Renadenn anv : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kempennig
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 27: Linenn 27:
Un diforc'hig zo etre "ur rod eus ur c'harr" hag "ur rod-karr" e-kenver ar ster da gentañ med ivez e-kenver ar yezhadur : ar gêr "rod-karr" a zo ur gêr gevrennek ha n'eo ket ur stroll graet gant ar gêr hag he renadenn.

E '''Trésor du Breton Parlé''' ([[Jules Gros]]) e kaver memestra :
E '''Trésor du Breton Parlé''' ([[:fr:Jules Gros]]) e kaver memestra :
*Ur rod d’ar c’harr a oa en tu-mañ d’ar c’hleuz (meneget teir gwech: TBP 1/121, 2/170, 2/552).
*Ur rod d’ar c’harr a oa en tu-mañ d’ar c’hleuz (meneget teir gwech: TBP 1/121, 2/170, 2/552).

Stumm eus an 30 Kzu 2006 da 17:55

Ar renadenn anv (pe renadenn-anv) a servij da zegas ur resisadenn d'ur ger. Da skouer "ki ar verc'h". Gant ar renadenn e vez diskouezet da biv eo ar c'hi.

Evit "ul lodenn eus an ti" ez eo an hevelep tra. Ar renadenn anv "an ti" a servij da resisaat al lodenn.

Implijet eo a-benn ar fin un tammig evel un anv-gwan met krouet eo gant un anv-kadarn.

Ar renadenn anv zo a-dreñv ar ger.

  • an ti + an den = ti an den
  • an ti + un den = ti un den.

Pa vez "termenet" ar renadenn (ha pa vefe gant ur ger-mell amstrizh) e vez lamet ar ger-mell dirak an anv (termenet a-walc'h e vez gant ar renadenn-anv).

Taolit evezh memestra ouzh ar reolenn-mañ :

  • un ti + an den = un ti d'an den; (pe un ti da Fañch).
  • un ti + un den = un ti d'un den.

Evel ma welit e vez cheñchet an traoù pa ne vez ket termenet an anv a zo renadennet. Pa ne vez ket un dra vev e vez degaset ar renadenn gant "eus" :

ur rod eus ur garrigell.

Un diforc'hig zo etre "ur rod eus ur c'harr" hag "ur rod-karr" e-kenver ar ster da gentañ med ivez e-kenver ar yezhadur : ar gêr "rod-karr" a zo ur gêr gevrennek ha n'eo ket ur stroll graet gant ar gêr hag he renadenn.

E Trésor du Breton Parlé (fr:Jules Gros) e kaver memestra :

  • Ur rod d’ar c’harr a oa en tu-mañ d’ar c’hleuz (meneget teir gwech: TBP 1/121, 2/170, 2/552).