant an Normaned-saoz. E-pad un amzer e voe kaset e vap, Gruffydd ap Rhys, d'un tec'hour. Adkemer ul lodenn vihan eus e rouantelezh, war dro Cantref Mawr, a deuas a-benn d'ober, met ar peurrest a oa bet kemeret gant aotrounez norman.
Un emsavadeg vras a oa a-enep an Normaned-saoz e 1136 ha kevreañ a reas Gruffydd ap Rhys gant Gwynedd. Asambles gant Owain Gwynedd ha Cadwaladr ap Gruffydd eus Gwynedd e trac'has an Normaned-saoz en Emgann Crug Mawr e-kichen Kardigan. Frankizañ a rejont Ceredigion a oaun darn istorel eus Deheubarth. Staget e oa gant Gwynedd, avat, ha Gruffydd ap Rhys a varvas er bloaz war-lec'h e plegennoù dianav.
Goude e vavelezh e dremenas ar rouantelez d'e vibien Anarawd, Cadell, Maredudd and Rhys ap Gruffydd. Er c'hontrol ar pezh a c'hoarvezhe alies ne vrezeljont ket evit an tron met ren a rejont an eil goude an egile. An hini yaouankañ,Rhys ap Gruffydd a renas eus 1155 da 1197 ha adaloubiñ a reas un darn vras eus rouantelezh e dad.
Goude e varv, avat, e oa rannet Deheubarth etre e vibien. Ar re-mañ a yeas da wizion Llelewyn Meur Gwynedd. Da get ez eas rouantelezh Deheubarth da vat e 1234, goude ma voe aotreet gourvibien d'ar roueed kozh da ren war Cantref Mawr hag Ystrad Towi betek 1283.
Tud brudet ganet e Deheubarth
Sulien eus Llanbadarn (g. 1030) a yeas da eskob e 1073. Skrivañ a reas kalz sagaioù. E servij an Iliz e heulias e vibien (ne oa ket difennet ouzh ar veleien dimeziñ c'hoazh). Rhygyfarch eus Llanbadarn a skrivas ur buhezskrid, "Buhez Sant-David".
Rouaned Deheubarth
- Hywel Dda ap Cadell (909 – 950)
- Rhodri ap Hywel (950 – 953)
- Edwin ap Hywel (950 – 954)
- Owain ap Hywel (950 – 987)
- Maredudd ab Owain (987 – 999)
- Cynan ap Hywel (roue Gwynedd) (999 – 1005)
- Edwin ab Einion (1005 – 1018)
- Cadell ab Einion (1005 – 1018)
- Llywelyn ap Seisyll (ha roue Gwynedd) (1018 – 1023)
- Rhydderch ab Iestyn (Priñs Gwent) (1023 – 1033)
- Hywel ab Edwin (1033 – 1044)
- Gruffydd ap Llywelyn (roue war an darn vrasañ eus Kembre ) (1044 – 1047)
- Gruffydd ab Rhydderch (1047 – 1055)
- Gruffydd ap Llywelyn (roue war an darn vrasañ eus Kembre) (1055 – 1063)
- Maredudd ab Owain (1063 – 1072)
- Rhys ab Owain (1072 – 1078)
- Rhys ap Tewdwr (1078 – 1093)
Priñsed Deheubarth
E 1093 e krog aloubidigezh Deheubarth gant an Normaned-saoz.
- Gruffudd ap Rhys (1135 – 1137) (roue war an darn ne oa ket bet aloubet gant ar Normaned)
- Anarawd ap Gruffudd (1137 – 1143)
- Cadell ap Gruffudd (1143 – 1153)
- Maredudd ap Gruffydd (1153 – 1155)
- Rhys ap Gruffydd (1155 – 1197)
- Gruffydd ap Rhys (1197 – 1201)
- Maelgwyn ap Rhys (1199 – 1230)
- Rhys Gryg (1216 – 1234)
Goude 1234 ne renas priñsed Deheubarth nemet war Cantref Mawr hag edo o galloud o vont war zisteraat.
- Rhys Mechyll (1234 – 1244)
- Maredudd (1244 – 1271) (Maredudd ap Rhys ?)
- Rhys ap Maredudd (1271 – 1283)