Holen : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ku:Xwê |
D r2.6.4) (Robot ouzhpennet: mdf:Сал |
||
Linenn 96: | Linenn 96: | ||
[[ku:Xwê]] |
[[ku:Xwê]] |
||
[[lv:Sāls]] |
[[lv:Sāls]] |
||
[[mdf:Сал]] |
|||
[[ml:കറിയുപ്പ്]] |
[[ml:കറിയുപ്പ്]] |
||
[[mr:मीठ]] |
[[mr:मीठ]] |
Stumm eus an 29 Eos 2011 da 03:41
An holen a zo ur maenad graet eus kloridenn sodiom dreist-holl. An holen a zo ret evit ma vefe buhez war an douar, met e nebeudadoù. Fall e teu da vezañ d'al loened ha d'ar plant pa ez eus re anezhañ.
Un temz-boued eo ivez, unan eus ar re goshañ hag ar re voutin er bed. Hag implijet e vez ivez evit ar salladur, a zo un doare da virout ar boued gantañ. An holen evit bezañ debret a c'hall kaout meur a stumm : holen-taol puraet pe get, e meur a vent, blaz ha liv. Eztennet eo gant an den eus ar mor pe an douar, abaoe pell.
Istor
Pa eo gouest an den modern da virout e voued e boestoù pe dre ar yenijenn abaoe ur c'hant bloaz bennak nemetken, an holen a zo bet an doare da virout ar boued abaoe miliadoù a vloavezhioù. Kavet eo bet war ul lec'hienn henoniel e Roumania e veze dija implijet gant tud eus an Neolitik eus sevenadur Cucuteni-Trypillia war-dro 6050 kent JK[1]. Ul lec'hienn produiñ all a zo bet kavet e rannvro Shanxi, e Sina, kozh-noe ivez (6000 bloaz kent JK).
Eus ar Grenn-amzer d'an dispac'h gall e oa un tailh war an holen e Bro-C'hall anvet an tell-holen (gabelle e galleg). Ne oa ket anezhi e Breizh avat, neuze e oa kalz floderien etre an div vro, da skouer war Marzhoù Breizh.
Rummoù
Holen naturel
Pa n'eo ket bet puraet an holen e chom gant holl e vaenadoù naturel, ha yac'hoc'h eo eta, pinvidikoc'h e magneziom hag e louc'helfennoù. Menegomp ar flour-holen a zo dornzastumet er paludoù. Brudet eo hini Gwenrann da skouer.
Holen puraet
Puraat an holen a ro un holen gwenn-kann ha munut, met kollet gantañ e berzhioù boued hag ouzhpennet ennañ harperioù ha danvez fluoret ha iodet. Implijet e vez ar muiañ gant an dud er bed avat. Implijet e vez ivez evit produiñ paper, gwiad, soavon ha skarzherioù.
Holenn-taol
An holen-taol a zo un holenn puraet, 95% pe ouzhpenn kloridenn sodiom ennañ. Graet e vez gantañ e keginerezh broioù ar c'hornog. Kavet e vez alies war an taolioù gant ar pebr.
Pa eo bras ar greunioù e vez kaoz eus holen kras, holen glas, holen gros, pe holen rous. A-hend-all eo "holen fin". Gallout a ra bezañ holen gwenn pe holen gris.
Teknikoù produiñ
- Holenn-maen : ur gwiskad maenad kalz holen ennañ eo, graet pell-pell zo dre ziaezhennadur lennoù pe morioù diabarzh. Eztennet e vez eus ur vengleuz pe dre ensinklañ dour,
- Holen-mor : produet eo dre ziaezhennañ an dour mor en ur palud,
- Gallout a reer tennañ an holen end-eeun eus ar mor dre an hili, da lâret eo dour gant kalz holen ennañ.
Evit keginañ hag all
Implijet e vez an holen evit temzañ ar meuzioù ha mirout ar boued : an irvin, ar c'hig (kaoz vez neuze eus "kig-sezon"), ar pesked (an harink, ar moru...). Met ivez evit dousaat an dour evit ar skaoterezioù hag evit dierc'hañ pe diskornañ an hentoù.
Skouerioù meuzioù ma vez graet gant holen : braog pe glazenn pobet en holen, ...
A bep seurt
- 35 g/l eo holenegezh an dour mor well-wazh, met ar morioù serr pe peuzserr a zo kalz nebeutoc'h pe muioc'h a holen enno, evel ar Mor Baltel (10 g/l) pe er c'hontrol ar Mor Marv (330 g/l) hag ar Mor Ruz, mor salletañ ar bed.
- en Testamant Nevez, Jezuz a gomz eus "holen ar bed" evit an Iliz pe ar Gristianed,
- Bagad Holen Mor, eus Gwenrann.
Troioù-lavar
- Ali hag holen A roer dan hini a c'houlenn.
Gwelit ivez
Notennoù
- ↑ Antiquity.ac.uk Antiquity, Vol 79 No 306 December 2005 The earliest salt production in the world: an early Neolithic exploitation in Poiana Slatinei-Lunca, Romania Olivier Weller & Gheorghe Dumitroaia