Diforc'hioù etre adstummoù "Rouantelezh Kastilha"

Aller à la navigation Aller à la recherche
1 415 okted ouzhpennet ,  9 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
[[Image:Kingdom of Castile Arms.svg|thumb|Skoed adarmez rouantelezh Kastilha]]
'''Kastilha''' zo bet ur rouantelezh kozher [[Krennamzer|Grennamzer]] e norzh [[Spagn|Bro-Spagn]].
E diwezh ar grennamzer, e rene rouaned rouantelezh Kastilha eus pleg-mor Gwaskogn en norzh betek [[Andalouzia]] er su ha war al lodenn vrasañ eus kreiz al ledenez.
 
Kregiñ a reas ar Reconquista, en istor Bro-Spagn, gant stourm [[Asturiez|rouantelezh vihan Asturiez]] a ziazezas goude kastilha diwar ar marzoù gounezet war o enebour, bro zivent al-Andalûs, eizh vloaz goude aloubadeg an arabed e 711.
 
Kastilha a oa da gentañ ur gontelezh dindan [[rouantelezh León|rouantelezh Leon]], eus 850 da 1037, ur vro anvet kastilha gozh bremañ.
Chom a reas Kastilha dindan aotrouniezh rouaned Asturiez ha Leon etre an VIII{{vet}} kantved ha 1037, pa oa savet Rouantelezh unanet Kastilha ha Leon gant Ferdinando I{{añ}}. E 1058 a loc'has un heuliad brezelioù a-enep ar Vaoured, hag e kemeras ar pezh a zeufe da vezañ Kastilha nevez (emgann Alarcos hag emgann la Navas de Tolosa).
 
Brasaat a reas ar rouantelezh dindan ren Alfoñs VI (1065-1109) hag Alfoñs VII (1126-1157). Dindan Alfoñs X e tiorroas buhez sevenadurel ar rouantelezh met ur prantad hir a stourmoù diabarzh a zeuas war-lerc'h. E 1469 e teraouas unvanidigezh [[Rouantelezh Aragon|rouantelezhioù Aragon]] ha Kastilha, ha da c'houde hini ledenez Bro-Spagn, gant eured Ferdinando II, roue Aragon (roue Kastilha, Ferdinando V) Hag [[Izabel I{{añ}} (Kastilha)|Izabel I{{añ}}]], rouanez Kastilha.
 
<!--
-->
 
 
[[Rummad:Rouantelezhioù kozh Spagn]]
[[Rummad:Istor Kastilha]]
 
[[af:Kastilië]]
[[an:Castiella]]
11 541

modification

Lañser merdeiñ