Loen : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Wikeriadur
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: zh-classical:動物
Linenn 211: Linenn 211:
[[zea:Beêsten]]
[[zea:Beêsten]]
[[zh:动物]]
[[zh:动物]]
[[zh-classical:動物]]
[[zh-min-nan:Tōng-bu̍t]]
[[zh-min-nan:Tōng-bu̍t]]
[[zh-yue:動物]]
[[zh-yue:動物]]

Stumm eus an 10 Eos 2011 da 04:38

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ul loen a zo ur boud bev, renket er renad animalia pe metazoa, lieskellig, gouest da santout ha da fiñval. Debriñ pe euvriñ a ra dre ur genou, ha kemer a ra e voued diwar-goust bevien all.


Er yezh pemdez e rer ar c'hemm etre an dud hag al loened, goude ma'z eo loened an dud ivez. Ne vez ket gwelet evel loened ivez ar spoue pe koural pe maerl, goude ma'z int.


Perzhioù pennañ

Al loened a zo eukarioted ha lieskellig hag aze emañ an diforc'h brasañ diwar ar bakteriennoù hag ar bezhin.

Loen e brezhoneg

Implijet e vez ar ger loen (anv gourel, liester loened) er brezhonegva a-bezh gant distagadurioù lec'hel (loan, lonn, etc...) nemet e Bro-Leon ma raer di gant aneval (tost ouzh ar galleg animal hag ar c'hembraeg anifail) hag e vez anavezet ar ger loen evit ar marc'h.
E Bro-Gerne hag e Goueloù e vez implijet aneval a-wechoù, met evit al loened brasañ (kezeg, bevin, deñved..) peurvuiañ.

Komzet e vez eus loened gouez ha loened doñv

Furmoù hollel

Implijet e vez loen evit sevel anvioù hollel al loened dre ouzhpennañ anv al loen d'ar furm stroll. Kavout a reer :

Furmoù krevrennet

  • loen-korn (evit al loened gant kerniel)
  • loen-laezh
  • loen-nij (pe loen-pluñv)
  • loen-porzh (al loened desavet e porzh an atant : yer, houidi, gwazi, etc...)
  • loen-samm
  • loen-tenn
  • loen-ti pe loen tiel

Gerioù deveret


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger loen er
wikeriadur, ar geriadur frank.