Pindaros : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 53: Linenn 53:
-->
-->


=== Levrioù ===
== Levrlennadur ==
* Philippe Brunet, « La ''Première Pythique'' de Pindare : mètre, strophe et traduction », Bulletin de l'association Guillaume Budé, {{numéro}}3 (1996), Les Belles Lettres, Paris, 1996.
* Philippe Brunet, « La ''Première Pythique'' de Pindare : mètre, strophe et traduction », Bulletin de l'association Guillaume Budé, {{numéro}}3 (1996), Les Belles Lettres, Paris, 1996.
* {{en}} Richard Hamilton, ''Epinikion: General Form in the Odes of Pindar'', De Gruyter, La Haye, 1974.
* {{en}} Richard Hamilton, ''Epinikion: General Form in the Odes of Pindar'', De Gruyter, La Haye, 1974.

Stumm eus an 26 Eos 2011 da 22:40

Delwenn Pindaros, eilet diwar ur skrid orin eus ar Vvet kantved kent. J.-K., Mirdi broadel hendraouriezh Naplez

Pindaros (Πίνδαρος Píndaros e gregach) a oa ur barzh hellazat, ganet e Kinokefalos, Beotia war-dro 518 kent JK, ha marvet en Argos e 438 kent JK. Brudet eo e delennganoù.

E vuhez

Orin ha yaouankiz

Nebeut a dra a anavezer diwar-benn e vuhez daoust d'ar c'hwec'h buhezskrid a oa savet war e zivout en Henamzer. Hervez an hengoun e oa ezel eus un tiegezh brientinien. Ganet e oa bet war-dro 518 e Kinokefalos, e Beotia. En arroudenn 193 e veneg « ar gouel pempbloaziek / ambrouget gant oc'hen ma voen evit ar wezh kentañ / lakaet em gourvez, ha moumounet em mailhurennoù ». An damveneg-se da'r c'hoarioù pitek a ziskouez e oa ganet e miz Eost pe Gwengolo. En e Vvet Pitegenn e seblant disklêriañ e oa un ezel eus tiegezh an Egeided ha diskouezh ara kalz hegarated evit an ensavadurioù dorek. Perc'henn e oa e diegezh war un ti e Tebai, ma reas Pindaros e annez da c'houde. Herodotos a ra anezhañ diskibl Lasos Ermione. En Aten e voe diskibl Agatokles. Kemer a reas perzh yaouank-kenañ er c'henstrivadegoù barzhoniezh ma oa kannet gant Korinna Tanagra. Houmañ a alias anezhañ neuze da « hadañ a-vozadoù, n'eo ket a-sac'hadoù ».

E esped

Savet e oa e delenngan, an Xvet Pitegenn gantañ pa oa 20 vloaz. Lidañ a ra trec'h an Tessaliad Hippokleas er stadenn zoubl, ha tiegezh an atlet, an Aleuaded. Buan-kenañ e teuas da vezañ ur barzh brudet. E [[-490|490 e savas e VIvet Pitegenn en enor Ksenokrates, breur Teron, a zeuio da vezañ tirant Akragas. E 480 e oa aloubet Henc'hres gant ar Bersed. En em renkañ a ra Tebai diouz kostez an alouberien. Hep mar e heuilh Pindaros politikerez e geoded rak c'est Simonides Keos a lid viktor Salamis.

Oberenn

Deuet eo testennoù Pindaros betek ennomp dindan stumm Papyruz (eus an eil kantved kent J.-K. betek an eil kantved goude J.-K.), en o mesk kalz tammoù peanoù hag 'epinikionoù. Dornskridoù eus an XIIvet hag eus an XIIIvet kantved hon eus ivez, ar re bouezusañ anezhe eo an Ambrosianus C222, ar Vaticanus Græcus, al Laurentianus hag ar Parisinus Græcus. Dont a reont eus un dibab graet en IIIe kantved ha n'eus enne ken epinikionoù.

Miret eo bet eta pevar levr epinikionoù (henc'hresianeg ἐπίνικοι epinikoi). Kanoù trec'h e oa a oa asavet en enor da drec'herien ar pevar c'hoari hollhellenadeg, kanet da c'houde gant korioù dañserien war hent an trec'her. En e epinikionoù, e veul Pindaros talvoudegezh hinienel an atlet kentocc'h evit taolioù sport dreist : e drec'h a ziskouez viktor ar brav hag ar mad war an distervez.


Levrlennadur

  • Philippe Brunet, « La Première Pythique de Pindare : mètre, strophe et traduction », Bulletin de l'association Guillaume Budé, Patrom:Numéro3 (1996), Les Belles Lettres, Paris, 1996.
  • (en) Richard Hamilton, Epinikion: General Form in the Odes of Pindar, De Gruyter, La Haye, 1974.
  • Jean Irigoin, Histoire du texte de Pindare, Klincksieck, Paris, 1952.
  • Suzanne Saïd, Monique Trédé et Alain Le Boulluec, Histoire de la littérature grecque, Paris, Presses universitaires de France, coll. « Quadrige », 1997
  • David C. Young, « Pindaric criticism », Pindaros und Bacchylides, Wissenschattliche Buchgesellschaft, Darmstadt, 1970.
  • Jacqueline Duchemin, Pindare poète et prophète, Les Belles Lettres, Paris, 1956.
  • William Mullen, Pindar and Dance, Princeton, 1982.
  • Pascale Hummel :
    • La Syntaxe de Pindare, Peeters, Paris-Louvain, 1993,
    • Philologica lyrica. La Poésie lyrique grecque au miroir de l’érudition philologique de l’Antiquité à la Renaissance, Peeters, Paris-Louvain, 1997,
    • L'Épithète pindarique. Étude historique et philologique, Peter Lang, Bern, 1999.

Liammoù diavaez

Patrom:Wikisource


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.