Marc'h Troia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10: Linenn 10:


En hengoun [[Henc'hres]] e veze graet Δούρειος Ἵππος, ''Doúreios Híppos'', ar "marc'h prenn", eus marc'h Troia e rannyezh Homeros.
En hengoun [[Henc'hres]] e veze graet Δούρειος Ἵππος, ''Doúreios Híppos'', ar "marc'h prenn", eus marc'h Troia e rannyezh Homeros.

== An istor el lennegezh ==
[[File:RomanVirgilFolio101r.jpg|thumb|250px|Sinon zo degaset da Briam, folio 101r eus ar ''[[Vergilius Romanus]]'']]
Hervez [[Quintus Smyrnaeus]], [[Odisseüs]] en doe ar soñj da sevel ur pikol marc'h prenn (arouez Troia e oa ar marc'h), da guzhat un nebeud brezelourien ennañ, ha plantañ ar soñj e penn an Droianed da gas ar marc'h en o c'heoded evel arouez-trec'h. Dindan renerezh [[Epeios]] e savjont anezhañ e tri devezh. Hervez gwidre Odisseüs e ranke chom un den er-maez al loen-kezeg. Ober a rafe van da vezañ bet dilezet gant ar C'hresianed, ha m'o defe lezet ar marc'h evel ur prof evit an Droianed. Ur brezelour akean anvet [[Sinon]] a voe an hini nemetañ oc'h en em ginnig evit ar roll. Virgilius a zeskriv an emgav etre Sinon hag an Droianed : Dont a ra Sinon a-benn da lakaat anezhe da grediñ eo bet dilezet hag ez eo aet kuit an [[Akeaned]]. Sinon a lavar ez eo ar marc'h ur prof d'an doueez [[Atena]] abalamour da zousaat anezhi goude disakradur he zempl e Troia gant an Akeaned, hag evit gallout ober ur veaj zizañjer betek ar gêr. Savet e oa bet ur marc'h bras-kenañ, hervezañ, kuit ma c'hallfe an Droianed kas anezhañ en o c'heoded, ha treiñ an doueez a-du gante evel-se.

Endra ma c'houlennataont Sinon, ar beleg [[Laokoon]] a zivin an taol-gwidre hag a lavar d'an Droianed diwall, e gerioù brudet Vergilius "[[Timeo Danaos et dona ferentes]]" (Aon am eus rak an [[Danaed]] memes ar re a zegas profoù).<ref>Henc'hresianeg : Φοβού τους Δαναούς και δώρας φέρονταις [http://www.poetryintranslation.com/PITBR/Latin/VirgilAeneidII.htm#_Toc536009311 Virgil:Aeneid II Aeneis II]</ref>. Met an doue [[Poseidon ]] a gasas div naer vor da dagañ anezhañ gant e vugale Antifantes ha Timbraeus, a-raok ma vefe kredet e gemennadur gant Troian ebet. Hervez [[Biblioteke]] ar [[Pseudo-Apollodoros]] e oa kaset an div naer gant [[Apollon]] abalamour ma oa bet kunujennet gant Laokoon o c'hoari daou dirak ur skeudenn eus an doue<ref>''[[Biblioteke]]'' ar [[Pseudo-Apollodoros]], ''[http://www.perseus.tufts.edu/hopper/text?doc=Perseus%3Atext%3A1999.01.0022%3Atext%3DEpitome%3Abook%3DE%3Achapter%3D5%3Asection%3D18 Epit. E.5.18 Epitome]''</ref> [[Elena Kerdroia|Elena Troia]] a gompren ivez an taol gwidre hag e klask da douellañ ha da ziskuliañ an Akeaned kuzher er marc'h o trevezañ mouezh o gwragez. Darbet eo da [[Antiklos]] respont met [[Odisseüs]] a serr e c'henoù gant e zorn.<ref>[[Homeros]], ''[[Odisseia]]'', [http://www.perseus.tufts.edu/hopper/text?doc=Perseus%3Atext%3A1999.01.0136%3Abook%3D4%3Acard%3D265 4. pp 274-289].</ref>. Merc'h ar [[Priam|roue Priam]], [[Kasandra]], the diouganerez Troia, a zisklêr e vo degaset diskar ar geoded hag hini tiegezh ar roue. N'he selaouer ket kennebeut, avat.<ref>[[Virgilius]], an ''[[Aeneis]].'' troet gant Robert Fitzgerald. New York: Everyman's Library, 1992. Print.</ref>

<!--
Meneget eo istor ar marc'h en ''[[Odisseia]]'':
:''What a thing was this, too, which that mighty man wrought and endured in the carven horse, wherein all we chiefs of the [[Argives]] were sitting, bearing to the Trojans death and fate!'' [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=hom.+od.+4.271 4.271 ff]
: ''But come now,change thy theme, and sing of the building of the horse of wood, which [[Epeius]] made with [[Athena]]'s help, the horse which once Odysseus led up into the citadel as a thing of guile, when he had filled it with the men who sacked Ilion .'' [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=hom.+od.+8.487 8.487 ff] (trans. [[Samuel Butler]])

The most detailed and most familiar version is in Virgil's ''Aeneid'', Book II [http://www.poetryintranslation.com/PITBR/Latin/VirgilAeneidII.htm#_Toc536009309] (trans. A. S. Kline]]).

-->


== Mammennoù ==
== Mammennoù ==

Stumm eus an 28 Eos 2011 da 22:11

Ambrougadeg ar marc'h e Troia, gant Tiepolo
Marc'h implijet er film Troia (2004)


Istor marc'h Troia zo unan eus ar re vrudetañ eus Brezel Troia, danevellet er meurgan latin anvet an Aeneis, gant ar barzh roman Virgilius, hag ivez gant Dionisios , ar Pseudo-Apollodoros ha Quintus Smyrnaeus.

C'hoarvezout a ra an darvoudoù goude diwezh an Ilias, savet gant Homeros hag a-raok e Odisseia. Ur gwidre e oa da reiñ o zu d'an Akeaned da gemer Troia ha d'he distrujañ.

Goude ur seziz dek vloaz en aner e sav an Akeaned ur pikol marc'h prenn goullo diwar intrudu Odisseüs, ha kuzhat a reont 30 brezelour eus an dibab e-barzh. Van a ra ar re all da vont kuit d'o bro gant o listri hag an Droianed a gas ar marc'h en o c'heoded evel un arouez-trec'h. Da noz e tiskenn ar vrezelourien diouzh ar marc'h hag e tigoront porzhioù ar geoded da beurrest arme Agamemnon, distroet dre guzh e-kreiz an deñvalijenn. Distrujet eo Troia penn-da-benn hag echuiñ a ra Brezel Troia.

En hengoun Henc'hres e veze graet Δούρειος Ἵππος, Doúreios Híppos, ar "marc'h prenn", eus marc'h Troia e rannyezh Homeros.

An istor el lennegezh

Sinon zo degaset da Briam, folio 101r eus ar Vergilius Romanus

Hervez Quintus Smyrnaeus, Odisseüs en doe ar soñj da sevel ur pikol marc'h prenn (arouez Troia e oa ar marc'h), da guzhat un nebeud brezelourien ennañ, ha plantañ ar soñj e penn an Droianed da gas ar marc'h en o c'heoded evel arouez-trec'h. Dindan renerezh Epeios e savjont anezhañ e tri devezh. Hervez gwidre Odisseüs e ranke chom un den er-maez al loen-kezeg. Ober a rafe van da vezañ bet dilezet gant ar C'hresianed, ha m'o defe lezet ar marc'h evel ur prof evit an Droianed. Ur brezelour akean anvet Sinon a voe an hini nemetañ oc'h en em ginnig evit ar roll. Virgilius a zeskriv an emgav etre Sinon hag an Droianed : Dont a ra Sinon a-benn da lakaat anezhe da grediñ eo bet dilezet hag ez eo aet kuit an Akeaned. Sinon a lavar ez eo ar marc'h ur prof d'an doueez Atena abalamour da zousaat anezhi goude disakradur he zempl e Troia gant an Akeaned, hag evit gallout ober ur veaj zizañjer betek ar gêr. Savet e oa bet ur marc'h bras-kenañ, hervezañ, kuit ma c'hallfe an Droianed kas anezhañ en o c'heoded, ha treiñ an doueez a-du gante evel-se.

Endra ma c'houlennataont Sinon, ar beleg Laokoon a zivin an taol-gwidre hag a lavar d'an Droianed diwall, e gerioù brudet Vergilius "Timeo Danaos et dona ferentes" (Aon am eus rak an Danaed memes ar re a zegas profoù).[1]. Met an doue Poseidon a gasas div naer vor da dagañ anezhañ gant e vugale Antifantes ha Timbraeus, a-raok ma vefe kredet e gemennadur gant Troian ebet. Hervez Biblioteke ar Pseudo-Apollodoros e oa kaset an div naer gant Apollon abalamour ma oa bet kunujennet gant Laokoon o c'hoari daou dirak ur skeudenn eus an doue[2] Elena Troia a gompren ivez an taol gwidre hag e klask da douellañ ha da ziskuliañ an Akeaned kuzher er marc'h o trevezañ mouezh o gwragez. Darbet eo da Antiklos respont met Odisseüs a serr e c'henoù gant e zorn.[3]. Merc'h ar roue Priam, Kasandra, the diouganerez Troia, a zisklêr e vo degaset diskar ar geoded hag hini tiegezh ar roue. N'he selaouer ket kennebeut, avat.[4]


Mammennoù


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Levrlennadur

Notennoù

  1. Henc'hresianeg : Φοβού τους Δαναούς και δώρας φέρονταις Virgil:Aeneid II Aeneis II
  2. Biblioteke ar Pseudo-Apollodoros, Epit. E.5.18 Epitome
  3. Homeros, Odisseia, 4. pp 274-289.
  4. Virgilius, an Aeneis. troet gant Robert Fitzgerald. New York: Everyman's Library, 1992. Print.