Ornithopoda : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: tt:Орнитоподлар
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: nl:Ornithopoda
Linenn 24: Linenn 24:
[[ja:鳥脚類]]
[[ja:鳥脚類]]
[[ka:ორნითოპოდები]]
[[ka:ორნითოპოდები]]
[[nl:Ornithopoda]]
[[pl:Ornitopody]]
[[pl:Ornitopody]]
[[pt:Ornitópodes]]
[[pt:Ornitópodes]]

Stumm eus an 24 Eos 2011 da 08:41

An ornithopoda zo un isurzhiad dinosaored eus strollad an ornithischia. O anv Ornithopoda a dalvez « Treid evned », zo unan eus oferzhioù pennañ. Ul lost reutaet gant stirennoù askornek, ur juntad eus ar c'haezour a valire etrezek an tu a-dreñv hag ur beg karnek. Evel an holl Ornithischia e oant geotdeber. Kalz dent o devoa peurliesañ (betek mil dant) da chaokat an delioù. Kavet ez eus karrekaennoù anezhe er juraseg gant al Lesothosaurus, ha diwan a reas kalz spesadoù eus ar C'hretase. Kavout a raed geotdebrerien ramz e kerentiad an Hadrosauridae (da skouer Edmontosaurus).

  • Ar c'herentiadoù Ornithopoda pennañ zo :
  • Kerentiad ar Fabrosauridae : kerentiad na vez ket implijet stank hiziv, ennañ hendad an Ornithischia, en o zouez Lesothosaurus. Hemañ ziwezhañ a vez renket a-gostez peurliesañ.
  • Kerentiad an Heterodontosauridae : dinosoared bihan (ment ur c'hi), a oa o vevañ e deroù ar Juraseg.
  • Kerentiad an Hypsilophodontidae : dinosoared dister o ment (etre 1 ha 4 m), o doa daouarnoù bihan-tout gant pemp biz oute ha treid dezhe pevar biz. Bevet o deus pell, eus ar Jurasg kreiz betek diwezh ar C'hretase (da skouer Hypsilophodon pe Leallynasaura).
  • Kerentiad an Iguanodontidae : Loened daoudroadek pe pevarzroadek bras eus ar C'hretase, dezhe etre 4 ha 9 m. (da skouer : Iguanodon)
  • Kerentiad an Hadrosauridae : anvet c'hoazh « dinosaored o beg houad », o doa bevet er C'hretase uhelañ. An anevaled bras-se (etre tri ha pemzek metr hirder), o doa ur beg ledan dizent. Edo an dent pell a-dreñv a-hed an divoc'h. Emdroet a-walc'h e oant ha bevañ a raent e bagadoù(da skouer : Parasaurolophus, Corythosaurus).
  • Kerentiad al lambeosauridae : damheñvel ouzh an hadrosauridae, ha dezhe kribelloù kleuz ouzh o c'hlopenn.